priellek
douar priellek
Ne lavarin anv maouez ebet, rak merc’hed ar c’hêriadennoù am eus anvet a oa aet da Garreg-al-Louarn ar buanañ m’o doa gallet ; holl e oant aet di eus an hini vrasañ betek an hini vihanañ, an hini goshañ evel an hini yaouankañ, dre hent[-]bras, dre hent-karr, dre gwenodenn ha kammboulenn, dreist kleuzioir [sic, "kleuzioù"], a-dreuz gwarimier sec’h ha parkeier priellek, holl, holl, d’ar red, eeun gant o hent ar re a c’halle mont, kamm-digamm ar re all, pep hini hervez hirder ha nerzh he divesker.
Hag ar pennad hent am boa anavezet ken priellek ha flabous e kostezioù Ntoum c'hwec'h miz a-raok a oa bremañ goloet a c'heot hir, ken gwazh hag ur foenneg.
Damwelet en doareoù kemmus-se, gant ar straedoù priellek hag an dremenidi loudour, gant ar c'hleuzeureier na oant bet morse lazhet pe kempennet e doare da zerc'hel penn ouzh an deñvalijenn aloubus ha kañvaouus-se, e tenne karter rec'hus Soho, dindan selloù an noter, da garter ur gêr gwelet en un hurlink.
Mots précédents
Mots suivants
priellenn