Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.b. 1. Galloudegezh an den da ezteuler e soñjoù dre ar vouezh. Reiñ ar c'hleved d'ar re vouzar hag ar gomz d'ar re vut. Bezañ dalc'het en e gomz. Koll ar gomz. DHS. lavar, prezeg, yezh. 2. Obererezh komz. Reiñ ar gomz da ub. Delc'her ar gomz. & Mont war gomz ub. : emellout a-greiz-holl, en un doare dichek, e lavaroù ub. Aet eo war ho komz. & Tr. adv. DRE GOMZ : a-c'henoù. Un arnodenn dre gomz. Ezteuler udb. dre gomz. 3. Galloudegezh da gomz fraezh. Hemañ n'eo gour e-keñver e vreur war tachenn ar gomz. Donezon ar gomz. 4. Dre ast. (gant un dalvoudegezh relijiel dh.) Kelennadurezh. Komz Doue. II. B. (en e furm lies prl.) 1. Ger, heuliad gerioù distaget gant ar vouezh. Blaz ar c'hwerv zo gant ar gomz-mañ. «Un dra bennak zo d'ober», ar gomz-se a voudinelle en he divskouarn. Homañ a oa ur gomz e oant gouest da intent. E gomzoù a zeue eus e galon. Komzoù diwezhañ un den. Komzoù goullo, didalvez. Komzoù garv, dichek, trenk. [1924] E gomz n’oa ket gantañ peurechuet, ma oa dorn Bilzig war e jod ; ur grabanad en deus tapet [...]. [1949] Komzoù kuzulik e genskoliad. & Komzoù dibrenn, lous : a ya a-enep ar sevended. & [2015] Komzoù flour, brav, troet-brav : promesaoù goullo. & Gwall gomzoù : gerioù rust, flemmus. & Komzoù gwrac'h : droukprezegerezh. & Lavaret e gomz : emellout en ur gaozeadenn. & Trl. E berr gomzoù : gant un nebeud gerioù. & (gant ar gm. a.) Respont a reas dezhañ gant ur c'homzoù fier. 2. Ent strizh Gerioù eskemmet gant ub. all. C'hoant am eus da lavaret ur gomz dit. & Rannañ komzoù : komz. Tud o rannañ komzoù etrezo. HS. kaoz, lavar. 3. (db. ar c'hanaouennoù) Poz. Gant piv eo bet savet komzoù ar ganaouenn-se ? Ar c'homzoù hag an ton. [1877] Kerkent ha ma voe klevet ar c’homzoù kentañ eus ar son-se, kabiten ar soudarded [...] a grias a-bouez e benn : Daoulinit-holl ! 4. (en e furm ls. pe get) Meneg. Ar bugel-se ken dister da welet a oa komzoù anezhañ pevar mil bloaz a oa. E meur a bennad ez eus komz anezho.

Skouerioù istorel : 
154
Kuzhat roll ar skouerioù

komz hakr

1499
Daveenn : LVBCA p94, 119 (laide parole, ou laide matiere, ou parole faite de chieffre)

komz dous

1499
Daveenn : LVBCA p65, 119 (doulce parole)

komz poliset

1499
Daveenn : LVBCA p119, 166 (locucion polie)

7. Goud[e]-se ez teu[a]s Kezar d'an palez hag ez lavaras dezhi : [«]Katell, klevet eo geneomp an elokañs a gomzoù hag ez omp ebaiset war an gouvizegezh ac'hanout, hogen ampechet oamp hag okupet oz ober sakrifis d'an doueoù ha ne c'hellsomp ket an holl da entent[.»]

1576
Daveenn : Cath p8

11. Pan welas Kaezar na c'halle ket e nep manier rezistañ d'an c'houvizegezh anezhi ez c'hourc'hemenas sekretamant dre lizheroù ez teuzie an holl c'hramerianed hag an holl oratored inkontinant d'an gêr a Aleksandri hag en oz devi[z]e prezantoù bras, nemet ez c'hallsent faezhañ un werc'hez emparlet, dre o rezonoù hag o c'homzoù[.]

1576
Daveenn : Cath p10-11

ar gentañ [eus peder bazenn skeul an neñv] eo inosanted hec'h holl euvroù[,] an eil eo naeteri a galon[,] [an] drede eo disprizañs a vanite[,] ar bedervet eo gwirionez a gomzoù; pere degrezioù a laka an profet diouzh renk ouzh lavaret : Piv a bigno e menez an Aotrou, etc. ?

1576
Daveenn : Cath p3-4

[«]Bizviken evit komzoù kazr[,] na tourmanchoù ne c'hallhen bezañ ravoket e garantez.[»]

1576
Daveenn : Cath p16

D. Me a gred, goude ma'z eo pronoñset gant ar beleg ar c'homzoù koñsekratif, emañ enno korf hor Salver binniget, ken en ostiv, ken er c'halizr.

1622
Daveenn : Do. p44

M. Pe evit tra en [sin ar groaz] grit-hu er feson-se ? D. Kentañ evit digas em memoar an daou vister priñsipal eus hor feiz; unan eus an Drinded vinniget, o tont da bronoñs ar c'homzoù-mañ : en anv an Tad, ha'r Mab, ha'r Spered santel; an eil eo eus ar marv ha'r Pasion hor Salver binniget, pehini ouzh en em vezañ graet den en deus anduret marv evidomp en ur groaz.

1622
Daveenn : Do. p8

Goude en em lakaan da soñjal [e] peseurt pec'hedoù am eus kometet an deiz-se, er soñjezonoù, er c'homzoù, hag en euvroù, hag e c'houlennan pardon ouzh Doue eveus ar re am eus kavet kometet ganin o propoziñ mont da gofes hag en em gorrijañ.

1622
Daveenn : Do. p52

komzoù kaer

1659
Daveenn : LDJM.1 pg carresse

gounit dre gomzoù kaer

1659
Daveenn : LDJM.1 pg engeoler

komz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg mot

tromplañ dre gomzoù kaer

1659
Daveenn : LDJM.1 pg cageoler

tennañ pe gounit dre komzoù kaer

1659
Daveenn : LDJM.1 pg alecher

komz e kuzulik

1659
Daveenn : LDJM.1 pg chucheter aux oreilles

komz e pleg an divskouarn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg chucheter aux oreilles

komz goapaus

1659
Daveenn : LDJM.1 pg brocart

dantañ gant e gomzoù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg detracter

D. Me gred pa vez pronoñset gant ar beleg ar c'homzoù koñsekratiñ, emañ enno korf hon Salver binniget Jezuz Krist ken en ostiv, ken er c'halizr.

1677
Daveenn : Do. p45

Goude en em lakan da soñjal peseurt pec'hedoù em eus kometet en deiz-se e soñjezonoù, komzoù, hag euvroù, hag e c'houlennan pardon ouzh Doue eus ar re am eus kavet kometet genen, en ur bropoziñ o c'hofes, hag en em gorrijañ.

1677
Daveenn : Do. p53

M. Pe evit tra er [sin ar groaz] gret-hu er feson-se ? D. Da gentañ, evit digas ar memoar eus an daou Vister priñsipal eus hor Feiz ; unan, eus an Drinded binniget, en ur bronoñs ar c'homzoù-mañ : En Hanv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered santel ; an eil, eus ar marv ha Pasion hon Salver, pehini[,] ouzh en em vezañ graet den, en deus anduret ar marv evidomp-holl en ur Groaz.

1677
Daveenn : Do. p9

lavaret komzioù fall

1732
Daveenn : GReg pg (dire des paroles à) double (sens)

ar c'homzioù-mañ a sell ac'hanoc'h

1732
Daveenn : GReg pg adresser

komzioù a zaou fas

1732
Daveenn : GReg pg ambigu, (paroles à double) entente

komzioù c'hwezet

1732
Daveenn : GReg pg ampoule

komzioù kollet

1732
Daveenn : GReg pg air

komzioù dientent

1732
Daveenn : GReg pg ambiguité

komzioù dibrofit

1732
Daveenn : GReg pg air

komzioù goloet

1732
Daveenn : GReg pg ambigu, (paroles à double) entente, (paroles) équivoques

komzioù hep fin

1732
Daveenn : GReg pg affluence

kridiñ da gomzioù ur re

1732
Daveenn : GReg pg ajouter

difenn dre skrid pe dre gomz

1732
Daveenn : GReg pg apologie

dougen ar gomz da ur re

1732
Daveenn : GReg pg apostropher

e berr gomzoù

1732
Daveenn : GReg pg abrege

gounit gant komzioù kaer

1732
Daveenn : GReg pg alecher

lavaret a ran deoc'h e vemes komzioù tost da vat

1732
Daveenn : GReg pg a-peu-près

komz, komzioù

1732
Daveenn : GReg pg expression (diction, élocution)

komz goapaus ha lemm

1732
Daveenn : GReg pg brocard (raillerie picquante)

komz brutal

1732
Daveenn : GReg pg brutalité

komzioù brutal

1732
Daveenn : GReg pg brutalité

gounit gant komzioù kaer ur re bennak

1732
Daveenn : GReg pg cageoller (caresser pour avoir, &c. de quelqu'un)

komzioù kaer da ur re bennak evit e c'hounit

1732
Daveenn : GReg pg cageolerie (à l'égard de quelqu'un)

tromper gant komzioù kaer

1732
Daveenn : GReg pg cageolleur

konteroliañ, dre jestr, pe, dre gomz

1732
Daveenn : GReg pg censurer (critiquer)

rentañ testeni dre gomz, pe dre skrid

1732
Daveenn : GReg pg certifier

ofañsus-bras eo an den-hont gant e gomzioù

1732
Daveenn : GReg pg choquant (ante, qui offense)

kalz a gomzioù e-lec'h unan

1732
Daveenn : GReg pg circonlocution (periphrase)

ur prezeg troidellus, evit ur gomz pe ziv

1732
Daveenn : GReg pg circonlocution (periphrase)

tro er c'homzioù

1732
Daveenn : GReg pg circonlocution (periphrase)

troioù er c'homzioù

1732
Daveenn : GReg pg circonlocution (periphrase)

Ar c'homzioù-ze a dreuz va c'halon

1732
Daveenn : GReg pg (ces paroles me percent le) coeur

feson da lavaret kalz a draoù e berr komzioù

1732
Daveenn : GReg pg concis

kontroliezh a umor hag a gomzioù

1732
Daveenn : GReg pg contradiction (contrarieté de sentiments & de paroles)

em droc'hañ en e gomzioù

1732
Daveenn : GReg pg (se) contredire

koll ur re gant gwall gomzioù ha gant gwall egzampl

1732
Daveenn : GReg pg corrompre (porter au crime, rendre vicieux)

en em droc'hañ en e gomzioù

1732
Daveenn : GReg pg (se) coupper (en parlant, se contredire)

en em droc'hañ en e gomzioù

1732
Daveenn : GReg pg (se) coupper (en parlant, se contredire)

komzioù goloet

1732
Daveenn : GReg pg (mots) couverts

komzioù kriz

1732
Daveenn : GReg pg (paroles) cruës

dislavaret e gomz

1732
Daveenn : GReg pg (se) dédire

Ar gomz a ya gant an avel, hag ar skritur ne da ket.

1732
Daveenn : GReg pg (la parole vole, & l'écriture) demeure

lâriñ komzoù sot, komzoù vil

1732
Daveenn : GReg pg (dire des paroles) deshonnêtes

lavaret komzoù goloet

1732
Daveenn : GReg pg (dire des paroles à) double (sens; entente)

dre gomz, pe dre skrid

1732
Daveenn : GReg pg (de bouche, ou par) écrit

komzioù melet

1732
Daveenn : GReg pg (des paroles) emmiellées

dre gomz, ha dre ober

1732
Daveenn : GReg pg (de) fait (& de paroles)

Dichek en e gomzioù.

1732
Daveenn : GReg pg fier (hautain)

lakaat moder en e gomzioù

1732
Daveenn : GReg pg frein (Mettre un frein à sa langue.)

lekeet moder en e gomzioù

1732
Daveenn : GReg pg frein (Mettre un frein à sa langue, pp.)

pouezañ e gomzioù

1732
Daveenn : GReg pg frein (Mettre un frein à sa langue.)

pouezet e gomzioù

1732
Daveenn : GReg pg frein (Mettre un frein à sa langue, pp.)

Ker yen e teu ar c'homzoù er-maez eus e gorf, ma lavarac'h eo skornet e ene en e greiz.

1732
Daveenn : GReg pg gelé (On diroit qu'il a l'ame gelée, tant il parle d'un froid pénétrant.)

trenk a imor hag a gomz

1732
Daveenn : GReg pg aigre

trenk en e imor hag en e gomzioù

1732
Daveenn : GReg pg aigre

ur gomz ne c'hortoz ket eben

1732
Daveenn : GReg pg affluence

komzoù dizanav int

1850
Daveenn : GON.II pg dizanaf, dianaf

na zuit ket ho nesañ dre ho komzoù

1850
Daveenn : GON.II pg dua

gwall gomz

1850
Daveenn : GON.II p.7, introduction, "mauvaise parole"

Beskellek eo en e gomzioù hag en e oberioù.

1850
Daveenn : GON.II pg beskellek (Il est peu sincère et dans ses paroles et dans ses actions).

broudus bras eo an den-hont gant e gomzioù

1850
Daveenn : GON.II pg brouduz

E berr gomzioù

1850
Daveenn : GON.II pg berr (en peu de paroles).

tennad komzioù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg tennad (-heñt)

Va c'henteliet he deus dre he c'homzoù mat.

1850
Daveenn : GON.II pg keñtélia (Elle m'a édifié par ses bons discours).

komz

1850
Daveenn : GON.II pg lavar

e wreg a zo dichek en he c'homzoù

1850
Daveenn : GON.II pg dichek

Komzoù dic'hlan en deus bepred en e c'henou

1850
Daveenn : GON.II pg dic'hlan, dic'hlañ (Il a toujours des mots impurs, impudiques à la bouche).

komzoù dismegañsus int

1850
Daveenn : GON.II pg dismégañsuz

Evel a reont, pa n'hellit ket, / Ar gelenn a roan deoc'h, bremañ e berr gomzoù, / Eo en em zastum e toulloù 'r mogerioù.

1867
Daveenn : MGK p16

Tammoùigoù latin ha kozh tammoù galleg ne zeuas ken gantañ d'ar gêr, nemet ul levrig skritur moull, hanter roget ha peuruzet, a lenned er penn a-raok anezhañ ar c'homzioù-mañ e latin : Paedri Fabulae, da lavaret eo : Mojennoù Faedr.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VI

Ne gollas he amzer / Gant ur maread komzoù, / 'Vel o divije graet meur a zen brabañser.

1867
Daveenn : MGK p47

Ar soudarded a yeas da ober tro ar bourk, mes dre ma’z aent e kavent komzoù rok ; den na deuas ganto, hag an holl a selle a-gorn outo.

1877
Daveenn : EKG.I. p.232

Komzoù ken dichek a zistanas penn an Tunk ; distreiñ a reas war-zu e soudarded, en u[l] lavaret : — Lezomp hemañ, ar penn-beuz diskiant-mañ, en e di [...]

1877
Daveenn : EKG.I. p.246

Ho komzoù, Yann, a zo ken hirvoudus ha klemmoù an anaon.

1877
Daveenn : EKG.I. p.79

Neuze e teuas soudarded d’o c’haout, hag o alias gant komzoù flour da zaoulinañ e-pad ur pennadig bihan.

1877
Daveenn : EKG.I. p.179

Den ne lavaras gwall gomz, mes den ebet ivez na deuas muioc’h war o zro en ti-kêr, eget n’oa bet en iliz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.233

Kerkent ha ma voe klevet ar c’homzoù kentañ eus ar son-se, kabiten ar soudarded, a-c’haoliad war e varc’h, ur blumachenn wenn, glas ha ruz war gern e dok, a grias a-bouez e benn : Daoulinit holl !

1877
Daveenn : EKG.I. p.178

Ur gomz dievezh hepken a vije bet a-walc’h evit lakaat martoloded ar republik, pe ar c’hozh "garde-koted", da zont da enezenn Rouzig, da lammet war ar gristenien vat ha d’o strinkañ e goueled ar mor.

1877
Daveenn : EKG.I. p.100

An Aotrou de la Marche a rede an dour eus e zaoulagad o klevet komzoù ker kalonek.

1877
Daveenn : EKG.I. p.12

Ar pezh ez an da gontañ a ziskouezo kement-se deoc’h gwell eget va c’homzoù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.2

Unan (kollet e ranke bezañ e skiant-vat gantañ) a savas un dervezh, en un iliz, e kador ar wirionez, hag ac’hano e krias a-bouez e benn, ar c’homzoù spontus-mañ : « O Doue, ma out e gwirionez Doue, frik ac’hanomp gant da dan foultr ! »

1877
Daveenn : EKG.I. p.155

N’oa ket ar c’homzoù-se keloù brav d’am skouarn.

1878
Daveenn : EKG.II p.25

Ac'hanta ! ma mignon, petra rafes, lâr din, d'un den fall a zeufe da'z ti da zispenn, dirazout, en e gomzoù, ur vamm e teus karet hag a garez kement ?

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

pe dre skrid, pe dre gomz, pe dre oberoù all

1909
Daveenn : REZI p. 12

Hag e renas ar sioulded el logell hag an nec’h hag an enkrez, rak n’o doa ket tremenet an daou bried hep merzhout esmae ar plac’h yaouank ha mantret edo o c’halon gant ar c’homzoù anezhi.

1923
Daveenn : SKET p.105

Hogen n'emañ ket ar mare nag al lec'h da vont d'an ergerzhadenn-se dre hir gomzoù.

1923
Daveenn : SKET p.20

Dirak an teir gwerc’hez e vougjont tan o selloù, e lakjont dalc’h ha poell en o c’homzoù hag e voe an neuz anezho azaouezus ha sentus.

1923
Daveenn : SKET p.101

P’hel lavarfen e berr gomzoù, ne anavez Kreisteiziz eus ar garantez nemet ar perzhioù a zo izel, douarel, loenel, hag ez int dizanaoudek eus ar perzhioù a zo, en enep, uhel, neñvel, doueel, hag a zo ur gwir vad diouto o-unan d’ar baotred ha d’ar merc’hed a ouenn Vanos.

1923
Daveenn : SKET p.100

Azaouezet em eus ar re gozh, komzoù ar re gozh, kelennadur ar re gozh.

1923
Daveenn : SKET p.71

Pa seller ouzh dezrevellad diazezadeg ar seizh bagad e kompezenn an Teir Stêr, evel m’en em ziskuilh ouzhimp e kanennoù ha danevelloù kozh ar pobloù hag ar meuriadoù, e souezher ker pervezh ha ma ’z eo bet sevenet komzoù an doue, tad hor Gouenn.

1923
Daveenn : SKET p.138

Neuze e veze an den evit un den all a ouenn hag a vro gantañ dalc’hmat ur breur hag ur mignon, gwirion en e oberoù, gwirion en e gomzoù, gwirion en e venozioù.

1923
Daveenn : SKET p.67

Marc’hadourien estren ne weled ket c’hoazh oc’h ergerzhout a-vagadoù hentoù ha gwenodennoù, oc’h en em silañ betek er c’hêriadennoù pellañ, o weladenniñ ar mereurioù distroañ, en ur hadañ e pep lec’h, a-unan gant aour, sklavezed ha traezoù micher diwar zorn estren, an dizurzh hag an dizunvan, o vreinañ kalon ar yaouankizoù dre o c’homzoù hag o skouerioù, o hoalañ ar renerien hag an henaourien d’ar gwallc’hoantegezhioù, d’ar grezni ha d’an uhelegezh, oc’h atizañ mereurioù an holl da c’hoantaat ez direizh kemm ha nevezinti.

1923
Daveenn : SKET p.66

— Pennek out, mabig, pennek ; imor fall a zo ennout, ijin fall, ’m eus aon. Diwall, mab, diwall, ha dalc’h mat, dindan eñvor, ar c’homzoù fur ac’h an da ziskiñ dit : "Nep na sent ket ouzh ar stur / Ouzh ar « wialenn » a raio sur !"

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)

Da a oa da galon ar vamm-gozh klevet ar c’homzoù-se eus perzh he mab yaouank.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924), ("Da a oa da galon" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

E gomz n’oa ket gantañ peurechuet, ma oa dorn Bilzig war e jod ; ur grabanad en deus tapet, ha dispeget mat, m’en asur deoc’h.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1021 (Gouere-Eost 1924)

Ur gomz, ur gir, ul lazig da bep hini, ha war he lerc’h ur skeudenn a frealzidigezh, ur sklerijenn en deñvalijenn an devezhioù.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1093 (Here 1924).

Komzoù Lellig a gouezhas war ar vartoloded kozh evel ur vantell a yenijenn bouk ha du.

1925
Daveenn : BILZ2 p.138

Ya, muioc'h a fouge a yoa ennon en dervezh-se eget m'o defe graet din ar c'homzoù-mañ : "Un eontr koz eus an Amerika ez gwra pinvidik a vil skoed leve".

1929
Daveenn : SVBV p.13

komzoù dibouez

1931
Daveenn : VALL pg (paroles en l')air

komzoù kollet

1931
Daveenn : VALL pg (paroles en l')air

komzoù seven

1931
Daveenn : VALL pg (paroles) aimable(s, polies)

Ha, diouzh he zu, Adaqi, ar ramzez fur, o mamm, he doa diwallet da enaouiñ dre gomzoù dievezh an emc’hloar en o c’halon.

1931
Daveenn : VALL p.39-40

e berr gomzoù

1931
Daveenn : VALL pg brièvement

komz a vouezh izel

1931
Daveenn : VALL pg bas

deomp-ni eo ar c'homzoù-mañ

1931
Daveenn : VALL pg s'appliquer (ces paroles s'appliquent à nous)

komz distag

1931
Daveenn : VALL pg bagout

komz izel

1931
Daveenn : VALL pg bas

Job : — « Me a livo komzoù flour d’ar voereb. »

1944
Daveenn : ATST p.28

Eo, ar c’hegined, pa vezont distagellet mat, a zeu a-benn da zrailhañ meur a gomz, ha klevet em eus unan anezho en un ostaleri a Vro-Leon o lavarout da gement den a zeue en ti : « mezvier brein ! mezvier brein ! »

1944
Daveenn : ATST p.8

Lom a chomas ur pennadig a-sav war ribl ar stêr, hep fiñval, hep lavarout ur gomz, ha troet e zaoulagad war-du Kiouidig.

1944
Daveenn : ATST p.96

Ur paotr yaouank flour ha seven a oa neuze Loeiz ; plaen hag ingal e gomz ; blev du hir a zouge.

1944
Daveenn : EURW.1 p.206

Din-me e voe ar gomz, evit disklêriañ d’an holl ar brezel garv ha trubard a rae gouarnamant an aotrou Emil Combes d’ar brezhoneg.

1944
Daveenn : EURW.1 p. 207

Gwelout a ris dirak ma daoulagad ur c’hoziad treut, bihan a-walc’h gant eur barv gwenn ouzh e c’hroñj ; kromm e oa e gein un tammig, met e zaoulagad a oa bev ha sklaer, hag e gomz dous ha seven-meurbet.

1944
Daveenn : EURW.1 p.92

Klevet e voe ivez komzoù entanet gant un « députe » nevez anvet e Gwened, an aotrou de l'Estourbeillon, a oa un tammig paotr tev ha berr anezhañ, sonn war e elloù ha ne vije ket soñjet, ouzh e welout diardoù, e oa ur « markiz » anezhañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p68

Pa gleve an disterañ trouz, an disterañ komz e-pad ar c'hlas, e-lec'h kastizañ ha skandalat, e vouzhe hag e chome mut ur pennad-amzer, gant an aer da lavarout : « Ne fell ket deoc'h ma selaou. Ma, me ne gomzin ken. »

1944
Daveenn : EURW.1 p62-63

Ar « bacho » kentañ, koulskoude, hini ar Reizhoureg -rhétorique-, evel ma levered neuze, en doa digaset ouzh e heul un tammig diduamant, en ur gas an arnodennidi, digemeret evit an arnodenn dre skrid, da dremen an arnodenn dre gomz da Roazhon.

1944
Daveenn : EURW.1 p111

E berr gomzoù, dindan renadurezh speredek Breudeur Urzh Maria, kolaj Sant-Charlez a oa, hep brabañsal, ul lec'h brav da vevañ ennañ, ur skol reizhet a veze lezet da ziwanañ enni plegoù mat pep hini, hep re waskañ war an diskard da ober dre heg ar pezh na venne ket : da skouer, kofes ha komuniañ ne oa ret nemet ur wech ar miz ; ez aje aliesoc'h neb a gare ; e kolaj Gwengamp e oa ret kofes bep Sadorn d'abardaez, ar pezh na oa d'an darn vuiañ, dreist-holl da Dregeriz bet a-viskoazh goapaus a-walc'h, nemet un digarez da vont e-maez ar studi, evit kemer aer un tammig.

1944
Daveenn : EURW.1 p52-53

Evel ma echue he c[']homz, setu o tont war-du hor gweturioù, ur beleg kozh, blev gwenn, gant ur galotenn vihan war-lein e benn, hag hor saludas gant ur c'hoarzh madelezhus.

1944
Daveenn : EURW.1 p30

A-raok an disparti e c'houlennas ar gomz hag en ur galleg tougn e lavaras : [...].

1944
Daveenn : EURW.1 p.159

Ar c'homzoù-se a zo enno ur ster kuzh...

1949
Daveenn : SIZH p.55

- Breur Arturo !... - Pouezañ a rae an Tad-Mestr war e gomzoù - N'eo ket ar « Capitulo de Culpa » ur fentigell, ul lid da ziduellañ faltazi ar varzhed yaouank.

1949
Daveenn : SIZH p.60

E gefridi a oa prezeg Komz ar Wirionez d'ar bobl fidel, en argoll er Bed Bras, Ha petra a ouie, eñ, diwar-benn ar Bed Bras ?... Milligañ pec'hedoù ar C'hig ?...

1949
Daveenn : SIZH p.64

Ur c'hreñvlec'h ?... Edo an Enebour e-barzh, koulskoude. Mousc'hoarzhin a rankas ar breur Arturo o soñjal e komzoù kuzulik e genskoliad.

1949
Daveenn : SIZH p.48

- N'eo ket hon afer. Afer tud ar Bed eo en em zibab er seurt luziadelloù, hervez komz Doue : It, ha ganit bugale !

1949
Daveenn : SIZH p.56

Da gentañ eo digompren a-walc'h ar c'homzoù, met dre ma tosta ar ganerien, mentet ingal trouz ar c'hammejoù, e ya ar c'han war fraeshañ.

1960
Daveenn : PETO p44

E lec'h ober van da sentiñ feal, / Gant piv 'ta d'hon trubuilhañ ' vefe keal ? / Hag e kendalc'hfemp da gelenn komz Doue, / Didrouz hag aketus, da dud hor ploue.

1960
Daveenn : PETO p18

Hep ur gomz e peg ar Chouanted er person hag en lakeont harp e gein ouzh dor ar prebistal.

1960
Daveenn : PETO p78

Unan, anavezet moarvat evel ar rener, a grog gant un aridenn, hag ar re all a ziskan ; peurvuiañ e savont komzoù dre ma kerzhont : en taol-mañ o deus moarvat kalz traoù da gontañ diwar-benn an tri "moutangani" nevez degouezhet hag ar moutangani all nevez distro.

1985
Daveenn : DGBD p35

An Ao. Utterson oa noter diouzh e vicher. Garv e oa e neuz, morse sklerijennet gant an disterañ mousc'hoarzh ; yen an den, skort ha dizampart e gomzoù ; mirelour e oa, hir, sec'h poultrennek, hurennek, met plijus koulskoude en e zoare.

2012
Daveenn : DJHMH p9

an arz gotek klasel enta, e berr gomzoù hini Chartres, Reims, Amiens

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 19

E berr gomzoù e c'hall bezañ arvarus ma vez boulc'het gant un enklask justis goude-se.

2015
Daveenn : DISENT p87

Evel-se e vo ret d'hoc'h enebourien lakaat kred er pezh a lâront deoc'h ha neket distagañ komzoù toull na klask gounit amzer.

2015
Daveenn : DISENT p141

Ha dav e vefe laoskel e c'hwervoni da zispakañ, treiñ e fulor e kasoni, klask ober mezh d'an dud gant komzoù drouk ?

2015
Daveenn : DISENT p64

Poellekoc'h a-se e rankomp bezañ dre ma tiskuliomp sistem diboell hon enebourien, pa ziskouezomp peseurt doareoù fall a zo skoachet dindan o gizioù kempenn hag o c'homzoù flour.

2015
Daveenn : DISENT p43

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial