morc'hed
Aotrou, eme 'l louarn, re vras eo ho morc'hed, C'hwi a zo kalz re vat ; n'ho pezet poan spered; rak m'er goulenn amañ, piv zo 'vit lakaat e ve deoc'h-hu pec'hed debriñ meur [a] benn-dañvad ? Krediñ a ran zoken e voe dezho enor Kaout en ho kof, aotrou, dre ho kouzoug digor. Hag evit ar pastor, e c'heller lavaret E tlee, dre'n hent-se, mont da glask e zeñved. Ha perak 've truez ouzh ur ouenn [a] dud ker kriz, N'o deus evit hor ren ken stur 'met o diviz ?
Evit a sell ouzh ar vilonioù mezhus a ziskulias din an den-se, ha zoken an daeroù a skuilhas, leun a vorc'hed, n'on ket evit soñjal enno, na zoken kounañ anezho, hep skrijañ.
An noter a voe plijet a-walc'h gant al lizher : diskouez a rae un arvez yaekoc'h eget n'en doa soñjet eus darempredoù nes an daou zen, hag un tammig morc'hed en devoe eus an diskred kent a oa bet e hini.
Petra 'rankjen soñjal a-hend-all? Ez eus bet savet morc'hed dezhe a-greiz-holl hag int krog da baeañ raktal?
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
morc'hedal