Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. Adv. A. 1. (dirak an ar. a heuliet gant un anv hollek, stroll pe lies) Mui (I 1). Muioc'h a enebourien eget a vignoned en deus. Muioc'h a dud zo e kêr bremañ eget war ar maez. & Ent krenn (hep eget nag eil kevrenn ar geñveriadenn) Muioc'h a arc'hant a c'hounezo. Laka muioc'h a vleud. Reiñ muioc'h a lufr d'udb. & (en e furm vihanaat) Un tammig muioc'h. Muioc'hik a avel zo hiziv. 2. Dre verr. (hep an ar. a) N'eus ket ezhomm muioc'h. 3. Tr. adv. (dirak an ar. a heuliet gant un anv hollek, stroll pe lies) Seul vuioc'h : seul vui. Seul vuioc'h a dud a vo, seul welloc'h e vo. & Muioc'h a-se : seul vui. Muioc'h a-se a arc'hant a c'hounezo ma labouro kalet. B. (e-unan) 1. Adverb a verk ur c'hementad, un niver brasoc'h. An evn-se a gan muioc'h eget hemañ. Komz a ra kalz muioc'h eget a-raok. Glav a ra muioc'h eget biskoazh. & Ent krenn (hep eget nag eil kevrenn ar geñveriadenn) Ret eo labourat muioc'h c'hoazh. Kalz muioc'h e karen anezhi. & Pelloc'h. Muioc'h en traoñ emaint. 2. Tr. adv. (dirak ur v. degaset gant ar rn. e prl.) Seul vuioc'h, muioc'h a-se : seul vui. [1954] [...] ha seul vuioc'h ma strive ur c'helenner d'ober din intent un dra evel houmañ : 5x + 3 + 2x - 1 disheñvel diouzh 3x-2+12, petra 'fell deoc'h, seul nebeutoc'h e komprenen. C. 1. Ouzhpenn. Ur bloavezh muioc'h c'hoazh hag e vo echu. 2. Tr. adv. Muioc'h pe nebeutoc'h : war-bouez nebeut. En hor bro e tegouezh an hevelep tra, muioc'h pe nebeutoc'h. & Na muioc'h na nebeutoc'h : rik-ha-rik. Daouzek den, na muioc'h na nebeutoc'h. II. Rag. am. Kementad, niver brasoc'h. Ar re-mañ a oar muioc'h egedon. Gwell eo kaout muioc'h eget nebeutoc'h. & Trl. skeud. Na vezañ muioc'h d'ub. eget felc'h ur c'hi : na dalvezout kalz a dra evitañ. Ned on ket muioc'h eget felc'h ur c'hi. & Ent krenn (hep eget nag eil kevrenn ar geñveriadenn) Ha posupl e vefe kaout muioc'h ? Un druez eo n'en deus ket graet muioc'h.

Exemples historiques : 
57
Masquer la liste des exemples

mui a boan a zo kalz, muioc'h a boan a zo, ouzh en em veñjiñ, eget o pardoniñ

1732
Référence : GReg pg (il y a bien) davantage (de peine à se venger, qu'à oublier l'injure reçuë)

stabilañ muioc'h-mui

1732
Référence : GReg pg affermir

muioc'h

1732
Référence : GReg pg davantage (plus)

muioc'h kalz

1732
Référence : GReg pg beaucoup (plus)

muioc'h-mui

1850
Référence : GON.II pg mui (de plus en plus), muioc'h

muioc'h

1850
Référence : GON.II.HV pg mui, muioc'h

Muioc'h hen doujer eget n'hen c'harer.

1850
Référence : GON.II pg douja (On le craint plus qu'on ne l'aime).

muioc'h

1850
Référence : GON.II pg mui, muioc'h

E keñver an dra-mañ, / Ve kalz da lavaret d'ar pennoù-tiegezh : / Sellet pizh ha teurel evezh / A dalv kement ha labourat ; / Ha muioc'h a-wechoù, evit lavaret mat.

1867
Référence : MGK p44

Mar bezit tri ez aio muioc’h a draoù ganeoc’h evit hor paourkeazh Aotrou’n eskop, ha, mar teu bec’h warnoc’h war an hent, e viot unan muioc’h d’hen difenn.

1877
Référence : EKG.I. p.22

Peseurt gwir o doa ar republikaned adarre da ober al laeroñsioù-se ? N’o doa ket muioc’h eget n’o doa da laerezh an ilizoù.

1877
Référence : EKG.I. p.3

E neblec’h ne voe biskoazh en em gannet gant muioc’h a youl.

1877
Référence : EKG.I. p.283

Klevet a reer, hiriv en amzer, ginaoueien o krial : Frankiz, frankiz ! Liberte, liberte ! Peur ivez ’ta ez eus bet muioc’h a liberte eget na yoa en amzerioù-se ?

1877
Référence : EKG.I. p.261

— Bezit neuze prest-holl a-benn warc’hoazh da noz, seizh eur hanter. Daou-c’hant den a rankan da gaout : gwelloc’h eo bezañ muioc’h, gant aon… — Tri-c’hant, mar kirit, kabiten !

1877
Référence : EKG.I. p.160

Daou garr am beus, a-drugarez Doue, ha n'eo ket ar fallañ a roin deoc’h, rak muioc’h a dud hoc’h eus da vevañ egedon-me.

1878
Référence : EKG.II p.230

Mard oa bet a-raok c’hoarzh e-touez ar soudarded, bremañ ez eus muioc’h c’hoazh. — Ha n’oa ket farsus ivez gwelet ur soudard kaotet e varv dezhañ a yod gant ur vaouez ?

1878
Référence : EKG.II p.71

Ur blavezh muioc’h pe nebeutoc’h war an douar, petra a ra se ?

1878
Référence : EKG.II p.260

Neuze, lezit ac’hanon da ober va bolontez, kredit mat e rin gwellañ ma c’hellin, hep lavaret e tal[v] muioc’h an eil ac’hanoc’h evit egile, rak holl oc’h tud a galon.

1878
Référence : EKG.II p.111

Nann, eme ar c’habiten, ker mezhek hag ar re all, ha muioc’h, marteze, rak touet en doa da Ganclaux digas dezhañ, a-raok an noz, forzh traoù brav, forzh arc’hant, ha ne gave netra.

1878
Référence : EKG.II p.279

Ar c’homzoù-se a bike paotred Lopreden en o c’halon, rak n’eus ket muioc’h a dud fall e Plouenan eget el lec’h all, ha nebeutoc’h marteze e Lopreden eget e pep lec’h.

1878
Référence : EKG.II p.306-307

Mes, gant teil ma c'hrevier ha ma forzh, skarzhadur an douvezioù, hag hemañ, ar c'haoc'h-houarn-mañ e ran c'hoari gaeroc'h ha teir gwech muioc'h digoust ha dilabour.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

D’an iliz, e kuzh, ‘c’ha e berr, / Laerezh ‘ra kef ‘n [a]otro[ù] sant Pêr, / Ha, da serr-noz, ti an Ostiz, Yann da evañ ‘vel ur bouc’hiz ! / Ar jist[r] neve[z] ‘zo mat ha dous : / o lonkañ na skuizh hon marmouz / ‘Barzh ar barrouz, ar pinvikañ, / Muioc’h me[z]v na c’helfe be[z]añ. /

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

muioc'h

1909
Référence : BROU p. 401 (plus)

- loened linennekaet muioc’h pe nebeutoc’h : naered, naered kornek, naered penn-maout, erevent, elerc’h, garaned, tirvi, kirvi, kezeg, moc’h-gouez.

1923
Référence : SKET p.64

Ha m’en deus Bilzig evet ur werennad gwin Bourdel (ha digej mat a ran va girioù), m’en deus Bilzig evet ur bannac’h gwin, ar gwin-se en deus graet vad d’e galon, da galon ur paourkaezh kristen, muioc’h a vad eget an hini ho peus skuilhet ha lakaet da redek ha da goll er mor.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1028 (Gouere-Eost 1924)

Kreñv eo ar garantez, a lavarer, ken kreñv hag ar marv ! Ha pegen muioc’h hon holl zechoù all !...

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.843 (Miz C'hwevrer 1924)

Gant an oad e oa deut da vezañ un tammig doñvet, muioc’h douget da glask kompagnunezh ar baotred hag ar merc’hed yaouank.

1925
Référence : BILZ2 p.178

Setu ma eo ret dezhañ [d'ar barner], e-kreiz ar goañv, fall an amzer anezhi, mont da Lokireg. Ho ! ho ! Hag evit ober petra ?… Abalamour da betra ?… Abalamour da verc’h ur c’hozh brigadier daonet, pehini a roe dezhañ e-unan muioc’h a labour eget an holl dud all eus e varn.

1925
Référence : BILZ2 p.163

An holl dud dirak he lentegezh a zo graet gant un hevelep danvez, ha kalon ur roue dirak he galloud ne dalv ket muioc’h eget hini ur paourkaezh.

1925
Référence : BILZ2 p.179

Ya, muioc'h a fouge a yoa ennon en dervezh-se eget m'o defe graet din ar c'homzoù-mañ : "Un eontr koz eus an Amerika ez gwra pinvidik a vil skoed leve".

1929
Référence : SVBV p.13

kaout an hanter muioc'h a oad eget

1931
Référence : VALL pg (être la moitié plus) agé (que)

muioc'h a voged eget a dan

1931
Référence : VALL pg (plus d')apparence (que de réalité)

kement-se muioc'h !

1931
Référence : VALL pg autant (de gagné !)

Paotred an 10vet kompagnunezh labourerien o devoa bet, ur wech muioc'h, an urzh da vont war o c'hiz.

1941
Référence : ARVR niv.6, p4

Job. — « Ur bern aour melen. » Lom. — « Muioc’h eget ne welo morse mab-den. »

1944
Référence : ATST p.46

Ur Breizhad gwirion a zele karout Breizh muioc'h eit [evit] bro erbet arall.

1944
Référence : DIHU Niv. 391, golo 1

« Penaos, Lom ? Abalamour ma ’m eus labouret un hanter muioc’h egedoc’h. »

1944
Référence : ATST p.121

« Ne c'houllan ket a-grenn, a respontas ma zad, petra 'm eus graet evit gounit anezhi [ar vedalenn] muioc'h eget unan bennak all ? »

1944
Référence : EURW.1 p12

Ar gurun o strakal a-us d’hor penn n’he dije ket hor skoet muioc’h. Pa welas ar c’horonal kozh en doa spontet ac’hanomp, evel ma oa o klask ober hervez e gustum, e kendalc’has : - « Ya, c’hwi ‘zo sacherien-ho-revr. C’hwi a lak’ skrivañ din-me gant kannaded, c’hwi ‘fell deoc’h mont da ober fest e-lec’h heuliañ reolenn ar soudarded vat. A, list-hoc’h [sic], m’ho tisallo, kanfarded, m’ho kavo… »

1944
Référence : EURW.1 p.200

Chann he doa gwelet dek gwech muioc’h a draoù eget Mari, Mari kant gwech muioc’h eget Madalen, ha Madalen ’ta !… ha, sur, hini ebet anezho n’he doa klevet ur c’hard eus an tri-c’hant mil dra he doa klevet Katell.

1944
Référence : ATST p.81

Muioc'h e tennent d'an tresoù kozh emeur kustum da bentañ Bretoned ganto ; o brezhoneg avat, ne gaven ket anezhañ ken eeun, ken plaen, ken heson, ha hini kanton Kallag, a zo, gouez din, unan eus ar re yac'hañ a gomzer e Breizh-Izel.

1944
Référence : EURW.1 p75

N'eus ket ul lec'h all dereatoc'h da soñjal ha da sevel an ene, unan muioc'h peoc'hus d'ar galon.

1944
Référence : EURW.1 p17

Leanez e vije bet, ne vije ket bet muioc'h devot, plediñ a reas gant an Iliz, ober a reas katekizoù d'ar vugaligoù : katekiz brezhonek n'eo ket ret lavarout.

1944
Référence : EURW.1 p13

Magañ a ra en e greiz dudi ha strafuilh. Muioc'h a strafuilh eget a zudi.

1949
Référence : SIZH p.39

Eva, avat, a oa Maouez, da lavarout eo bresk hag hedro dre natur, muioc’h douget d’ar bremañ marvel eget d’an dazont a Sklerijenn beurbad, ha kurius-dreist-kred [sic].

1949
Référence : SIZH p.40

Poan en deus : hogen muioc'h c'hoazh a joa gouez en e gig. Didalvez eo outañ pinijenn ar skourjez.

1949
Référence : SIZH p.51

Sebezet e vanfe moarvat o lenn kement-mañ, rak n’eo ket ganti ez on bet dimezet, gwech ebet n’am eus graet dezhi al lez, ha goude se n’eo bet evidon na muioc’h na nebeutoc’h eget holl verc’hed all ar bed-mañ.

1954
Référence : VAZA p.67

Petra bennak ma veve muioc'h eget n'eus forzh piv e doujañs Doue - bet 'oa zoken maeronez unan eus kleier Priel - ne oa ket evit he zeod ha gallet ho pije kanañ dezhi gant gwir abeg : Deiz mat, Katell bebrennig, / Lemmoc'h he beg eget ur spilhennig !

1954
Référence : VAZA p.18

Ha mar plege an heol benniget da vezañ a-du gant ar wreg hag an ozhac’h yaouank, neuze ‘vat e teuen da grediñ en devoa an Aotrou Doue kaset gwareg-ar-glav e-maez e zoull e pell-pellañ an neñvoù, ha graet dezhi diskenn betek amañ da gaeraat muioc’h c’hoazh hon hentigoù ken mistr, o kammigellañ etre daou c’hleuz alaouret bennozh d’al lann ha d’ar balan, pe e lec’h all etre girzhier gant skav pe spern gwenn en o bleuñ.

1954
Référence : VAZA p.33

Biskoazh em buhez n'on bet paotr an danvez-se ha seul vuioc'h ma strive ur c'helenner d'ober din intent un dra evel houmañ : 5x + 3 + 2x - 1 disheñvel diouzh 3x-2+12, petra 'fell deoc'h, seul nebeutoc'h e komprenen.

1954
Référence : VAZA p.37 (notenn 2).

Kure, yaouank out ha divouedenn da benn, Met, pa vi 'n oad din, ' vo dindan da vlev gwenn, War-lerc'h ar bloavezhioù hir az-po renet, Muioc'hik 'get bremañ a skiant-prenet.

1960
Référence : PETO p18

Ur wech aet e-biou d'ar C'hap Palmas en em gaver war 'Aod an Olifant' ; hag adalek eno e kroger da verdeiñ penn er Reter ha zoken, e pennadoù a zo e troer un tamm etrezek ar Biz ; hag en doare-se, e-pad meur a zevezh ne vo ket tostaet muioc'h ouzh gouriz ar bed.

1985
Référence : DGBD p18

Ar sifr a oa uhel met ar sinadur a spire evit muioc'h eget se - gant ma ve diles.

2012
Référence : DJHMH p14

Frealziñ a ra ar stoumerien rak digreskiñ a ra feulster an enebourien, ha dre-se ez eus muioc'h a chañs da gaout plijadur o stourm...

2015
Référence : DISENT p51

5 pe 6 stourmer (na muioc'h, na nebeutoc'h) en em laka asambles e stumm ur voulenn, heñvel a-walc'h ouzh krogenn ur vaot.

2015
Référence : DISENT p94

Arabat kennebeut kontañ war ar fed e teuy atav ar polis da herzel ar stourmerien -dibenn skrijus- rak gallout a ra an dud e karg soñjal ez eus muioc’h a riskloù -evit an dud o-unan, pe war an dachenn bolitikel- ma tibabont mont dre heg.

2015
Référence : DISENT p77

Padout a ray e-pad meur a sizhunvezh pe meur a vizvezh, ha divizoù sklaer a sikouro ac'hanomp, sañset, da vont war-zu hor pal pennañ en ur bouezañ muioc'h-mui war hon enebourien.

2015
Référence : DISENT p71

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux