11. Pan welas Kaezar na c'halle ket e nep manier rezistañ d'an c'houvizegezh anezhi ez c'hourc'hemenas sekretamant dre lizheroù ez teuzie an holl c'hramerianed hag an holl oratored inkontinant d'an gêr a Aleksandri hag en oz devi[z]e prezantoù bras, nemet ez c'hallsent faezhañ un werc'hez emparlet, dre o rezonoù hag o c'homzoù[.]
M. Pe evit tra en [sin ar groaz] grit-hu er feson-se ? D. Kentañ evit digas em memoar an daou vister priñsipal eus hor feiz; unan eus an Drinded vinniget, o tont da bronoñs ar c'homzoù-mañ : en anv an Tad, ha'r Mab, ha'r Spered santel; an eil eo eus ar marv ha'r Pasion hor Salver binniget, pehini ouzh en em vezañ graet den en deus anduret marv evidomp en ur groaz.
M. Pe evit tra er [sin ar groaz] gret-hu er feson-se ? D. Da gentañ, evit digas ar memoar eus an daou Vister priñsipal eus hor Feiz ; unan, eus an Drinded binniget, en ur bronoñs ar c'homzoù-mañ : En Hanv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered santel ; an eil, eus ar marv ha Pasion hon Salver, pehini[,] ouzh en em vezañ graet den, en deus anduret ar marv evidomp-holl en ur Groaz.
komz
gwall gomz
Marc’hadourien estren ne weled ket c’hoazh oc’h ergerzhout a-vagadoù hentoù ha gwenodennoù, oc’h en em silañ betek er c’hêriadennoù pellañ, o weladenniñ ar mereurioù distroañ, en ur hadañ e pep lec’h, a-unan gant aour, sklavezed ha traezoù micher diwar zorn estren, an dizurzh hag an dizunvan, o vreinañ kalon ar yaouankizoù dre o c’homzoù hag o skouerioù, o hoalañ ar renerien hag an henaourien d’ar gwallc’hoantegezhioù, d’ar grezni ha d’an uhelegezh, oc’h atizañ mereurioù an holl da c’hoantaat ez direizh kemm ha nevezinti.
komz izel
komz distag
E berr gomzoù, dindan renadurezh speredek Breudeur Urzh Maria, kolaj Sant-Charlez a oa, hep brabañsal, ul lec'h brav da vevañ ennañ, ur skol reizhet a veze lezet da ziwanañ enni plegoù mat pep hini, hep re waskañ war an diskard da ober dre heg ar pezh na venne ket : da skouer, kofes ha komuniañ ne oa ret nemet ur wech ar miz ; ez aje aliesoc'h neb a gare ; e kolaj Gwengamp e oa ret kofes bep Sadorn d'abardaez, ar pezh na oa d'an darn vuiañ, dreist-holl da Dregeriz bet a-viskoazh goapaus a-walc'h, nemet un digarez da vont e-maez ar studi, evit kemer aer un tammig.
Eo, ar c’hegined, pa vezont distagellet mat, a zeu a-benn da zrailhañ meur a gomz, ha klevet em eus unan anezho en un ostaleri a Vro-Leon o lavarout da gement den a zeue en ti : « mezvier brein ! mezvier brein ! »
Job : — « Me a livo komzoù flour d’ar voereb. »
Lom a chomas ur pennadig a-sav war ribl ar stêr, hep fiñval, hep lavarout ur gomz, ha troet e zaoulagad war-du Kiouidig.
E gefridi a oa prezeg Komz ar Wirionez d'ar bobl fidel, en argoll er Bed Bras, Ha petra a ouie, eñ, diwar-benn ar Bed Bras ?... Milligañ pec'hedoù ar C'hig ?...
- Breur Arturo !... - Pouezañ a rae an Tad-Mestr war e gomzoù - N'eo ket ar « Capitulo de Culpa » ur fentigell, ul lid da ziduellañ faltazi ar varzhed yaouank.
Ar c'homzoù-se a zo enno ur ster kuzh...
- N'eo ket hon afer. Afer tud ar Bed eo en em zibab er seurt luziadelloù, hervez komz Doue : It, ha ganit bugale !
Ur c'hreñvlec'h ?... Edo an Enebour e-barzh, koulskoude. Mousc'hoarzhin a rankas ar breur Arturo o soñjal e komzoù kuzulik e genskoliad.
Unan, anavezet moarvat evel ar rener, a grog gant un aridenn, hag ar re all a ziskan ; peurvuiañ e savont komzoù dre ma kerzhont : en taol-mañ o deus moarvat kalz traoù da gontañ diwar-benn an tri "moutangani" nevez degouezhet hag ar moutangani all nevez distro.
An Ao. Utterson oa noter diouzh e vicher. Garv e oa e neuz, morse sklerijennet gant an disterañ mousc'hoarzh ; yen an den, skort ha dizampart e gomzoù ; mirelour e oa, hir, sec'h poultrennek, hurennek, met plijus koulskoude en e zoare.
an arz gotek klasel enta, e berr gomzoù hini Chartres, Reims, Amiens
E berr gomzoù e c'hall bezañ arvarus ma vez boulc'het gant un enklask justis goude-se.
Ha dav e vefe laoskel e c'hwervoni da zispakañ, treiñ e fulor e kasoni, klask ober mezh d'an dud gant komzoù drouk ?
Poellekoc'h a-se e rankomp bezañ dre ma tiskuliomp sistem diboell hon enebourien, pa ziskouezomp peseurt doareoù fall a zo skoachet dindan o gizioù kempenn hag o c'homzoù flour.
Evel-se e vo ret d'hoc'h enebourien lakaat kred er pezh a lâront deoc'h ha neket distagañ komzoù toull na klask gounit amzer.
Krial a reas adarre met gant ar gorventenn e voe lonket he c'homzoù.
Mots précédents
Mots suivants
komz