Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. goul. (en ul lav. goul. dizalc'h pe en un islav. goul.) A. 1. (e deroù un islav. goul.) Raganv goul. a dalvez da aroueziñ ub., udb. zo bet pe a vo anv anezhañ. • (rener) Pehini a c'hallo ober an dra-se ? • (renadenn dra eeun) Pehini a gemerot ? • (goude un ar. ; renadenn doareañ) Da behini e roin al levrioù-se ? Gant pehini ez eot di ? • (doareenn) Pehini eo ar gwellañ ? Pehini eo ? • (renadenn anv) Golo pehini zo drailhet ? • (dirak an ar. a, eus) Pehini a, eus ar wazed-mañ, eus ar maouezed-mañ, pehini anezho a sammo ar vugale ? • ( dirak an ar. da heuliet gant un av.) Pehini da zibab, da gemer ? • (e deroù un islav. goul.) N'ouzon ket pehini a blijo ar muiañ dezho. 2. Tr. rag. goul. PEHINI BENNAK : pe zen, pe dra a-douez ur rummad tud, traoù. Pehini bennak anezho a glasko ho skoazellañ ? B. Ag. goul. (dirak un anv unan) Pe. Pehini prezeger a vo klevet hiziv ? Lavaret e vo d'ar soudarded e pehini dour e c'hallint gwalc'hiñ o heuzoù. II. Tr. rag. am. NE VERN PEHINI, N'EUS FORZH PEHINI : ne vern pe zen, pe dra a-douez ur rummad tud, traoù. Kemer ne vern pehini. HS. pere.

Skouerioù istorel : 
26
Kuzhat roll ar skouerioù

Peheni eo an c'hentañ hag an prinsipalañ a'n holl orezonoù ? An Pater noster.

1622
Daveenn : Do. p18

pehini

1659
Daveenn : LDJM.1 pg lequel, qui (lequel)

M. Pehini ez eo ar c'hentañ hag ar priñsipalañ eus an holl orezonoù ? D. Ar Pater noster.

1677
Daveenn : Do. p19

pe hini eveus an daou ? pehini an naou ?

1732
Daveenn : GReg pg (lequel des) deux

pehini ho pezo-hu ?

1850
Daveenn : GON.II pg péhini, pé (-hini)

pehini anezho ho diou ?

1850
Daveenn : GON.II pg péhini, pé (-hini)

A behini eus ar pesked ho pezo-hu ? eus ar silienn.

1850
Daveenn : GON.II p.89, livre second, (Duquel des poissons aurez-vous ? De l'anguille).

daoust pehini a gemerot

1850
Daveenn : GON.II pg daoust

pehini eo an dean ac'hanoc'h ?

1850
Daveenn : GON.II pg déan

pehini

1850
Daveenn : GON.II pg péhini, pé (-hini), péré

pehini

1850
Daveenn : GON.II p.27, livre premier, "lequel, laquelle".

Pehini ac'hanoc'h ho-taou ?

1850
Daveenn : GON.II p.71, "Qui de vous deux (en parlant à deux hommes) ?"

Pehini anezho eo ?

1850
Daveenn : GON.II p.72

Pehini eo ar wellañ ?

1850
Daveenn : GON.II p.72

Pehini eus o ziez a zo diskaret ?

1850
Daveenn : GON.II p.72

Pehini eo ar vihanañ eus ho preudeur ?

1850
Daveenn : GON.II p.72

Pehini ac'hanomp hon-tri eo ar vrasañ ?

1850
Daveenn : GON.II p.72

Pehini eus an div istor-se eo an hini wir ? N'ouzon ket : Kastelliz a gont anezho o-div.

1877
Daveenn : EKG.I. p.15

Skuizhañ a rejont evelato a-benn ur pennad, hag ho mestr a bakas krog start er sakrist en u[l] lavaret dezhañ : — Pini eus ar re-mañ eo prenestr kambr Loull ar Bouc’h ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.120

Ma ranke kouer turiat an douar, an Noblañsoù o doa ivez ar blijadur da vont d’ar brezel ha da lakaat terriñ o fenn. Pehini oa ar gwellañ ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.260

N’eo ket un alc’houez hepken em boa kavet, pevar a yoa. Pehini e oa an hini mat ?

1878
Daveenn : EKG.II p.121

Pehini ac'hanoc'h, ma lennerien, en ur lakaat an tan war un alumetezenn, d'an noz, er devalijenn, na'n neus ket gwelet, o sevel diwar e voest chimikez, evel ur vogedenn lugernus ?... Se a c'hoarvez peurvuiañ pa ve[z] gleb an amzer ha mouest an alumetez.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

pehini

1909
Daveenn : BROU p. 407 (lequel)

Pini a gontin-me deoc’h ?… Paotr e vazh-houarn ; Tignanennig ; Roul-boul ; Yann hep aon ; Ar silienn gozh ; Ar marc’h bihan, Oui c’hac’han demeziñ a rankan ?…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.944 (Mae 1924)

Pehini eus an tri zi-se eo a garan ar muiañ anezho ? An trede, va zi bihan Kerarmerien, hep ket a var !

1929
Daveenn : SVBV p.18

Diouzh gwelout he neuz avat ne c'helle ket bezañ bet mesket gant gwad Europiz, ken garv ma oa he neuz hag hini n'eus forzh pehini eus he c'henseurtezed !

1985
Daveenn : DGBD p73

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial