Mignoned ho poa pedet. Prientet ho poa un nebeud lipouserezh. En aner hoc'h eus gortozet ho mignoned. Deuet ez eus tud all diwezhatoc'h, ha lipet ar meuzioù fin. Erfin e tegouezh ar reoù pedet. Ne oa mui nemet restachoù. Na kasaus eo evidoc'h !
Kennerzhet e voen gant ar c'heloù-se, hag e c'hellis mont evel-se, un tamm divec'hiet va spered, da Loperc'hed da sikour va mamm da brientiñ douar evit lakaat sivi.
An ostizion a oa laouen da virout ur pennadig c'hoazh an noter tavedek, pa edo ar pennoù skañv hag an deodeion war an treuzoù endeo ; plijet e oant da chom ur predig amzer e kompagnunezh an den emzalc'hus-se ; en em brientiñ a raent d'an digenvezded
Goulennit amzer evit prientiñ ho tifennoù, evel-se ho po gounezet un toullad mizioù.
Anat eo n'int ket evit kompren penaos int en em gavet e-kreiz ar janglenn p'o doa prientet mont d'ar C'hiklades.
Er parkoù, ar skeud oc'h en em ledañ goustad warno, e weler traktourioù o treuziñ-didreuziñ an douaroù nevez difrouezhet, o touarañ an eost kozh hag o prientiñ an hini da zont war un dro, heuliet gant nijadoù skreved trouzus ha lontek.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
prientiñ