El lec'hioù all, ar skorn, kalz tevoc'h ha fetisoc'h a zispenn muioc'h-mui an draonienn.
Ar remm a groge enni muioc’h-mui.
Hag hemañ a c’harme muioc’h-mui, pa ne c’helle ket ober a-hend-all.
D’an diwezh, kerkent ha kaset da benn an darempredoù laouen-se e tistrojomp war-du an hanternoz en ur dremen dre borzhioù-mor Philadelphia ha Boston, kêrioù bras ha brudet, ned in ket da lavarout nann, met koun ebet n’am eus nag eus an eil nag eben, nemet an draig-mañ : kalz berzh ha rejomp gant hor sonerezh hag hor c’hoariva, ha pep gwech e rankis evel-just displegañ Elle est morte, ur bourd e oan krog da vezañ faezh gantañ, met plijout a rae muioc’h-mui d’an admiral, deut a-benn, moarvat, da c’houzout ar fentigell-se dre’n eñvor ha war hec’h hed.
Gouzout a reer e vez muioc'h-mui a glask war nerzh an tredan er broioù "araokaet", hag ivez er broioù "o vont war araokaat".
Met dre ma veze diboblet al lec'hioù aesañ da dizhout, o deus avat an droc'herien ranket mont muioc'h-mui etrezek an diabarzh, ha darn a zo en em gavet meur a lev eus an dour.
Ar pezh a dalv e vo pouezet muioc'h-mui warnomp hag emaomp-ni e taras bras da benndallañ gwashoc'h-gwashañ ha neuze omp sur da gaotañ ar stal.