1. Obererezh preizhañ.
Hemañ a zismantro kement zo dezhañ hag a roy e di d'ar beilh.
&
Trl.
Ober, lakaat ar beilh en ul lec'h bnk. : preizhañ ar pezh zo e-barzh.
Kêrioù holl ar gristenien a vo lakaet ar beilh hag an tan enno. Laeron zo oc'h ober ar beilh en ti-post. Lakaat e dud d'ober ar beilh e kêr.
&
Trl. skeud.
Paotred ar beilh : tud en em gann, a blant reuz. Tonkedegiz yaouank a oa kontet paotred ar beilh : bep sul da noz e veze kann.
DHS. arigrap.
HS. skrap.
2. Dre skeud. (db. ar marc'hadourezhioù)
Bezañ ar beilh war udb. : bezañ firbouch en-dro d'an dra-se, bezañ prez bras davit an dra-se.
Hiziv e oa ar beilh war ar pesked. E Lannuon e oa ar beilh war an traoù.
DHS. diskrap, mall.