Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Martolod yaouank o teskiñ e vicher war ur vag. Abaoe ar beure ne baouez ket ur mousig a gas ar skubellenn en-dro. Adalek ar c'habiten betek an disterañ eus ar voused. Skol ar voused. II. Dre ast. 1. Paotr yaouank o teskiñ e vicher. Me zo bet mous gant ar c'halvez. & Mous pri : darbarer ur mañsoner. HS. deskard. 2. Mous-saout : paotr-saout. & Dre skeud. Kael dredan stignet en-dro d'ar parkeier. III. Den n'eo ket deuet en oad Holl voused Landi a oa en o jeu.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

mous

1909
Référence : BROU p. 400 (mousse)

Ur mous am eus ezhomm. Na c’hwi, Izabel, a rofe ar paotr-mañ din ?…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1125 (Miz Du 1924).

Mous e bourzh ar Gwennili, gwellañ bag a oa e-barzh ar porzh, hag he c’habiten, brudet ar gwellañ e-touez ar re wellañ eus ar besketaerien hag ar vartoloded !

1925
Référence : BILZ2 p.105

Saig Jelvest hag e vous Bilzig ac’h ae peurvuiañ da ober un dro d’an aod, hag end-eeun e-pad ar C’horaiz.

1925
Référence : BILZ2 p.139

Evidon-me em eus kavet ur "boy" rak Makaya -an delienn- oa anavezet en araog gant H. hag en devoa bet tu d'hen implij evel "mwana" -mous-; deuet e oa bremañ da vezañ ur paotr bras ha gouest e oa da vezañ boy, ar pezh a zo c'hoant kement mousig beg-du a c'hell dont war-dro un den gwenn.

1985
Référence : DGBD p29

Ouzh ar gwer e oa peget bleunioù paper bitellet gant ar voused.

2023
Référence : DREAM p. 132

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux