Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
11
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. [1944, 1985] Den a ra ur brezegenn (1), den a gomz ouzh tud bodet. [1944] Goude beza heñvalaet [sic] stad ar provañseg hag hini ar brezoneg, ar prezeger ne guzhas ket ar wirionez ouzh ar veleien hag ar frerien. [1985] Hag e klevjomp da gentañ prezegerez Tokyo o komz galleg. Ur prezeger gredus. 2. Den helavar, aes ar prezeg (ak. h.g.) (II) dezhañ. Ur gwir brezeger eo an den-se. 3. Ent strizh RELIJ. [1732, 1850, 1867] Beleg a brezeg en iliz, er misionoù, h.a. [1732] kador ar prezeger. [1850] Ur prezeger mat eo. Urzh an Tadoù Prezegerien. Sant Ferrer, prezeger ar binijenn. 4 RELIJ. [1732] Levr ar Prezeger : unan eus levr an Testament kozh a ya d'ober ar Bibl.

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

Gaou bras en deus ar prezeger-hont o lezel dibrofit an avantaj en deveus bet digant Doue, ha digant natur den.

1732
Référence : GReg pg (ce prédicateur a grand tort d') enfoüir (son talent)

levr ar prezeger

1732
Référence : GReg pg ecclesiaste (livre du vieux Testament)

kador ar prezeger

1732
Référence : GReg pg chaise (de Prédicateur)

prezeger

1850
Référence : GON.II pg prézéger

prezegerien

1850
Référence : GON.II pg prézéger

Ur prezeger mat eo.

1850
Référence : GON.II pg prézéger

Ar prezeger neuze, droug ennañ a-zevri, a lavaras dezho : pa'z oc'h holl deuet ker bailh, me ya diwar ma c'hraf da gontañ ur marvailh.

1867
Référence : MGK p3

Neuze ar prezeger, gant ur vouezh a oa kre, hag en devoa lakaet kreñvañ er c'halonoù; evel a ra 'r gurun, pa dregern en neñvoù, a groze a-zioc'h an dud, en ur youc'hal outo : "Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv [...]".

1867
Référence : MGK p2

« Pladad drein, mat ! 'me 'r pesketaer, / Peskig, va mignonig, c'hwi hag ho prezeger / A yelo er billig, kaer ho peus lavaret, / E-verr da noz e vioc'h fritet. »

1867
Référence : MGK p41

Goude bezañ heñv[e]laet stad ar provañseg hag hini ar brezhoneg, ar prezeger ne guzhas ket ar wirionez ouzh ar veleien hag ar frerien.

1944
Référence : EURW.1 p.107

Neuze e rajomp un tamm tro ar bed, hag e klevjomp da gentañ prezegerez Tokyo o komz galleg.

1985
Référence : DGBD p139

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux