Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Formes fléchies : 
6
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Zo etre kousk ha dihun. Da heul e bred e oa morgousket. [1925] Mad[a]len skuizh, ar baourez kaezh, morgousket harp eus [ouzh] skoaz he breur, ne wele ha ne gleve netra. 2. Dre skeud. (db. an traoù, an dud) Zo nebeut a oberiantiz, a virvilh ennañ, gantañ. Dihuniñ ar speredoù morgousket. [1949] Didud ha morgousket e oa ar gompezenn. [1954] Pet ha pet gwech, pa vezen e pell-pellañ diouzh Priel, e Rusia da skouer, e tegouezhe din adwelout, ha zoken en deñvalijenn ha serret ganin va daoulagad, an draoñienn digenvez-se hag he stêr vorgousket [...].

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

morgousket

1732
Référence : GReg pg assoupissement

morgousket

1732
Référence : GReg pg (demi) endormi

ur morgousket a zen

1732
Référence : GReg pg assoupir (assoupi, un esprit assoupi, sans vivacité)

un den morgousket

1732
Référence : GReg pg assoupir

morgousket

1850
Référence : GON.II.HV pg morgousket (voyez "morédet").

Kroz hepken an taolioù-mor o fregañ war an traezh a dorre sioulder an noz hag a luskelle gant e vouezh heñvel-heñvel an dachenn morgousket dindan lizenn demsklaer al loar.

1925
Référence : BILZ2 p.124

Mad[a]len skuizh, ar baourez kaezh, morgousket harp eus [ouzh] skoaz he breur, ne wele ha ne gleve netra.

1925
Référence : BILZ2 p.124

morgousket

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXXV, assoupi, (s')assoupir

Morvitellet e oa kêr Viranda en he c'housked, ha ne fiñve ket un ene en-dro d'an toennoù ruz merglet ha d'an tiez marvelen prennet kloz [sic, "prennet-kloz"] o stalafioù. Didud ha morgousket e oa ar gompezenn. N'oa trouz nemet gant ar stêr Ebro.

1949
Référence : SIZH p.48

Pet ha pet gwech, pa vezen e pell-pellañ diouzh Priel, e Rusia da skouer, e tegouezhe din adwelout, ha zoken en deñvalijenn ha serret ganin va daoulagad, an draonienn digenvez-se hag he stêr vorgousket, hag evel un heklev damvouget e kleven neuze soroc’h an dour ouzh ar garreg, koagadenn ur vran strafuillhet, pe vouskan melkonius ur paotrig[-]saout o vesa e loened e lanneg Kerdeozer…

1954
Référence : VAZA p.115-116

ha pa zeue a-benn da vorediñ, ne oa ken evit he gwelout oc'h en em silañ e kuzh e-barzh tiez morgousket, pe o fiñval herrek-ouzh-herrek betek ar vezevell zoken, a-dreuz milendalloù anvevenn ar gêr

2012
Référence : DJHMH p23

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux