muioc'h
muioc'h-mui
kement-se muioc'h !
kaout an hanter muioc'h a oad eget
Ar gurun o strakal a-us d’hor penn n’he dije ket hor skoet muioc’h. Pa welas ar c’horonal kozh en doa spontet ac’hanomp, evel ma oa o klask ober hervez e gustum, e kendalc’has : - « Ya, c’hwi ‘zo sacherien-ho-revr. C’hwi a lak’ skrivañ din-me gant kannaded, c’hwi ‘fell deoc’h mont da ober fest e-lec’h heuliañ reolenn ar soudarded vat. A, list-hoc’h [sic], m’ho tisallo, kanfarded, m’ho kavo… »
Job. — « Ur bern aour melen. » Lom. — « Muioc’h eget ne welo morse mab-den. »
Chann he doa gwelet dek gwech muioc’h a draoù eget Mari, Mari kant gwech muioc’h eget Madalen, ha Madalen ’ta !… ha, sur, hini ebet anezho n’he doa klevet ur c’hard eus an tri-c’hant mil dra he doa klevet Katell.
« Penaos, Lom ? Abalamour ma ’m eus labouret un hanter muioc’h egedoc’h. »
Magañ a ra en e greiz dudi ha strafuilh. Muioc'h a strafuilh eget a zudi.
Eva, avat, a oa Maouez, da lavarout eo bresk hag hedro dre natur, muioc’h douget d’ar bremañ marvel eget d’an dazont a Sklerijenn beurbad, ha kurius-dreist-kred [sic].
Poan en deus : hogen muioc'h c'hoazh a joa gouez en e gig. Didalvez eo outañ pinijenn ar skourjez.
Petra bennak ma veve muioc'h eget n'eus forzh piv e doujañs Doue - bet 'oa zoken maeronez unan eus kleier Priel - ne oa ket evit he zeod ha gallet ho pije kanañ dezhi gant gwir abeg : Deiz mat, Katell bebrennig, / Lemmoc'h he beg eget ur spilhennig !
Gwell e oa ganin ’ta tevel, hep ober muioc’h van eget ret.
Met hopala !... pa weljomp war ar baperenn degaset dimp pegement hor boa da baeañ e savas liv ar spont en hor c’herc’henn : daou c’hant milreis, tudoù, na muioc’h na neubeutoc’h !..
Sebezet e vanfe moarvat o lenn kement-mañ, rak n’eo ket ganti ez on bet dimezet, gwech ebet n’am eus graet dezhi al lez, ha goude se n’eo bet evidon na muioc’h na nebeutoc’h eget holl verc’hed all ar bed-mañ.
Biskoazh em buhez n'on bet paotr an danvez-se ha seul vuioc'h ma strive ur c'helenner d'ober din intent un dra evel houmañ : 5x + 3 + 2x - 1 disheñvel diouzh 3x-2+12, petra 'fell deoc'h, seul nebeutoc'h e komprenen.
Ha mar plege an heol benniget da vezañ a-du gant ar wreg hag an ozhac’h yaouank, neuze 'vat e teuen da grediñ en devoa an Aotrou Doue kaset gwareg-ar-glav e-maez e zoull e pell-pellañ an neñvoù, ha graet dezhi diskenn betek amañ da gaeraat muioc’h c’hoazh hon hentigoù ken mistr, o kammigellañ etre daou c’hleuz alaouret bennozh d’al lann ha d’ar balan, pe e lec’h all etre girzhier gant skav pe spern gwenn en o bleuñ.
Pa voemp war vont e-maez ar C’hremlin e tichañsas din lenn war dalbenn an nor volzet ma tleemp tremen drezi an daou c’her-mañ : Borovitsky Dviér (Dor Borovitchi), gerioù, gerioù, va Doue, evel n’eus forzh pere, hag evit un den nevez-deut en ur vro iskis, gerioù iskis ivez, met na muioc’h na nebeutoc’h eget meur a hini am boa gwelet pe glevet dija.
Ur wech aet e-biou d'ar C'hap Palmas en em gaver war 'Aod an Olifant' ; hag adalek eno e kroger da verdeiñ penn er Reter ha zoken, e pennadoù a zo e troer un tamm etrezek ar Biz ; hag en doare-se, e-pad meur a zevezh ne vo ket tostaet muioc'h ouzh gouriz ar bed.
Ar sifr a oa uhel met ar sinadur a spire evit muioc'h eget se - gant ma ve diles.
5 pe 6 stourmer (na muioc'h, na nebeutoc'h) en em laka asambles e stumm ur voulenn, heñvel a-walc'h ouzh krogenn ur vaot.
Arabat kennebeut kontañ war ar fed e teuy atav ar polis da herzel ar stourmerien -dibenn skrijus- rak gallout a ra an dud e karg soñjal ez eus muioc’h a riskloù -evit an dud o-unan, pe war an dachenn bolitikel- ma tibabont mont dre heg.
Frealziñ a ra ar stoumerien rak digreskiñ a ra feulster an enebourien, ha dre-se ez eus muioc'h a chañs da gaout plijadur o stourm...
Padout a ray e-pad meur a sizhunvezh pe meur a vizvezh, ha divizoù sklaer a sikouro ac'hanomp, sañset, da vont war-zu hor pal pennañ en ur bouezañ muioc'h-mui war hon enebourien.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
muioc'h-mui