1. [1944, 1985] Den a ra ur brezegenn (1), den a gomz ouzh tud bodet.
[1944] Goude beza heñvalaet [sic] stad ar provañseg hag hini ar brezoneg, ar prezeger ne guzhas ket ar wirionez ouzh ar veleien hag ar frerien.
[1985] Hag e klevjomp da gentañ prezegerez Tokyo o komz galleg. Ur prezeger gredus.
2. Den helavar, aes ar prezeg (ak. h.g.) (II) dezhañ.
Ur gwir brezeger eo an den-se.
3. Ent strizh RELIJ.
[1732, 1850, 1867] Beleg a brezeg en iliz, er misionoù, h.a.
[1732] kador ar prezeger. [1850] Ur prezeger mat eo. Urzh an Tadoù Prezegerien. Sant Ferrer, prezeger ar binijenn.
4 RELIJ.
[1732] Levr ar Prezeger : unan eus levr an Testament kozh a ya d'ober ar Bibl.
Gaou bras en deus ar prezeger-hont o lezel dibrofit an avantaj en deveus bet digant Doue, ha digant natur den.
Gaou bras èn deus ar prezegueur-hont o lesel dibrofid an avantaich èn deveus bet digand Douë, ha digand natur-dên.
1732
Daveenn :
GReg
pg (ce prédicateur a grand tort d') enfoüir (son talent)
levr ar prezeger
levr ar prezegueur
1732
Daveenn :
GReg
pg ecclesiaste (livre du vieux Testament)
kador ar prezeger
cador ar prezegueur
1732
Daveenn :
GReg
pg chaise (de Prédicateur)
prezeger
prézéger
1850
Daveenn :
GON.II
pg prézéger
prezegerien
prézégerien
1850
Daveenn :
GON.II
pg prézéger
Ur prezeger mat eo.
Eur prézéger mâd eo.
1850
Daveenn :
GON.II
pg prézéger
Ar prezeger neuze, droug ennañ a-zevri, a lavaras dezho : pa'z oc'h holl deuet ker bailh, me ya diwar ma c'hraf da gontañ ur marvailh.
Ar prezeger neuze, drouk enn-han a zevri, a lavaraz d'ezho : pa'z oc'h holl deut ker baill, me ia diwar ma c'hraf da gounta eur marvaill.
1867
Daveenn :
MGK
p3
Neuze ar prezeger, gant ur vouezh a oa kre, hag en devoa lakaet kreñvañ er c'halonoù; evel a ra 'r gurun, pa dregern en neñvoù, a groze a-zioc'h an dud, en ur youc'hal outo : "Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv [...]".
Neuze ar prezeger, gant eur vouez a voa kre, hag e devoa lakeat krenvan er c'halounou; evel a ra'r gurun, pa dregern enn envou, a groze 'zioc'h ann dud, enn eur iouhal out-ho : "Ned-oc'h ket diwar-wenn ho tud koz zo maro [...]."
1867
Daveenn :
MGK
p2
« Pladad drein, mat ! 'me 'r pesketaer, / Peskig, va mignonig, c'hwi hag ho prezeger / A yelo er billig, kaer ho peus lavaret, / E-verr da noz e vioc'h fritet. »
« Pladad drein, mad ! 'me 'r pesketer, / Peskik, va mignounik, c'houi hag ho prezeger / A ielo er billik, kaer ho peuz lavaret, / E-verr da noz e vioc'h fritet. »
1867
Daveenn :
MGK
p41
Goude bezañ heñv[e]laet stad ar provañseg hag hini ar brezhoneg, ar prezeger ne guzhas ket ar wirionez ouzh ar veleien hag ar frerien.
Goude beza heñvalaet [sic] stad ar provañseg hag hini ar brezoneg, ar prezeger ne guzas ket ar wirionez ouz ar veleien hag ar frerien.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.107
Neuze e rajomp un tamm tro ar bed, hag e klevjomp da gentañ prezegerez Tokyo o komz galleg.