Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
118
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. A. 1. Lakaat udb. e doare da vezañ implijet. Prientiñ an douar a-raok hadañ. Prientiñ boued. DHS. aozañ, fichañ, kempenn, terkañ. 2. Ober kement zo dleet a-benn seveniñ udb. Prientiñ ur veaj gant aket. & Labourat war udb. Prientiñ ur gentel. B. Ober war-dro ub. evit ma vo gouest, prest da seveniñ udb., kompren udb., h.a. Ar skol a brient ar vugale d'an arnodennoù. DHS. stummañ. II. (impl. dirak un av.) Bezañ e soñj ober udb. ha bezañ war-nes e ober. Prientiñ tagañ an enebour. Prientiñ mont da bourmen. DHS. fardañ, pourchas.

Exemples historiques : 
15
Masquer la liste des exemples

"En em brientiñ da ober", "danzen ober"

1924
Référence : SKET.II p.116 « Geriadurig », "Se préparer à faire".

"prientiñ", "danzen", "darbar"

1924
Référence : SKET.II p.116 « Geriadurig », "préparer".

en em brientiñ

1931
Référence : VALL pg (s')arranger

prientiñ mont

1931
Référence : VALL pg (s')apprêter (à aller)

« Hennezh eo en deus renket ha prientet an traoù ».

1944
Référence : EURW.1 p71

« A-walc’h ac’h eus galoupet, ha poent eo dit chom pozet da brientiñ da vuhez da zont. Skrivañ er c’hazetennoù, kanañ kanaouennoù, ober sarmonioù d’ar bobl, ne zigasas biskoazh dour da vilin den. »

1944
Référence : EURW.1 p.208-209

« Emeur oc'h echuiñ he frientiñ. »

1944
Référence : EURW.1 p80

Un afer vras eo d'ur vamm prientiñ traoù he bugel, pa zisparti diganti ar wech kentañ da vont d'ar golaj.

1944
Référence : EURW.1 p29

Tud a boell an dispac'herien / A zo hor gwashañ mac'herien / Dalc'hmat o klask prientiñ freuz / Ha skignañ gwalleurioù ha keuz ?

1960
Référence : PETO p18

Mignoned ho poa pedet. Prientet ho poa un nebeud lipouserezh. En aner hoc'h eus gortozet ho mignoned. Deuet ez eus tud all diwezhatoc'h, ha lipet ar meuzioù fin. Erfin e tegouezh ar reoù pedet. Ne oa mui nemet restachoù. Na kasaus eo evidoc'h !

1973
Référence : HYZH Niv. 88, p43, Anjela Duval

Kennerzhet e voen gant ar c'heloù-se, hag e c'hellis mont evel-se, un tamm divec'hiet va spered, da Loperc'hed da sikour va mamm da brientiñ douar evit lakaat sivi.

1985
Référence : DGBD p5

An ostizion a oa laouen da virout ur pennadig c'hoazh an noter tavedek, pa edo ar pennoù skañv hag an deodeion war an treuzoù endeo ; plijet e oant da chom ur predig amzer e kompagnunezh an den emzalc'hus-se ; en em brientiñ a raent d'an digenvezded

2012
Référence : DJHMH p32

Goulennit amzer evit prientiñ ho tifennoù, evel-se ho po gounezet un toullad mizioù.

2015
Référence : DISENT p172

Anat eo n'int ket evit kompren penaos int en em gavet e-kreiz ar janglenn p'o doa prientet mont d'ar C'hiklades.

2015
Référence : EHPEA p33

Er parkoù, ar skeud oc'h en em ledañ goustad warno, e weler traktourioù o treuziñ-didreuziñ an douaroù nevez difrouezhet, o touarañ an eost kozh hag o prientiñ an hini da zont war un dro, heuliet gant nijadoù skreved trouzus ha lontek.

2015
Référence : TEVAG p. 5

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux