morgousket
morgousket
Morvitellet e oa kêr Viranda en he c'housked, ha ne fiñve ket un ene en-dro d'an toennoù ruz merglet ha d'an tiez marvelen prennet kloz [sic, "prennet-kloz"] o stalafioù. Didud ha morgousket e oa ar gompezenn. N'oa trouz nemet gant ar stêr Ebro.
Pet ha pet gwech, pa vezen e pell-pellañ diouzh Priel, e Rusia da skouer, e tegouezhe din adwelout, ha zoken en deñvalijenn ha serret ganin va daoulagad, an draonienn digenvez-se hag he stêr vorgousket, hag evel un heklev damvouget e kleven neuze soroc’h an dour ouzh ar garreg, koagadenn ur vran strafuillhet, pe vouskan melkonius ur paotrig[-]saout o vesa e loened e lanneg Kerdeozer…
ha pa zeue a-benn da vorediñ, ne oa ken evit he gwelout oc'h en em silañ e kuzh e-barzh tiez morgousket, pe o fiñval herrek-ouzh-herrek betek ar vezevell zoken, a-dreuz milendalloù anvevenn ar gêr
Chom a ra Andrea ul lajadig o sellout outo o labourat, a-boan ma vez klevet trouz o c’hammedoù, o vorediñ emañ ar mor, morgousket eo ar menez, hag en oabl e ren didrouz, n’eus den war zihun eno evel-just rak n’eo nemet teir eur.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
morgousket