Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

[1954, 1985, 2015] Hollad an ardivinkoù elektronek a ro tu da dreuzkas ar sonioù hag al lavar pell pe belloc'h en egor. [1954] Peget e veze ganto bemnoz war an tiez ha war beulioù ar pellgomz pikoloù skritelloù, diframmet bep tro gant ar polis da c’houloù-deiz ha ma lenned warno : « Ouzh ar groug, ar c’hrouger ! » [...].

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

Peget e veze ganto bemnoz war an tiez ha war beulioù ar pellgomz pikoloù skritelloù, diframmet bep tro gant ar polis da c’houloù-deiz ha ma lenned warno : « Ouzh ar groug, ar c’hrouger ! » pe « Kae kuit gant ar vezh, bourev milliget, anez-se e vi lazhet ! »

1954
Référence : VAZA p.183

Dre eno ivez e tremen orjalenn an telegraf, hag e kaver ur post pellgomz, da nebeutañ pa ne vez ket torret an orjalenn gant ur wezenn bennak o kouezhañ warni.

1985
Référence : DGBD p.73

Ma mab a vez en e goazez an devezh-pad dirak e urzhiataer o klask labour evel unan diskiant war ar rouedad. Sellout a ran outañ ha lavarout ennon-me, petra 'ray pa vo troc'het deomp ar pellgomz peogwir n'omp ket evit paeañ?

2015
Référence : EHPEA p.15

Paotr pe plac'h ar pellgomz a rank gervel en-dro an dud aet d'ar gêr neuze, ha pediñ anezhe d'en em vodañ dirak an ti-polis evit goulenn groñs ma vo dishualet o c'hamaladed...

2015
Référence : DISENT p.162

Klozet e vez ar gemenadenn d'ar mediaoù gant div niverenn bellgomz-hezoug [...].

2015
Référence : DISENT p.129

Ez an da reiñ deoc'h anv ha niverenn bellgomz an alvokad a blede gant aferioù kevredad Andreas.

2018
Référence : PZORN p.343

L'Office public de la langue bretonne