1. Diouer a voued e-touez ur strollad tud, ur boblañs.
Un naonegezh vras a gouezhas war ar vro. Da heul naonegezhioù e teu kleñvedoù pegus.
DHS. dienez, keraouez.
HS. kernez.
2. Ent strizh
Doug da zebriñ kalz.
Mar harzfe ouzh e naonegezh ne vefe ket ken tev.
Référence :
GReg
pg famine (disette de tout. on écrivoit : naffnéguez)
kemeret ur gêr gant naonegezh
qemeret ur guear gad naounéguez
1732
Référence :
GReg
pg (prendre une ville par) famine
Ar brezel, ar bos, hag an naonegezh a zo gwalinier Doue.
Ar bresell, ar boçz, hac an naounéguez a so goaleigner Douë.
1732
Référence :
GReg
pg fleau (Les fleaux de Dieu sont la guerre, la peste, & la famine.)
un naonegezh vras a oe er bloaz-se
eunn naonégez vrâz a oé er bloaz-zé
1850
Référence :
GON.II
pg naonégez, naounégez
En amzer ur barner, pa c’hourc’hemenne ar varnerien, c’hoarvezas naonegezh er vro.
Enn amzer eur barner, pa c’hourc’hémenné ar varnerien, c’hoarvézaz naounégez er vrô.
1850
Référence :
GON.II
p.97, Buez Ruth.
en amzer-se e c'hoarvezas un naonegezh vras
enn amzer-zé é c'hoarvézaz eunn naouégez vrâz
1850
Référence :
GON.II
pg enn
naonegezh
naonégez
1850
Référence :
GON.II
pg naonégez, naounégez
naonegezh
naounégez
1850
Référence :
GON.II
pg naonégez, naounégez
An eil gwalenn e voe se. An drede gwalenn e voe an naonegezh hag ar c’hleñvedoù a beurvarras war ar c’hentañ gwall gant ar varc’hadourien hag ar vrezelourien.
An eil gwalenn e voe ze. An drede gwalenn e voe an naonegez hag ar c’hlenvedou a beurvarras war ar c’henta gwall gand ar varc’hadourien hag ar vrezelourien.