Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. Glac'har ha mezh a sav en ub. pa oar en deus graet udb. e gaou. Savet ez eus morc'hed dezhañ. Krignet e vefe bet ma c'halon gant ar morc'hed. Morc'hed hor beze pa hor beze graet an droug. Kregiñ a reas morc'hed ennañ. Bezañ sammet gant ar morc'hed. 2. Nec'h, aon. Morc'hed vras a zeu din nad eo erru ar gernez er vro. Ma blev a sav em penn dija gant ar morc'hed. N'ho pezet nep morc'hed evit den : arabat deoc'h bezañ nec'het gant den ebet. & (impl. da anv unan) Ur vorc'hed vras am eus. & Trl. N'hoc'h eus ket morc'hed da gaout ! : troienn a reer ganti da gadarnaat e soñj. Ar re-mañ zo oc'h ober al lu ganin, met me a zihuno anezho, n'hoc'h eus ket morc'hed da gaout !

Exemples historiques : 
12
Masquer la liste des exemples

morc'hed

1499
Référence : LVBCA p147 (soussi)

morc'hedoù

1732
Référence : GReg pg chagrin (tristesse, ennuy, mélancolie)

morc'hed

1732
Référence : GReg pg chagrin (tristesse, ennuy, mélancolie)

Aotrou, eme 'l louarn, re vras eo ho morc'hed, C'hwi a zo kalz re vat ; n'ho pezet poan spered; rak m'er goulenn amañ, piv zo 'vit lakaat e ve deoc'h-hu pec'hed debriñ meur [a] benn-dañvad ? Krediñ a ran zoken e voe dezho enor Kaout en ho kof, aotrou, dre ho kouzoug digor. Hag evit ar pastor, e c'heller lavaret E tlee, dre'n hent-se, mont da glask e zeñved. Ha perak 've truez ouzh ur ouenn [a] dud ker kriz, N'o deus evit hor ren ken stur 'met o diviz ?

1867
Référence : MGK p25

Dre hunvre ha dre gourweled o deus en em ziskouezet din ; o mouezh am eus klevet ouzh va c’halonekaat ha tevel war va morc’hed : [...].

1923
Référence : SKET p.81

prenañ morc'hed

1931
Référence : VALL pg (s')attirer (des remords pour l'avenir)

Krediñ a ran kentoc’h en doa bet morc’hed d’ar mare diwezhañ, en doa keuz bezañ deuet da stouiñ dirak « Pennrener ar C’hallaoued », en doa digarezet un droug-penn d’en em zibunañ kuit.

1944
Référence : EURW.1 p.201

Gant morc'hed d'ho puhez nammet, / 'Vit bezañ a wall disammet, / A galon wir, pedit gant gred / Da gaout trugarez Mestr ar Bed.

1960
Référence : PETO p53

Glac'har bras alies am bez, / Keuz ha morc'hed hag, ivez, mezh / Da vout, distourm, dezho stouet / Ha da sentiñ 'n em zilezet.

1960
Référence : PETO p74

Evit a sell ouzh ar vilonioù mezhus a ziskulias din an den-se, ha zoken an daeroù a skuilhas, leun a vorc'hed, n'on ket evit soñjal enno, na zoken kounañ anezho, hep skrijañ.

2012
Référence : DJHMH p. 89

An noter a voe plijet a-walc'h gant al lizher : diskouez a rae un arvez yaekoc'h eget n'en doa soñjet eus darempredoù nes an daou zen, hag un tammig morc'hed en devoe eus an diskred kent a oa bet e hini.

2012
Référence : DJHMH p46

Petra 'rankjen soñjal a-hend-all? Ez eus bet savet morc'hed dezhe a-greiz-holl hag int krog da baeañ raktal?

2015
Référence : EHPEA p203

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux