I.
1. Madoù skrapet dre nerzh, er brezelioù, h.a.
Ober ar skrap ha rannañ ar preizh. Kaout e lod er preizh.
2. Nep boud pe tra hevelebekaet ouzh ur boud bet tapet dre nerzh.
Dipitet-bras e voe an droukspered o koll e breizh.
II.
(db. al loened)
1. Loen bev tapet gant ur preizher (II) evit e zebriñ.
Mougañ o freizh a ra naeron zo. Diskregiñ diouzh e breizh.
2. (impl. da spizer)
Evn-preizh.
III.
lmpl. hep gm.
1. Klask preizh : bezañ war-lerc'h ub. a-benn e dapout.
Klaoustre emaoc'h o klask preizh ?
2. Pakañ preizh : tapout ub. emeur war e lerc'h.
Kavout a rae d'ar soudarded o dije gallet aes pakañ preizh.
Référence :
GReg
pg butin (ce qu'on prend sur l'Ennemi)
preizhoù
préyzou
1732
Référence :
GReg
pg butin (ce qu'on prend sur l'Ennemi)
preizh un den publik
preyz un dèn publicq
1732
Référence :
GReg
pg concussion (exaction faite par un Juge ou un Officier public)
ha darnaouet hoc'h eus-hu ar preizh ?
ha darnaoued hoc'h eûs-hu ar preiz ?
1850
Référence :
GON.II
pg preiz
preizh
preiz
1850
Référence :
GON.II
pg preiz
e breizh a ya gant ar bleiz
hé breiz a ia gañd ar bleiz
1850
Référence :
GON.II
pg preiz
preizhoù
preizou
1850
Référence :
GON.II
pg preiz
Neuze n’oa ket anv c’hoazh a laeradennoù, a beilhadegoù chatal, a skrapadennoù merc’hed, a emgannoù etre gwazed kenwad ha kenvro, a vrezelioù diwar orged, direizhvennad, droukyoul, gwallc’hoant d’an emvrud, d’ar preizh, d’ar pennoù troc’het, pa na glaske den en em uhelaat dreist ar re all.
Neuze n’oa ket ano c’hoaz a laeradennou, a beilhadegou chatal, a skrapadennou merc’hed, a emgannou etre gwazed kenwad ha kenvro, a vrezeliou diwar orged, direiz-vennad, drouk-youl, gwall-c’hoant d’an emvrud, d’ar preiz, d’ar pennou trouc’het, pa na glaske den en em uhelaat dreist ar re-all.
1923
Référence :
SKET
p.68
Preizh ebet ne voe skrapet, distrujet ma voe pep tra, rak pep tra a oa bet gouestlet da zoueed ar brezel.
Preiz ebet ne voe skrapet, distrujet ma voe pep tra, rak pep tra a oa bet gouestlet da zoueed ar brezel.
1923
Référence :
SKET
p.129
"preizh" g.
"preiz" g.
1923
Référence :
SKET
p.189, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "proie, butin".
Heuliet em eus Kassignatos, mab Albiorix, douaren Teutorix, pa'z eas, gant kon, kirri-samm, kirri-emgann hag ur bagad bras a dud, davet broioù ar c'hreisteiz e-lec'h e lavared ez oa brud, preizh ha douaroù da c'hounit.
Heuliet em eus Kassignatos, mab Albiorix, douaren Teutorix, pa'z eas, gant koun, kirri-samm, kirri-emgann hag eur bagad bras a dud, daved broiou ar c'hreisteiz e-lec'h e lavared ez oa brud, preiz ha douarou da c'hounit.
1923
Référence :
SKET
p.13
Ne dremen ket a hañvezh, ne da hebiou goañvezh ebet hep na ve c’hwezhet tan ar brezel e lec’h pe lec’h eus ar vro dre uhelegezh, gwarizi, droukrañs, orged, c’hoant d’ar brud, d’ar preizh ha d’ar pennoù troc’het.
Ne dremen ket a hanvez, ne da ebiou goanvez ebet hep na ve c’houezet tan ar brezel e lec’h pe lec’h eus ar vro dre uhelegez, gwarizi, droukrans, orged, c’hoant d’ar brud, d’ar preiz ha d’ar pennou trouc’het.
1923
Référence :
SKET
p.20
An tri rener a oa diwar ar gouennoù-se izel ha milliget eus ar C’hreisteiz, ha dezho meiz, galloudezhioù-spered ha gouiziegezh a-walc’h, a zo goulosk ar gwad anezho hag a vez dalc’hmat e preizh da speredoù dic’hlan an Amc’houlou.
An tri rener a oa diwar ar gouennou-ze izel ha milliget eus ar C’hreisteiz, ha d’ezo meiz, galloudeziou-spered ha gouiziegez a-walc’h, a zo goulosk ar gwad anezo hag a vez dalc’h-mat e preiz da speredou dic’hlan an Amc’houlou.
1923
Référence :
SKET
p.100
Naered ramzel, korvigellet en-dro d'ar gwez e-giz ur fun en-dro da droell ur puñs, war-c'hed ur preizh, ha, dre zrougeur, ul loenig dinoaz en em gavas da dremen hebiou dezhi
Naered ramzel, korvigellet en-dro d'ar gwez e-giz eur fun en-dro da drôell eur puñs, war-c'hed eur preiz, ha, dre zrougeur, eul loenig dinoaz en em gavas da dremen ebiou d'ezi
1929
Référence :
SVBV
p.19
N’en deus an Enebour nemet stouiñ da zastum e breizhoù eus an druilh. Ar Bed a zo anezhañ un divent a bondalez d’an Ifern.
1949
Référence :
SIZH
p.40
Alies eno, leun a zoan ; / E kleven kontañ, goude koan, / Al lazhadeier, muntroù dall, / An distruj kriz, an tanioù-gwall / A strew didruez chas ar preizh / E-touez hon tud, hor broiz keizh.
Alies eno, leun a zoan ; / E kleven konta, goude koan, / Al lazadeier, muntrou-dall, / An distruj kriz, an taniou-gwall / A strew didruez chas ar preiz / E-touez hon tud, hor broiz keiz.