Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Madoù skrapet dre nerzh, er brezelioù, h.a. Ober ar skrap ha rannañ ar preizh. Kaout e lod er preizh. 2. Nep boud pe tra hevelebekaet ouzh ur boud bet tapet dre nerzh. Dipitet-bras e voe an droukspered o koll e breizh. II. (db. al loened) 1. Loen bev tapet gant ur preizher (II) evit e zebriñ. Mougañ o freizh a ra naeron zo. Diskregiñ diouzh e breizh. 2. (impl. da spizer) Evn-preizh. III. lmpl. hep gm. 1. Klask preizh : bezañ war-lerc'h ub. a-benn e dapout. Klaoustre emaoc'h o klask preizh ? 2. Pakañ preizh : tapout ub. emeur war e lerc'h. Kavout a rae d'ar soudarded o dije gallet aes pakañ preizh.

Skouerioù istorel : 
20
Kuzhat roll ar skouerioù

preizh

1499
Daveenn : LVBCA p168 (prinse)

preizh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg butin, prise, proie

lezel e preizh

1732
Daveenn : GReg pg abandonner

preizh

1732
Daveenn : GReg pg butin (ce qu'on prend sur l'Ennemi)

preizhoù

1732
Daveenn : GReg pg butin (ce qu'on prend sur l'Ennemi)

preizh un den publik

1732
Daveenn : GReg pg concussion (exaction faite par un Juge ou un Officier public)

ha darnaouet hoc'h eus-hu ar preizh ?

1850
Daveenn : GON.II pg preiz

preizh

1850
Daveenn : GON.II pg preiz

e breizh a ya gant ar bleiz

1850
Daveenn : GON.II pg preiz

preizhoù

1850
Daveenn : GON.II pg preiz

Neuze n’oa ket anv c’hoazh a laeradennoù, a beilhadegoù chatal, a skrapadennoù merc’hed, a emgannoù etre gwazed kenwad ha kenvro, a vrezelioù diwar orged, direizhvennad, droukyoul, gwallc’hoant d’an emvrud, d’ar preizh, d’ar pennoù troc’het, pa na glaske den en em uhelaat dreist ar re all.

1923
Daveenn : SKET p.68

Preizh ebet ne voe skrapet, distrujet ma voe pep tra, rak pep tra a oa bet gouestlet da zoueed ar brezel.

1923
Daveenn : SKET p.129

"preizh" g.

1923
Daveenn : SKET p.189, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "proie, butin".

Heuliet em eus Kassignatos, mab Albiorix, douaren Teutorix, pa'z eas, gant kon, kirri-samm, kirri-emgann hag ur bagad bras a dud, davet broioù ar c'hreisteiz e-lec'h e lavared ez oa brud, preizh ha douaroù da c'hounit.

1923
Daveenn : SKET p.13

Ne dremen ket a hañvezh, ne da hebiou goañvezh ebet hep na ve c’hwezhet tan ar brezel e lec’h pe lec’h eus ar vro dre uhelegezh, gwarizi, droukrañs, orged, c’hoant d’ar brud, d’ar preizh ha d’ar pennoù troc’het.

1923
Daveenn : SKET p.20

An tri rener a oa diwar ar gouennoù-se izel ha milliget eus ar C’hreisteiz, ha dezho meiz, galloudezhioù-spered ha gouiziegezh a-walc’h, a zo goulosk ar gwad anezho hag a vez dalc’hmat e preizh da speredoù dic’hlan an Amc’houlou.

1923
Daveenn : SKET p.100

Naered ramzel, korvigellet en-dro d'ar gwez e-giz ur fun en-dro da droell ur puñs, war-c'hed ur preizh, ha, dre zrougeur, ul loenig dinoaz en em gavas da dremen hebiou dezhi

1929
Daveenn : SVBV p.19

N’en deus an Enebour nemet stouiñ da zastum e breizhoù eus an druilh. Ar Bed a zo anezhañ un divent a bondalez d’an Ifern.

1949
Daveenn : SIZH p.40

Alies eno, leun a zoan ; / E kleven kontañ, goude koan, / Al lazhadeier, muntroù dall, / An distruj kriz, an tanioù-gwall / A strew didruez chas ar preizh / E-touez hon tud, hor broiz keizh.

1960
Daveenn : PETO p60

Hemañ, avat hon eus da breizh.

1960
Daveenn : PETO p46

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial