Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
134
Diskwel ar gerioù kar

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an dud) Douget da glask noazout d'e nesañ. Bez' ez eus tud drouk war an douar. Ar re vat hag ar re zrouk. HS. divat, fallakr. ES. mat. & Bezañ drouk ouzh ub. : bezañ fall, kriz outañ. 2. (db. al loened) A glask tagañ. Ur c'hi, ur marc'h drouk. HS. blech, fall. 3. (db. oberoù an dud) Noazus. Ur gaou drouk. 4. Daoulagad drouk : drougiezh enno. Selloù drouk : a ziskouez an drougiezh. 5. (db. doare (I 2) an dud) Fall. Evel-se ne vo ket drouk ma zraoù, da c'hortoz gwell. Setu ni en hol loj nevez ; n'emaomp ket drouk eno, ne met yen eo. 6. Bezañ drouk gant ub. e (+ v. en doare div.). Kavout drouk e (+ v. en doare div.) : kavout fall e (+ v. en doare div.). Drouk eo bet ganto e vijec'h aet d'ober an dra-se. 7. (distag diouzh e genarroud) Drouk ha mat (e vo) gant ub., pe zrouk pe vat e vo gant ub., pe zrouk e vo gant ub. pene vo, bezet drouk bezet mat gant ub. : pe e vo plijet pe ne vo ket. Drouk ha mat gantañ, ne vern ket. Bezet drouk bezet mat gant neb a garo, me ne ran forzh. 8. (dirak un av.) Ne vefe ket drouk da ub. : ne vefe ket fall dezhañ. Ne vefe ket drouk dit diskuizhañ un tamm bennak. & (dirak unan eus ar stagelloù ma pe mar) Ne vo ket drouk da ub. : n'en do ket lec'h da glemm. Ne vo ket drouk dimp mar kavomp ur preti zo digor d'an eur-mañ. 9. N'eo na mat na drouk : na mat na fall.

Skouerioù istorel : 
33
Kuzhat roll ar skouerioù

drok

1499
Daveenn : GAVH p17

drouk

1499
Daveenn : LVBCA p66 (mauluais ; mal, mauluais)

flaeriañ drouk

1499
Daveenn : LVBCA p66, 77 ('sentir mauvais')

M. Petra eo urzh ? D. Ur Sakramant lekaet en Iliz, pe dre hini e resev ar veleien puisañs ha galloud da gonsakriñ korf hor Salver binniget, absolv ar re pere zo roet dezhe en karg, hag ober an traoù all pere a goñsern evit polis an Iliz, pe en tra ez eo ret obeisañ dezhe, pan vent c'hoazh tud a zrouk vuhez.

1622
Daveenn : Do. p48

drouk

1659
Daveenn : LDJM.1 pg mauuais

[M.] Petra ez eo Urzh ? D. Bezañ ez eo ur sakramant lakaet en Iliz, pe dre hini e resev ar veleien ar galloud da goñsakriñ korf hon Salver binniget Jezus, da absolv ar re pere zo roet dezho e garg, ha da ober an traoù all pere a goñsern polis an Iliz, pe en dra eo ret sentiñ outo, pa vent c'hoazh tud a zrouk vuhez.

1677
Daveenn : Do. p49

Ar madoù drouk akuizitet ned eont ket bede an drede gouenn.

1732
Daveenn : GReg pg generation (Les biens mal acquis ne passent pas à la troisiéme génération.)

gwin drouk ha mat

1732
Daveenn : GReg pg (vin) bourru

drouk, diaes da gontantiñ

1732
Daveenn : GReg pg difficile (à contenter)

Ar madoù drouk ackuizitet ned eont ket bede an drede lignez.

1732
Daveenn : GReg pg generation (Les biens mal acquis ne passent pas à la troisiéme génération.)

Ar finesa ned eo na re vat na re zrouk, flodañ a ra entre ar vis hag ar vertuz.

1732
Daveenn : GReg pg floter (La finesse n'est ni trop bonne, ni trop mauvaise, elle flote entre le vice & la vertu.)

Ar finesa ned eo na re vat na re zrouk, neuiñ a ra entre ar vis hag ar vertuz.

1732
Daveenn : GReg pg floter (La finesse n'est ni trop bonne, ni trop mauvaise, elle flote entre le vice & la vertu.)

ur gaou drouk eo

1850
Daveenn : GON.II pg drouk, droug

Ar grizderioù [sic] a ra drouk d'ar vugale

1850
Daveenn : GON.II pg krisder, krizder

drouk

1850
Daveenn : GON.II pg drouk, droug

n'eo ket drouk ar c'hi-se

1850
Daveenn : GON.II pg drouk, droug

drouk eo bet gantañ e vec'h deuet

1850
Daveenn : GON.II pg drouk, droug

Ar c’hi-mañ a zo drouk.

1850
Daveenn : GON.II p.68

Gwall zrouk eo ho ki.

1850
Daveenn : GON.II p.88, livre second, « Votre chien est très méchant ».

drouk

1850
Daveenn : GON.II p.13, introduction, "mauvais, méchant".

drouk

1850
Daveenn : GON.II pg divad, drouk, droug, fall, fallakr, fallagr

Gwell ober mad 'vit kaout barv / Bezet drouk en den a garo !

1867
Daveenn : MGK p133

En em ziwallit, en em gendalc’hit evit ho pugale, evit ivez ho paotr koshañ, eñ drouk gwechall, pehini hoc’h eus ranket gourdrouz ken alies, ha pehini evelkent, mamm Izabel, ho kare eus a-greiz e galon.

1925
Daveenn : BILZ2 p.182-183

Soñj hoc’h eus, mamm : pa skoent warnon gant o gwalinier er presbital, me n’em boa graet netra a zrouk.

1925
Daveenn : BILZ2 p.132

avel drouk

1927
Daveenn : GERI.Ern pg avel

na drouk na mat

1931
Daveenn : VALL pg (propos) anodin

Hor mammoù hor frealze, mes kaer o doa d'ober [sic, ober], an dour a groge da sevel d'hon daoulagad dija : petra 'vije 'benn emberr, ma zud keizh... pa vije ret dimp kousket an nozvezh kentañ er-maez ar gêr, en ur gwele kalet, e-kichen paotredigoù dizanvez... drouk marteze... ?

1944
Daveenn : EURW.1 p31

Drouk e oa er jeneral, "rak", emezañ, "ne ouiemp netra [...]".

1944
Daveenn : EURW.1 p.198

Ned out, padal, bet ran biskoazh / Gant tinell vat, nag aour zoken, / Daoust d'an teodadou 'glevez c’hoazh / Gant enebourien drouk ha yen.

1960
Daveenn : PETO p28

O ! Gaid Kêrlennou, maouez drouk, / Ganeoc'h moarvat on bet sammet, / Met n'hellan kilañ ur gammed / Anez war var lakaat ma goûg.

1960
Daveenn : PETO p38

Roc'honell verr, huanad drouk / ' Zo gantañ[,] tenn[,] e toull e c'hoûg.

1960
Daveenn : PETO p80

N'eo ket drouk ganin tamm ebet evit gwir e kavfe trenk ha c'hwerv an holl seurtanvet pennoù bras-se gant an tailhanter broadel, hag ar Servij Kelaoua Broadel ivez.

2015
Daveenn : EHPEA p346

Ha dav e vefe laoskel e c'hwervoni da zispakañ, treiñ e fulor e kasoni, klask ober mezh d'an dud gant komzoù drouk ?

2015
Daveenn : DISENT p64

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial