Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. 1. [1732] Komz, diviz. An oberoù a dalv gwell eget ar prezegoù. [1732] Prezeg fas-ouzh-fas. [1732] Ur prezeg troidellus, evit ur gomz pe ziv. Skuizhañ o klevet prezegoù ub. 2. [1850, 1867, 1985] Prezegenn (2). An eskob en deus graet ur prezeg. [1850] Re hir eo bet e brezeg. II. H.g. 1. [1960] Barregezh da gomz. Koll ar prezeg. Reiñ ar prezeg d'ar re vut. & Trl. [1867] Klevet prezeg : bezañ reizhet, kenteliet. 2. YEZHON. Barregezh, doare da ezteuler ar soñjoù dre gomz. & Kevrennoù, elfennoù ar prezeg : ar rummennoù gerioù eur boas d'ober ganto (an anvioù-kadarn, an anvioù-gwan, ar verboù, an adverboù, an araogennoù, h.a.).

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

Ar gresim hag al latin o deus flipet un niver bras a c'herioù eveus al langaj a brezeg ar Vretoned en Breizh-Arvorig hag en Breizh-Veur.

1732
Daveenn : GReg pg grec (La langue grecque, & la latine ont pris beaucoup de mots de la langue des anciens Celtes, lorsqu'ils s'appelloient encore Gomariens, & Titans, selon le Reverend Pere Dom Paul Pezron Bernardin, dans son livre, de l'antiquité de la nation & de la langue des Celtes, ou anciens Gaulois.)

prezegoù fas-ouzh-fas

1732
Daveenn : GReg pg abouchement

ur prezeg troidellus, evit ur gomz pe ziv

1732
Daveenn : GReg pg circonlocution (periphrase)

prezeg fas-ouzh-fas

1732
Daveenn : GReg pg abouchement

ur prezeg pergen en deûz

1850
Daveenn : GON.II.HV pg prézek

prezeg

1850
Daveenn : GON.II pg prézek

prezeg

1850
Daveenn : GON.II pg prézek

prezeg

1850
Daveenn : GON.II pg prézek

prezeg

1850
Daveenn : GON.II pg prézek

diouzh e brezeg en anavezan

1850
Daveenn : GON.II pg prézek

re hir eo bet e brezeg

1850
Daveenn : GON.II pg prézek

An tammig prezeg-mañ, displeget gant furnezh, a voe tost da stagañ, a-zispilh ouzh an drez, pennad ar goulm skañvbenn, hag anez ma oa hedro, anez ma he doa c'hoant mont da welet ar vro, ne vije ket aet diouzh ar gêr.

1867
Daveenn : MGK p18

Dre varvailhoù alies / E teu da galz a dud mui a skiant, a furnezh, / Evit klevet prezeg, evit lenn levrioù kaer.

1867
Daveenn : MGK p4

An touseg-se, an den, oc'h pep prezeg[,] bouzar, / Ne lavaro biken : « Pevar droatad douar / Am goloio er bez. »

1867
Daveenn : MGK p96

O klevet va frezeg arabat e ve poan : / An den a-zioc'h e vez a varv gant muiañ doan.

1867
Daveenn : MGK p103

Nemet, kalz a zo hag a lavar, ar gwirheñvel kentoc’h e-tu ganto, n’oa ket mibien ha gourvibien Vanos emaon o paouez envel, ez wirion, kavadennourien, kelennet ma ’z oant bet war ar binvioù hag an troioù-micherioù a greder a voe kavet ganto, kerkoulz ha war reolennoù an azeulerezh hag ar pedennoù, e-kerzh emweladennoù ha kenprezeg bet etrezo ha krouadurien a zo eus gouenn an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.58

"prezeg goloet" g.

1923
Daveenn : SKET p.189, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Allusion".

Eno ho pije klevet tud fur o prezeg.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1121 (Miz Du 1924).

Sklintin ha flour edo o mouezh, ha koant ha seven o frezeg. Dic’hallus ez oa enebiñ : un taol dreist da nerzh mab-den !

1924
Daveenn : SKET.II p.35

prezeg goloet

1931
Daveenn : VALL pg allusion

Petra ' c'hoarvezfe ma vefemp dizornet ? / Hon teodoù simudet a chomfe skornet, / Rak diganto, da brezeg, ' lamfed ar gwir / Dre an urzh a lerez ken kalet ha dir.

1960
Daveenn : PETO p18

Evit un abeg heñvel e vez lesanvet alies ar Fang pe bPahouined mazoune dre ma 'z int techet da gregiñ o frezeg gant ar poz-se.

1985
Daveenn : DGBD p39

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial