Neuze Sanktez Katell pehini a yoa en oad a seitek vloaz pan oa en he falez, karget a bep pinvidigezh hag a servijerien[,] merc'h unik d'he zad ha d'he mamm : pan glevas an brud hag an c'hri a edoa gant bep seurt anevaled pere a brezanted evit o sakrifiañ, hag an joa a rae an re a gane inkontinant ez kasas ur mesajer evit enklask, petra oa an dra-se.
Katell zo lavaret ha deuet digant 'Coste' [gresianeg κατά moarvat] pehini a dalv kement da lavaret evel holl ha digant 'ruine' [latin 'ruina' moarvat], peheny a dalv kement da lavaret evel trebuchañ pe gouezhañ, ha rak-se Katell a dalv kement da lavaret un trebuchañ universel; rak edifis en aerouant zo dreizi hag enni an holl trebuchet[.]
M. Goude bezañ gwelet ganeomp ar mad pehini zo ret deomp da ober, petra a rest deomp-ni bremañ da c'houzout ? D. An droug pehini zo ret deomp tec'het dioutañ. M. Peseurt droug a zleomp-ni tec'het dioutañ ? D. Pec'hed. M. Petra eo pec'hed ? D. Kement a lavarer, kement a zezirer, pe kement a reer a-enep al lezenn pe volontez Doue.
an hini pehini a gar Doue
M. Pe evit tra er [sin ar groaz] gret-hu er feson-se ? D. Da gentañ, evit digas ar memoar eus an daou Vister priñsipal eus hor Feiz ; unan, eus an Drinded binniget, en ur bronoñs ar c'homzoù-mañ : En Hanv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered santel ; an eil, eus ar marv ha Pasion hon Salver, pehini[,] ouzh en em vezañ graet den, en deus anduret ar marv evidomp-holl en ur Groaz.
M. Leveret-eñ [ar c'hredo] e brezhoneg. Me gred e Doue an Tad Hollgalloudek, krouer an neñv hag an douar. Hag e Jezus-Krist e vab unik, hon Aotrou. Pehini zo bet koñsevet eus ar Spered santel, ha ganet gant ar Werc'hez. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, zo bet krusifiet, marv, ha sebeliet. Zo bet diskennet d'an ifern, ha resusitet an trede deiz a-douez ar re varv. Zo pignet en neñv, hag azezet en tu dehoù da Zoue an Tad Hollc'halloudek. Ahane e teuy da varn ar bev hag ar marv.
Bezañ ez eus a-hend-all war-zu ar sav-heol, ur vammvro all, hini hon enebourien: Bro-C'hall, pehini, goude laerezh Dugelezh dishual hon tadoù dre un dimeziñ rediet, heuliet gant ur c'hontrad, rediet ivez hag ouzhpenn-se torret da c'houde, a dalc'h ac'hanomp abaoe 1491, 1532, ha 1793 en ur sklaverezh dismegañsus gwashoc'h-gwazh.
Ez amgefridiel ez oc'h piaou d'ur genkiz e Santorini, pehini a zo ez furmel d'ho mamm.
Mots précédents
Mots suivants
pehini