I.
G. goul. (en ul lav. goul. dizalc'h pe en un islav. goul.)
A.
1. (e deroù un islav. goul.)
Raganv goul. a dalvez da aroueziñ ub., udb. zo bet pe a vo anv anezhañ.
• (rener)
Pehini a c'hallo ober an dra-se ?
• (renadenn dra eeun)
Pehini a gemerot ?
• (goude un ar. ; renadenn doareañ)
Da behini e roin al levrioù-se ? Gant pehini ez eot di ?
• (doareenn)
Pehini eo ar gwellañ ? Pehini eo ?
• (renadenn anv)
Golo pehini zo drailhet ?
• (dirak an ar. a, eus)
Pehini a, eus ar wazed-mañ, eus ar maouezed-mañ, pehini anezho a sammo ar vugale ?
• ( dirak an ar. da heuliet gant un av.)
Pehini da zibab, da gemer ?
• (e deroù un islav. goul.)
N'ouzon ket pehini a blijo ar muiañ dezho.
2. Tr. rag. goul.
PEHINI BENNAK : pe zen, pe dra a-douez ur rummad tud, traoù.
Pehini bennak anezho a glasko ho skoazellañ ?
B. Ag. goul. (dirak un anv unan)
Pe.
Pehini prezeger a vo klevet hiziv ? Lavaret e vo d'ar soudarded e pehini dour e c'hallint gwalc'hiñ o heuzoù.
II.
Tr. rag. am.
NE VERN PEHINI, N'EUS FORZH PEHINI : ne vern pe zen, pe dra a-douez ur rummad tud, traoù.
Kemer ne vern pehini.
HS. pere.
Référence :
GON.II
p.71, "Qui de vous deux (en parlant à deux hommes) ?"
Pehini anezho eo ?
Péhini anézhô eo ?
1850
Référence :
GON.II
p.72
Pehini eo ar wellañ ?
Péhini eo ar wella ?
1850
Référence :
GON.II
p.72
Pehini eus o ziez a zo diskaret ?
Péhini eûz hô ziez a zô diskaret ?
1850
Référence :
GON.II
p.72
Pehini eo ar vihanañ eus ho preudeur ?
Péhini eo ar vihana eûz hô preûdeûr ?
1850
Référence :
GON.II
p.72
Pehini ac'hanomp hon-tri eo ar vrasañ ?
Péhini ac'hanomp hon trî eo ar vrasa ?
1850
Référence :
GON.II
p.72
Pehini eus an div istor-se eo an hini wir ? N'ouzon ket : Kastelliz a gont anezho o-div.
Pehini euz an diou histor-ze eo an hini vir ? Ne ouzounn ket : Kastelliz a gount anezho ho diou.
1877
Référence :
EKG.I.
p.15
Skuizhañ a rejont evelato a-benn ur pennad, hag ho mestr a bakas krog start er sakrist en u[l] lavaret dezhañ : — Pini eus ar re-mañ eo prenestr kambr Loull ar Bouc’h ?
Skuiza a rejont evelato a benn eur pennad, hag ho mestr a bakas-krok stard er zakrist en eur lavaret d’ezhan : — Pini euz ar re-man eo prenestr kampr Loull ar Bouc’h ?
1877
Référence :
EKG.I.
p.120
Ma ranke kouer turiat an douar, an Noblañsoù o doa ivez ar blijadur da vont d’ar brezel ha da lakaat terriñ o fenn. Pehini oa ar gwellañ ?
Ma ranke kouer turiat an douar, an Noblansou o doa ive ar blijadur da vont d’ar brezel ha da lakaat terri ho fenn. Pehini oa ar guella ?
1877
Référence :
EKG.I.
p.260
Ne ouzoun ket difazi a-walc’h pehini anezho e oa.
Ne ouzoun ket difazi avoualac’h pehini anezho oa.
1878
Référence :
EKG.II
p.186
N’eo ket un alc’houez hepken em boa kavet, pevar a yoa. Pehini e oa an hini mat ?
Ne ket eun alc’houez epken em boa kavet, pevar a ioa. Pehini oa an hini mad.
1878
Référence :
EKG.II
p.121
Pehini ac'hanoc'h, ma lennerien, en ur lakaat an tan war un alumetezenn, d'an noz, er devalijenn, na'n neus ket gwelet, o sevel diwar e voest chimikez, evel ur vogedenn lugernus ?... Se a c'hoarvez peurvuiañ pa ve[z] gleb an amzer ha mouest an alumetez.
Pehini ac'hanoc'h, ma lennerien, en eur lakaat an tan war eun alumetezenn, d'an noz, er devalijen, n' an euz ket gwelet, o sevel diwar e voest chimikez, evel eur vogedenn lugernuz ?... Ze a c'hoarvez peurvuian pa ve gleb an amzer ha mouest an alumetez.
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1
pehini
pini
1909
Référence :
BROU
p. 407 (lequel)
— Pini a gontin-me deoc’h ?… Paotr e vazh-houarn ; Tignanennig ; Roul-boul ; Yann hep aon ; Ar silienn gozh ; Ar marc’h bihan, Oui c’hac’han demeziñ a rankan ?…
— Pini a gontin-me d’ec’h ?… Pôtr e vaz-houarn ; Tignanennig ; Roul-boul ; Yann hep aon ; Ar zilienn goz ; Ar marc’h bihan, Oui c’hac’han demei a rankan (4) ?…
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 41, p.944 (Mae 1924)
Pehini eus an tri zi-se eo a garan ar muiañ anezho ? An trede, va zi bihan Kerarmerien, hep ket a var !
Pehini eus an tri zi-ze eo a garan ar muia anezo ? An trede, va zi bihan Kêrarmerien, hep ket a var !
1929
Référence :
SVBV
p.18
Diouzh gwelout he neuz avat ne c'helle ket bezañ bet mesket gant gwad Europiz, ken garv ma oa he neuz hag hini n'eus forzh pehini eus he c'henseurtezed !