Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1850, 1980, 2015] Displegadenn dre gomz zo graet dirak ur bodad tud. Un hir a brezegenn. 2. Ent strizh, RELIJ. [1659, 1732, 1850, 1960] Displegadenn gentelius a ra ar beleg er gador-brezeg war un danvez relijiel bnk. e-pad an oferenn. [1850] Ha klevet oc'h eus-hu ar brezegenn ? Kanañ ur c'hantik war-lerc'h ar brezegenn. HS. sarmon. & Trl. skeud. Selaou pater ha prezegenn : bezañ skandalet.

Skouerioù istorel : 
28
Kuzhat roll ar skouerioù

prezegenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Sermon

ar c'hloc'h-hont hon galv d'ar brezegenn

1732
Daveenn : GReg pg appeller

prezegenn familier

1732
Daveenn : GReg pg exhortation (petit sermon)

prezegenn

1850
Daveenn : GON.II pg prézégen

prezegennoù

1850
Daveenn : GON.II pg prézégen

Ha klevet oc'h eus-hu ar brezegenn ?

1850
Daveenn : GON.II.HV pg prézégen

Na roit dezhañ da bried nag ho c’hoar, nag ho merc’h, nag ho karez, ha na aotreit ket e veskfe e wad gant hoc’h hini, e trofe da fall an dud yaouank dre brezegennoù ha largentezioù, e savfe e vouezh e kuzuliadegoù an tiegezh, e bodadegoù ar boblad.

1923
Daveenn : SKET p.53

Bilzig a selaoue, hag a gleve prezegenn ar gwragez, en-dro da Izabel.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.813 (Miz Genver 1924)

Ar re Fur eus ar C’hres, dre o frezegennoù hag o skridoù, a lavar emañ an emanavezout diazez ar furnez evit an den.

1924
Daveenn : SKET.II p.30

Un devezh bennak, pa n’em bo netra da ober, me a zanevello deoc’h ar brezegennoù kaer, ar c’haozoù fur-meurbet a c’hane niverus war o zeod, a zifluke, a nije eus, o ginou, evel gwenan eus o c’hest.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1121 (Miz Du 1924).

Pell amzer a oa, abaoe ma oa ar bagoù all er porzh. Pelec’h e oa daleet ar Gwennili ? Pelec’h ?… Petra ’zo erruet gantañ ? Ha dindan ar wezenn-dilh ar prezegennoù ac’h ae en-dro : pelec’h eo chomet ar Gwennili ?

1925
Daveenn : BILZ2 p.113

galvad ouzh unan er brezegenn

1931
Daveenn : VALL pg (rhétor.) apostrophe

prezegenn amplaat

1931
Daveenn : VALL pg amplification (oratoire)

prezegenn difenn

1931
Daveenn : VALL pg apologie

reiñ tro d'e brezegenn

1931
Daveenn : VALL pg allonger (son discours)

Prezegenn graet gant an Ao. Perrot ha skingomzet gant Roazhon-Breizh da Sadorn-Fask ; a-raok ar brezegenn, Mona Pesker a ganas kantik ar Basion, ha, war-lerc'h, Strollad kanerien ha sonerien Roazhon-Breizh a zisklêrias un oratorio nevez-flamm savet gant Jef Penven war gwerzioù an Ao. Bourdelles en e « Basion an Aotrou Krist. »

1942
Daveenn : FHAB niv. Meurzh/Ebrel, p133

Ma fennad kentañ e brezhoneg a voe embannet e niverenn gentañ miz Du : un droidigezh e oa eus ur brezegenn graet gant an Eskob Dulong diwar-benn Sant Paol a Leon.

1944
Daveenn : EURW.1 p85

E kevredigezh a[r] Werc'hez Vari e veze graet prezegennoù gant ar skolidi wellañ, war destennoù a bep seurt ; ar brezegenn a veze lennet gant ar skoliad d'ar genvreudeur all, ha pep hini en doa frankiz da rendaeliñ ha da vreutaat diwar he fenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p52

Ar vrogarourien a oa bet pedet holl d'en em gaout e sal vras ti-kêr Montroulez, kentañ solieradur, d'ar Sadorn 13 a viz Eost 1898 da glevout prezegennoù a-zivout adsavidigezh Breizh.

1944
Daveenn : EURW.1 p66

Goulennet e oa bet ganin digant renerien "Kelc'h keltiek" kêr ober ur brezegenn diwar-benn tra pe dra.

1944
Daveenn : ARVR Niv. 165

Goude ar brezegenn-se, ar mestr bras (a grene an holl pa grize e dal), a deurvezas enaouiñ e c’houlaouenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.200

- Hag e ri, a-hed da vuhez manac'h, prezegennoù helavar diwar-benn traoù n'anavezez ket.

1949
Daveenn : SIZH p.57

Gant seurt prezegenn ranezenn / Out ker sot hag ur banezenn. / Gwelloc'h ' vefe dit prederiañ / 'Lec'h chom arc'hoazh da zizeriañ.

1960
Daveenn : PETO p21

Ur gerig e brezhoneg, ne vije nemet "ur c'henavo" a gas muioc'h hor yezh war-raok evit milvet embannadur ur brezegenn c'hallek hir-spontus

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 2

Deoc'h d'en em c'houlenn hag-eñ e vo komprenet aes a-walc'h, gant an dud a fell deoc'h tizhout, ar brezegenn hag an daveoù kavet enni koulz hag ar stumm roet dezhi.

2015
Daveenn : DISENT p129

An doksa a rae Pierre Bourdieu deus an aviel-se : ur brezegenn graet gant tud ar galloud evit souten tud ar galloud.

2015
Daveenn : DISENT p116

Kentizh ha ma veze echu e brezegenn a-zivout al livouriezh pe ar weladenn heñchet e sal an taolennoù e tistroe d'e wir anien, a oa ar rogentez hag an dispriz ouzh ar re all.

2015
Daveenn : EHPEA p56

Gallout a reer adkemer prezegenn ar stourmerien, pe hini an enebourien, dirak an arvesterien, gant binvioù ar furlukined, da lâret eo ar fent hag an dreveziñ dreist pep tra.

2015
Daveenn : DISENT p55

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial