Yann Prijant, maer Gwitevede, hag a yoa ganeomp-ni e Kergidu, o welet penaos o doa stourmet ouc’h ar republikaned paotred Landeboc’her, ha pegen aes e oa sevel tud ar vro a-enep soudarded Canclaux, a deuas en un taol en e benn mont da Lanzeon da gemenn da Baol Inizan dont dioc’htu gant tud e vro war-zu Berven, evit reiñ an taol diwezhañ d’ar republikaned.
Hag evurus, pegen evurus Bilzig !
Kounañ a ran, na pegen dudius d'ar galon, ha na pegen kaer d'ar spered ha d'an daoulagad, da zaoulagad un arvester pignet war uhelenn Kerargov, gwelout, un hanterkantved a zo, ur skouadrenn meurlistri livet e du ha bevennet gant daou pe dri gelc'h gwenn an tuioù diavaez anezho ; koeñvet o gouelioù damwenn dezho gant an avel-reizh pe rodellet dindan ar fourradoù avel-dro, hag o stekiñ ouzh ar c'herdin hag ouzh ar gwerniou en ur stlakañ gant stroñs ha gant tregern.
Peoc’h, sioulder, dizarempred, lusk ha marsoñj ur galon vreizhat, na pegen eürus en em gaven !...
Kement ha diskouez pegen aketus e veze darn eus va c'hoarierien, va roue Morian en devoa livet en du n'eo ket hepken e zremm, e zaouarn hag e zivrec'h, met ivez... e deod.
Fent ho po, emichañs, o klevout pegen marc’had-mat e kouste en holl d’an holl bevañs ha studi e Landreger.
Sellit ouzh ar chas hag ar c’hizhier, na pegen tomm eo o c’hrev ! daoust ha gwelet ho pefe ur c’hazh bennak en druilhoù ?
Skuizh oc'h. Divi. Chas a zeu da gunudañ er porzh e-pad an noz. Ne c'hellit ket repoz. Pegen faezhus !
N'eus ket da vezañ sebezet dreistkont gant seurt hevelebiezh pa ouier pegen stank e oa an darempredoù etre an daou du da vor Breizh, darempredoù sevenadur, kenwerzh ha politikerezh.
Gouzout a ran pegen techet eo ar C'hresianed da ziskelañ ha da sevel o mouezh ha soñjal a rae din penaos, goude diskouez o displijadur, e tistrojent d'ar gêr.
Na pegen bihan e seblante ar gambr dezhi, kement tra a oa bihan, ar gwele, ar gador, an daol, a oa bet ruz d'ur poent bennak, a-raok ma vefe bet livet e glas-oabl ganti.
Mots précédents
Mots suivants
pegen