Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an atil) [1732, 1931] Ennañ kalz a bri (I1). [1732, 1931] Douar priellek. HS. priek 2. Dre ast. (db. an hentoù dh.) [1944, 1985, 2012] Fankek. [1944] a-dreuz gwarimier sec’h ha parkeier priellek [...]. [1985] Ar pennad hent am boa anavezet ken priellek ha flabous. [2012] Ar straedoù priellek hag an dremenidi loudour. DHS. kailharek, lagennek, priek

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

douar priellek

1732
Daveenn : GReg pg argileux

priellek

1732
Daveenn : GReg pg argileux

priellek

1931
Daveenn : VALL pg argileux

douar priellek

1931
Daveenn : VALL pg argileux (terre argileuse)

Ne lavarin anv maouez ebet, rak merc’hed ar c’hêriadennoù am eus anvet a oa aet da Garreg-al-Louarn ar buanañ m’o doa gallet ; holl e oant aet di eus an hini vrasañ betek an hini vihanañ, an hini goshañ evel an hini yaouankañ, dre hent[-]bras, dre hent-karr, dre gwenodenn ha kammboulenn, dreist kleuzioir [sic, "kleuzioù"], a-dreuz gwarimier sec’h ha parkeier priellek, holl, holl, d’ar red, eeun gant o hent ar re a c’halle mont, kamm-digamm ar re all, pep hini hervez hirder ha nerzh he divesker.

1944
Daveenn : ATST p.80

Hag ar pennad hent am boa anavezet ken priellek ha flabous e kostezioù Ntoum c'hwec'h miz a-raok a oa bremañ goloet a c'heot hir, ken gwazh hag ur foenneg.

1985
Daveenn : DGBD p151

Damwelet en doareoù kemmus-se, gant ar straedoù priellek hag an dremenidi loudour, gant ar c'hleuzeureier na oant bet morse lazhet pe kempennet e doare da zerc'hel penn ouzh an deñvalijenn aloubus ha kañvaouus-se, e tenne karter rec'hus Soho, dindan selloù an noter, da garter ur gêr gwelet en un hurlink.

2012
Daveenn : DJHMH p39

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial