I.
A.
1. Traezenn gleuz a ziskenner enni un danvez toazek da reiñ dezhañ ur stumm a viro, ur wech ma vo kaledet pe ma vo poazh.
Moulloù da deuziñ bouc'hili arem. Poazhañ ur wastell en ur moull amanennet ha bleudet.
&
Dre ast.
Stumm.
Kouignoù a bep seurt ment hag a bep seurt moull.
2. Traezenn leun a lakaer warni un danvez toazek da reiñ dezhañ ur stumm a viro, ur wech ma vo kaledet.
3. [1732] Traezenn a dalvez da reiñ o stumm d'an togoù.
Ur moull togoù. Moull an tog.
&
Trl. skeud.
Reiñ moull ar vaneg da lipat da ub. : skeiñ flac'hadoù gantañ.
4. Roud lezet en douar gant karrekaennoù.
En douar e kaver relegoù, moull pe tres plant ha loened.
B.
1. Genn dir a dalvez da skeiñ ar pezhioù moneiz hag ar medalinier.
Tri fezh aour eus an hevelep moull.
2. Dre ast. (en e furm lies)
Arc'hant.
Kaout moulloù.
C. (db. oberoù an dud)
Muzul.
N'eus moull ebet d'e sotoni. Boutez eus moull da bep tra. Ne ouzont ket moull. Hep moull ebet.
&
Trl.
Ober udb. diouzh ar moull : diouzh ment an traoù, an dud, h.a.
Ur gador graet diouzh ar moull : diouzh korf an den.
II.
(db. ar moullañ levrioù, h.a.)
Ar moull : ar moullañ.
&
Trl.
Lakaat er moull : lakaat da voullañ.
&
Kas d'ar moull : kas da voullañ.
Mall eo din kas d'ar moull al lodenn am eus skrivet.
&
Deuet eus ar moull : nevez-voullet.
Deuet eo ar gazetenn eus ar moull.
III.
Pemdez
1. Gweadenn.
Ober ur moull da c'houzoug ub. : nezañ dezhañ e c'houzoug.
HS. nez.
2. Ne reas nemet ur moull : ne voe ket pell an afer.