1. V.k.e.
Droukkomz eus (ub.).
Gouzañv ar re a gred droukprezeg an dud all.
&
(en tu gouzañv)
Droukprezeget on gant an dud-se. Me zo bet kasaet ha droukprezeget.
HS. begata, dichekal, dispenn, gwallvrudañ, hiboudiñ.
2. V.k.d.
Droukprezeg a, eus, diwar-benn ub. : droukkomz anezhañ.
Meur a deod lardet-druz a zroukprezege diwar e benn. Dont da zroukprezeg an eil eus egile.
HS. drouklavaret, gwallgomz.
N’em eus ket lavaret gaou na laeret ; n’on bet na teodek, na diek, nag aonik ; va breudeur ha va c’hoarezed, n’em eus ket o lazhet, n’em eus ket o skoet, n’em eus ket o zouellet ; droukprezeget n’em eus ket ouzh hini anezho.
N’em eus ket lavaret gaou na laeret ; n’oun bet na teodek, na diek, nag aonik ; va breudeur ha va c’hoarezed, n’em eus ket o lazet, n’em eus ket o skôet, n’em eus ket o zouellet ; drouk-prezeget n’em eus ket ouz hini anezo.