1. Termen a ya da envel nep evn eus ar genad Phalacrocorax, anezho evned mor en em vag diwar besked a hemolc'hont en ur splujañ en dour.
2. Morvran vras : ar spesad Phalacrocorax carbo, bras e vent, du e bluñv war-bouez e c'houzoug gwenn.
&
Morvran guchenn : ar spesad Phalacrocorax aristotelis, du-arwer holl e bluñv gant un takadig melen dindan ar pigos ha dezhañ ur guchennig pluñv a-uc'h e dal da goulz ar parañ.