Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
117
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. A. 1. Miret ouzh ub., ul loen bnk. da analañ. Mouget en doa anezhañ e-pad e gousk. Mougañ ar pesked o tennañ anezho eus an dour. Darbet e oa din bezañ mouget gant ar moged. 2. (db. an tan, ar gouloù) E lakaat da vervel. An avel hag ar glav a vougas ar gouloù. Kerc'hat dour da vougañ an tan. DHS. mouchañ. & (db. ar plant) Al louzeier fall, ma vezont laosket, a vougo ar plantennoù mat. 3. (db. ar son) E lakaat da vont izel-tre, da baouez. Stardañ a reas he mouchouer war he beg da vougañ he difronkadennoù. B. Dre skeud. Lemel e nerzh digant udb., e lakaat da vont da get. Mougañ ur vro, un emsav. Mougañ a reont ar fiziañs e kalon an dud. II. V.g. A. 1. Koll e anal da vat. Prest on da vougañ gant ar moged. [1954] [...] ha ne gomzan ket eus blejadeg fromus n’ouzon ket pet mil martolod rusian ha gall o krial a-heligentañ : Hurrah ! hurrah ! hurraaaaah ! ken ma ’z oant holl war var da vougañ, nag eus koagadeg an evned-mor o tarnijal a-vagadoù, spouronet gant an drouz hag ar moged. DHS. tagañ. & Dre c'hwez. Prest eo da vougañ gant ar sec'hed. 2. (db. an tan, ar gouloù) Mervel. Emañ an tan o vougañ. 3. (db. an trouz) Izelaat, paouez. Mouget eo ar gaoz : ne gomzer ket ken. HS. migañ. 4. Dre skeud. MOUGAÑ GANT AR C'HOANT + av. : kaout ur c'hoant bras-divent d'ober pe da gaout ub. [1954] Dre-se ’ta e voe bet difennet strizh d’hor martoloded mont da vale kêr, moarvat bete-gouzout na vougje ar Rusianed gant ar c’hoant ober kemend-all [...]. B. Dre skeud. Koll e nerzh, mervel a-nebeudoù. Emañ ar vro o vougañ.

Exemples historiques : 
41
Masquer la liste des exemples

mougañ

1659
Référence : LDJM.1 pg amortir, eteindre, etoufer, suffoquer

kleñved pehini a deu prest pe da vougañ pe da seizañ un den

1732
Référence : GReg pg apoplexie

mougañ o c'hoarzhin

1732
Référence : GReg pg (s') étouffer (de rire)

mougañ an droukinklinasionoù

1732
Référence : GReg pg amortir

mouget

1732
Référence : GReg pg amortir, (s') éclipser (souffrir éclipse), éteindre, étouffer

mougañ e win er c'housked

1732
Référence : GReg pg cuver (son vin, se coucher après avoir mal bû)

ne c'hall ket donet a-benn da vougañ en e galon an afront-hont

1732
Référence : GReg pg (il ne peut) digérer (cet affront)

mougañ

1732
Référence : GReg pg (s') éclipser (souffrir éclipse), éteindre, étouffer

mougiñ

1732
Référence : GReg pg éteindre, étouffer

mougañ, lazhañ, steuziñ an tan, ar gouloù

1732
Référence : GReg pg éteindre (le feu)

mougañ ar soñj eus a un dra

1732
Référence : GReg pg éteindre (le souvenir d'une chose)

mougañ a reer amañ gant ar moged

1732
Référence : GReg pg (il y a une si grande fumée ici qu'on en étouffe)

mougañ e vuanegezh

1732
Référence : GReg pg étouffer (sa colere)

Mougañ a ran gant ar moged.

1850
Référence : GON.II pg mouga (la fumée m'étouffe).

Mouget eo ar gouloù.

1850
Référence : GON.II pg mouga (la chandelle est éteinte).

Ar gwir a gerentiezh a zilezan ; rak na dlean ket mougañ nested va c'herentiezh.

1850
Référence : GON.II p.106, Buez Ruth (J'abandonne le droit de parenté ; car je ne dois pas éteindre la postérité de ma famille).

mougañ

1850
Référence : GON.II pg didana, distana, mouga (étouffer, ôter la respiration. avoir la respiration empêchée. suffoquer. éteindre, en parlant du feu, etc. - mater, mortifier, affaiblir, asphyxier. HV.)

Darev eo bet dezho bezañ mouget gant an drougavel a save eus an toull.

1850
Référence : GON.II pg droug-avel (Ils ont été sur le point d'être suffoqués par le méphitisme qui s'élevait du trou).

mouget

1850
Référence : GON.II pg mouga (étouffer, ôter la respiration. avoir la respiration empêchée. suffoquer. éteindre, en parlant du feu, etc. - mater, mortifier, affaiblir, asphyxier. HV. Part.)

Va mougañ a reot.

1850
Référence : GON.II pg mouga (vous m'étoufferez).

Ar c'hentañ lavaras mougañ ar baourentez, / Miret oc'h ar beorien da ziskouez o lorgnezh, / Hag eñ a voa manac'h, ha roet en doa d'ar paour / Kement mad en devoa : e leve hag e aour ? / Ha dre garantez eo e komze an den-se ? / Kredet neb a garo !...

1867
Référence : MGK p118

Ganto vo graet stignoù, d'ho pakañ 'zruilhajoù, lasoù-rikl d'ho mougañ, e berr : kant ha kant tra, a vo, war an diskar, ho toan hag ho klac'har, a vezo, marteze, kiriek eus ho marv. Tec'hit eta a-fo, diouzh ar gaoued, ar ber ! Gwelloc'h oufec'h d'ober, mar fell deoc'h va c'hrediñ, eme ar wennili, eo dibriñ 'n had kanab.

1867
Référence : MGK p14

tud, c'hwi holl en em gar, Breizhiz eus a bep bro, en em garit bepred, na vezit ket hedro ! E liorzh ar bed poanius, boked ar garantez a vez, seul vui eo kozh, kaeroc'h-kaerañ bemdez. En em harpit noz-deiz, an eil hag egile, ha ne skuizhot en hent, kaer ho pezo bale ; nad it ket eus ho pro, nad it ket pell da gantreal, gant aon na ve anken en hent ouzh ho kedal. Evidon-me a gar va zud, va yezh, va bro ha kement zo enni : reier, brug ha derv, me zo gwelloc'h ganin gwelet an heol e Breizh, klevet trouz ar mor don o krozañ a-hed an deiz, bezañ paour, reuzeudik ken a rankin mervel, eget bezañ eürus en ur vro all a-bell, ma ve ret din eno mougañ ar garantez a zo krog em c'halon, evel tan ur fornez.

1867
Référence : MGK p21

Breizhiz, gwir vreudeur kalonek, / Mougomp an drouk dre ober mat, / En em skignomp holl e pep prad / Da gutuilh bleuñv a'r re gaerañ, / D'ober ul labour ar gwellañ, / D'ober da Vreiz kant kurunenn, / Ha pa ve fuc'h er c'hozh kelien !

1867
Référence : MGK p115

Evidon-me a gar va zud, va yezh, va bro / Ha kement zo enni : reier, brug ha derv, / Me zo gwelloc'h ganen gwelet an heol e Breizh, / Klevet trouz ar mor don o krozañ a-hed an deiz, / Bezañ paour, reuzeudik ken a rankin mervel, / Eget bezañ eürus en ur vro all a-bell, / Ma ve ret din eno mougañ ar garantez / A zo krog em c'halon, evel tan ur fornez.

1867
Référence : MGK p21

mogañ

1909
Référence : BROU p. 401 (éteindre)

Bez' ez eus c'hoazh en ene breizhad un dra bennak a stourm hag a dalc'h[sic] e buhez, un dra a zo bet c'hoant d'e vougañ ha d'e gas da get hag a van hiriv ken buhezek ha ken nerzhus hag er mare hon frankiz, hag an dra-se, pe e oar pe ne oar ket, eo an EMSKIANT VROADEL.

1911
Référence : PSEP p III

Nemetos a reas lazhañ dre ar c’hleze holl gêriz gwitibunan ; diskaret e voe ar voger, pulluc’het an tiez gant kement a oa enno, beuzet pe vouget an holl loened.

1923
Référence : SKET p.129

Dis Atir r’e zevo, r’e vougo, r’e veuzo, r’e gaso da get, r’e skubo a ziwar c’horre an douar, r’e denno a-dre ar re vev, ra stlapo e gorf e kondonioù an douar, ra wano anezhañ, ennañ e-unan kerkoulz hag en e vibien, en e verc’hed, en e vevelien, en e chatal, en e vinvioù, en e barkoù, en e bradoù, en e goadoù hag en e zourioù !

1923
Référence : SKET p.27

A-greiz holl, d’ar beure, e wanae o c’horf, heñvel ouzh ur c’hreuzeul, koazhet an eoul ennañ hag o vont da vougañ.

1923
Référence : SKET p.70

Derkeia en em daolas ganto ez feuls ; o briata a reas hag o stardañ war he c’halon gant teneredigezh ; pokañ a reas d’o zal, d’o divoc’h, d’o genou, d’o blev ; o c’hlemmoù a vougas gant hec’h allazigoù.

1923
Référence : SKET p.107

Evurus, sioul, ec’h event o bannac’h gwin-ardant en osteleri ; evurus e c’houzañvent ar joausted a save a-nebeudoù war o spered hag a zispege diwar o c’halon ar moustrer a oa bet darbet dezhañ o mougañ.

1925
Référence : BILZ2 p.113

mougañ

1931
Référence : VALL pg amortir (un son), assourdir (un son)

Mougañ anezhi [ar yezh vrezhonek] kentoc'h e oad neuze oc'h esaeañ ober e holl skolioù kristen eskopti Sant-Brieg.

1944
Référence : EURW.1 p53

Hag ar gristenion a souche o fenn dindan al liñserioù hag a blante don ur biz en o divskouarn, evit mougañ ar c’hlemmoù truezus.

1944
Référence : ATST p.65

Dre-se ’ta e voe bet difennet strizh d’hor martoloded mont da vale kêr, moarvat bete-gouzout na vougje ar Rusianed gant ar c’hoant ober kemend-all, ha dalc’het e veze ar re-mañ war vourzh evit o diwall diouzh an abostolerezh ruz, ha marteze gant aon na fellje d’unan anezho degas gantañ en e c’hodell ur vombezenn vunut d’ober e stal d’e Vestr ha d’e diegezh.

1954
Référence : VAZA p.183

Ha kleronioù al listri-brezel, berrañ re, hogen skiltrañ re er bed-holl ! kellies tro ma stage unan diouto gant ur sonadenn bennak, da skouer « War evezh, pe Ar strollad a-bezh war a pont ! pe Ar stribourzhidi da ziskenn bag an admiral a-ziwar ar skourr ! n’eus forzh, pep gwech e veze distaget an notennoù diwezhañ evel a daolioù morzhol kent echuiñ war unan uhel-uhel ha ken hirbadus ma krede dimp e vougje diwarni ar soner.

1954
Référence : VAZA p.139

A daolioù kanol ken ma findaone e stagas ar skouadrenn rusian koulz hag ar c’hreñvlec’h da hetañ dimp donedigezh vat, ha kredet ho pije e oa ur c’hrogad start war vor o paouez tarzhañ, rak gant kemend-all a herr e rae ivez cholori hol lestr ; unan ha kant tenn evit e Veurded, hag unan warn-ugent ouzhpenn da drugarekaat ar ganolierien war zouar, ha ne gomzan ket eus blejadeg fromus n’ouzon ket pet mil martolod rusian ha gall o krial a-heligentañ : Hurrah ! hurrah ! hurraaaaah ! ken ma ’z oant holl war var da vougañ, nag eus koagadeg an evned-mor o tarnijal a-vagadoù, spouronet gant an drouz hag ar moged.

1954
Référence : VAZA p.158

Gouzoug ebet n’en devoa ar c’haezh-mañ ha dre-se ’oa dare da vougañ, berr warnañ, evel p’en divije heskennet ur gordennad keuneud.

1954
Référence : VAZA p.131

War-dro kreiz an abadenn gelaouiñ e oan krog da vougañ.

2015
Référence : EHPEA p179

Pokat a reas dezhi evit mougañ he c'hoarzh.

2023
Référence : DREAM p.37

L'Office public de la langue bretonne