Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
118
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k. A. V.k.e. 1. RELIJ. [1499, 1659, 1732, 1850] Kenteliañ dre gomz, war kelennadurezh ar relijion prl. Prezeg an Aviel, ar feiz. [1732] Kaer a zo prezeg d'ar bobl, ne weler ket a welidigezh, a cheñchamant buhez. [1878] Va gwall ha va zorfed / Dirak an nasion,/Eo ma em eus prezeget/ An Aviel gwirion, / Tamallet al lezenn /Da vezañ chismatik, /Hag ouc’hpenn ivez, heretik. & Dre skeud. Prezeg an Aviel dre ar skouerioù, an oberoù. & Ent krenn Prezeg dre ar skouerioù. 2. (er relijion pe o kemer skouer warni) Erbediñ (udb.). Prezeg ar binijenn. Prezeg karantez ar vro. [1954] Rak er maread-se, e oa techet kanfarded ar gouarnamant, radikaled an darn vuiañ anezho, da brezeg an emglev hollvedel hag ar peoc’h peurbadus. 3. Kenteliañ (ub.) war ar relijion. Lavaret an oferenn d'e genvroiz, o frezeg hag o c'hofes. B. v.k.d. [1659, 1732] Prezeg ouzh, gant, da ub. : komz ouzh, gant, da ub. [1659] Prezeg ouzh ur re bennak. [1732] Bezañ hoc'h eus da brezeg outañ. & [1732] Prezeg e sioul : kaozeal a vouezh izel. II. V.g. 1. [1850, 1867, 1909, 1954] Distagañ ur brezegenn (1, 2). Prezeg a ra ar beleg bep Sul d'an oferenn bred. Prezeg e brezhoneg. [1878] — D’am zro, Aotrou person Gall ! A-barzh ma vezo noz e-berr, me 'gred ho pezo paeet din-me ho tle. En dro-mañ e vezo din-me da brezeg !... [1954] Em c’horn-bro, e parrezioù ’zo ne vez bremañ prezeget nemet e galleg, graet e vez ar c’hatekiz e galleg, e galleg e vez lennet lizheroù an Eskob ha kanet e vez ar seurt kantikoù : « Catholiques et Français toujours ! ». 2. RANNYEZH. [2015] Komz. Prezeg fraezh. Prezeg (e) brezhoneg.

Skouerioù istorel : 
68
Kuzhat roll ar skouerioù

prezeg

1499
Daveenn : LVBCA p170 (prechier)

Neuze ez komañsas ar werc'hez da brezeg dezhe ar joaioù eternel a Zoue hag en o c'hoñvertisas d'ar fez katolik, hag ez lavaras dezhe he devije ar gurun a verzhirinti.

1576
Daveenn : Cath p17

prezeget

1659
Daveenn : LDJM.1 pg prescher

dereat eo deoc'h prezeg

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (il vous) siet (bien a parler)

aparchantout a ra deoc'h prezeg

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (il vous) siet (bien a parler)

abalamour ma prezegan

1659
Daveenn : LDJM.1 pg abalamour ma prezegañ

prezeg a ra manivik

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (il est) eloquent

prezeget ouzh ur re bennak

1659
Daveenn : LDJM.1 pg parler (a quelqu'vn)

prezeg ouzh ur re bennak

1659
Daveenn : LDJM.1 pg aboucher, parler (a quelqu'vn)

prezeg

1659
Daveenn : LDJM.1 pg prescher

prezeget e sioul

1732
Daveenn : GReg pg (parler) bas

ar gwenvidigezhioù pe eus a re e prezeg an aviel

1732
Daveenn : GReg pg (les) beatitude(s, dont parle l'evangile)

pe da dra e talv prezeg a gement-se ?

1732
Daveenn : GReg pg (a quoi) bon (parler de cela ?)

prezeg

1732
Daveenn : GReg pg causer (parler), énoncer (s'exprimer)

prezeget

1732
Daveenn : GReg pg causer (parler), confesser (publier, soûtenir l'Evangile la premiere des veritez)

ne brezeg na ne gofes

1732
Daveenn : GReg pg chanter (il ne danse ni ne chante)

o prezeg eus a veur a dra

1732
Daveenn : GReg pg (en parlant de) chose(s & d'autres)

prezeg an aviel dindan e birilh ha fortun

1732
Daveenn : GReg pg confesser (publier, soûtenir l'Evangile la premiere des veritez)

prezeg d'ar barbailhoded ar poentoù eus ar feiz pere a nac'hont

1732
Daveenn : GReg pg (prêcher la) controverse (aux hérétiques)

neb en deus skrivet, pe prezeget war ar poenchoù nac'het gant an hugunoded

1732
Daveenn : GReg pg controversiste

kaer a zo prezeg d'ar bobl, ne weler ket a welidigezh, a cheñchamant buhez

1732
Daveenn : GReg pg (on a beau faire des prédications, on ne voit point de) correction

re grazat a boazh, re brezeg a noaz

1732
Daveenn : GReg pg (trop grater) cuit (trop parler nuit)

difenn a reer ouzon da brezeg

1732
Daveenn : GReg pg (on me) défend (de parler)

prezeg bep sulvezh hervez an aviel an deiz

1732
Daveenn : GReg pg (prêcher la) Dominicale

neb a brezeg bep Sul

1732
Daveenn : GReg pg dominicalier

ober, prezeg meuleudigezh ur sant

1732
Daveenn : GReg pg (faire l') éloge (d'un Saint)

prezeg hep glazentez

1732
Daveenn : GReg pg (parler sans s') émouvoir

Diwallit da brezeg !

1732
Daveenn : GReg pg garder (Gardez-vous bien de parler.)

prezeg gant lokañs

1732
Daveenn : GReg pg (s') énoncer (en de beaux termes)

fesonioù kempenn da brezeg

1732
Daveenn : GReg pg figure (Figure de Rétorique, ornement du discours)

feson kempenn da brezeg

1732
Daveenn : GReg pg figure (Figure de Rétorique, ornement du discours)

prezeg fas-ouzh-fas ouzh ur re bennak

1732
Daveenn : GReg pg aboucher

prezeg ouzh ur re

1732
Daveenn : GReg pg adresser

prezeget

1732
Daveenn : GReg pg aboucher, adresser, avenu (prêcher les avens), énoncer (s'exprimer)

ma er c'hlevfec'h o prezeg, e lavarec'h penaos

1732
Daveenn : GReg pg a (A l'entendre parler, vous diriez que)

Ar venec'h gwechall, e-giz ne studient, ne brezegent, na ne gofesent ket, dre'n abeg ma ez oant holl, pe hogos holl breudeur lik, a veve diouc'h o labour.

1732
Daveenn : GReg pg labeur (Les anciens moines, qui n'étudioient point, qui ne prêchoient, ni ne confessaient point, parce qu'ils étoient tous, ou presque tous Laïcs, vivoient du labeur, du travail de leurs mains).

bezañ hoc'h eus da brezeg outañ

1732
Daveenn : GReg pg avoir (vous avez à lui parler)

prezeg e sioul

1732
Daveenn : GReg pg (parler) bas

prezeget

1850
Daveenn : GON.II.HV pg prézégi et prézek (parler en public. prêcher. discourir. - narrer. HV. Part.)

prezeg

1850
Daveenn : GON.II pg prézek, pg prézégi et prézek (parler en public. prêcher. discourir. - narrer. HV).

prezegiñ

1850
Daveenn : GON.II pg prézek (voyez "prézégi"), pg prézégi et prézek (parler en public. prêcher. discourir. - narrer. HV).

Re vibin e prezeg.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg prézégi (il prêche trop vite).

En ur gêr ne anvin, zo pell diouzh ar vro-mañ, ur gêr a voa enni leun a dud pennoù skañv; ur marvailher brudet, eus ar re ouiziekañ; o welet edo 'n droug a-lamm o tirollañ; hag e teuje a-benn da gas ar vro da goll a yeas war leurgêr evit prezeg d'an holl

1867
Daveenn : MGK p1

« Kaer am boa-me prezeg, den ne rae van ebet, / Hag e-lec'h trugarez[,] dismegañs am beus bet. »

1867
Daveenn : MGK p75

— Goude 'ta lavaret / Penaos eus a bellbro e oant en em gavet / An eil gant egile, da vezañ reuzeudik, / Dre glask dont da vezañ eürus ha pinvidik, / Hor pevar den paour[,] skuizh o prezeg, o vale, / Tostik-tost d'ur feunteun a azezas neuze.

1867
Daveenn : MGK p79

Daoust ha sant Per, hag en doa ranket gwechall kaout e c’halloud da brezeg an Aviel digant an Impalaer a yoa d’ar mare-se e Rom ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.5

Ma n’am c’hredit ket, kontit, mar kirit, pet a vugale Plougerne, beleien, leanezed, frered, a zo e Breizh hag er broioù all o prezeg an Aviel hag o teskiñ d’ar vugale lezennoù Jezuz-Krist, hag e velfet eo atav gwriziennet mat ar feiz e Plougerne.

1877
Daveenn : EKG.I. p.238-239

Koulskoude an diotachoù-se a zo bet prezeget dre hor bro, ha dalc’het ker start dezho gant ar Republik, ma’z eus meur a veleg hag a zo bet er prizon hag a zo marv dre ar "c'hilhotin", abalamour ne falveze ket dezho sentiñ ouc’h traoù ken diskiant.

1877
Daveenn : EKG.I. p.6-7

N’oa ket a-walc’h c’hoazh kement-se : bemdez, goude merenn, e testume ar vugale a-dro-war-dro en he c’hambr, hag eno e teske dezho o fedennoù, e rae dezho katekiz hag ec’h alie anezho da bellaat dioc’h an dud fall a rede ar vro en ur brezeg a-enep ar veleien hag a-enep relijion Jezuz-Krist.

1878
Daveenn : EKG.II p.178

— D’am zro, Aotrou person Gall ! A-barzh ma vezo noz e-berr, me 'gred ho pezo paeet din-me ho tle. En dro-mañ e vezo din-me da brezeg !...

1878
Daveenn : EKG.II p.149

Va gwall ha va zorfed Dirak an nasion, Eo ma em eus prezeget An Aviel gwirion, Tamallet al lezenn Da vezañ chismatik, Hag ouc’hpenn ivez, heretik.

1878
Daveenn : EKG.II p.246-247

prezeg

1909
Daveenn : BROU p. 412 (parler en public)

Hag e kaozeent, hag e prezegent, dever enne.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.949 (Mae 1924)

Na glask ket drevezañ ar re-all, nag en o gwiskamant, nag en o c’herzhed, nag en o emzalc’h, nag en o doare prezeg, mennozhiañ pe oberiañ. Na c’hoanta nag o c’heneilder, nag o meuleudi, nag o strakadoù-daouarn.

1924
Daveenn : SKET.II p.31

Enni emañ o veskañ u[n] niver dreist-kred a bobladoù hag a veuriadoù, o prezeg en un niver dreist-muzul a yezhoù.

1924
Daveenn : SKET.II p.70

Ar vartoloded, en-dro d’ar wezenn-dilh, a deue da gaozeal, da brezeg, evel gwechall-gozh an dud a skiant vras war an heñchoù, war leurioù-kêr evit diskiñ d’o diskibien an traoù burzhudus a oa diwanet en o spered pe o devoa dic'hwriziennet eus hini ar re all.

1925
Daveenn : BILZ2 p.133

aotren ub. da brezeg

1931
Daveenn : VALL pg autoriser (qqn à parler)

aotren da ub. prezeg

1931
Daveenn : VALL pg autoriser (qqn à parler)

An Ao.Ao. Corven ha Caouissin a dro ar selloù war an teatr, en deus kalz d'ober, e Breizh, a-benn bezañ stummet diouzh ar vicher en gweler oc'h ober hiriv e lec'h all : prezeg d'an dud a-vremañ, 'n un doare bev, krenn, nerzhus.

1935
Daveenn : BREI niv. 425/1c

Kevredigezh Celtia a gasas ul lizher digor da c'hournamant Frañs, e miz gwengolo 1902, evit sevel he mouez a-enep kelc'hlizher an aotrou Combes, ministr an Diabarzh, a zifenne ouzh ar velein prezeg brezhoneg hag ouzh ar vistri-skol gouzañv an disterañ ger brezhoneg.

1944
Daveenn : EURW.1 p.187

An aotrou Jozeb Loth, kelenner keltiek e Skol-Veur-al-Lizhiri Roazhon, a brezegas war "Donedigezh Breizhiz Breizh-Veur e Breizh-Vihan".

1944
Daveenn : EURW.1 p.188

- Pregit dimp !... Hag oc'h deut, daoust da se, d'en em... goll e gouelec'h kras ha krin Kastilha-Gozh ?

1949
Daveenn : SIZH p.45

- Me, dimezell, n'on na Tad na porzhier. Pediñ a ran an Aotrou Doue, avat, ma ray diouzhin ur servijer doujus hag ur beleg izel e galon, hogen barrek hag helavar da brezeg E Anv Santel.

1949
Daveenn : SIZH p.45

E gefridi a oa prezeg Komz ar Wirionez d'ar bobl fidel, en argoll er Bed Bras, Ha petra a ouie, eñ, diwar-benn ar Bed Bras ?... Milligañ pec'hedoù ar C'hig ?...

1949
Daveenn : SIZH p.64

Em c’horn-bro, e parrezioù ’zo ne vez bremañ prezeget nemet e galleg, graet e vez ar c’hatekiz e galleg, e galleg e vez lennet lizheroù an Eskob ha kanet e vez ar seurt kantikoù : « Catholiques et Français toujours ! ».

1954
Daveenn : VAZA p.59

Rak er maread-se, e oa techet kanfarded ar gouarnamant, radikaled an darn vuiañ anezho, da brezeg an emglev hollvedel hag ar peoc’h peurbadus.

1954
Daveenn : VAZA p.121

Deomp-ni ho Nasion 'brezeg breudeuriezh.

1960
Daveenn : PETO p49

N'eo ket a-walc'h prezeg diwar-benn an emgann diwezhañ evit ma teufe da wir, na gervel d'ar brezel evit bezañ ur stourmer radikal.

2015
Daveenn : DISENT p38

Ofis publik ar brezhoneg