Houp ! ul lamm hag eñ war an hent. Tennet a boan ! Evurus !… Met petra, petra ? Drign ! drign ! baoñ ! baoñ ! ar gastolorenn a lamm war e lerc’h, eus an eil maen d’egile. Ha Pipi da redek. Houp ! houp ! met ar gastolorenn daonet, krog en e lost, ne zistage ket. Houp ! houp ! d’an daoulamm-ruz hag ar vugale war e lerc’h o youc’hal. Ar vein a fron en-dro dezhañ. Buan, buanoc’h c’hoazh !… Pipi diot-nay… Pelec’h ec’h a ?… Drign ! drign !
Hag ar merc'hed 'ta ! kerkent ha ma kroge gant an danvez-se, kerkoulz e veze dimp klenkañ hol levrioù, rak d'ober en devoa bet graet gant gisti a bep seurt gouenn, re wenn evel-just, re velen, du, pe ruz, ha diouzh e glevout, holl e oant sot-nay gantañ : dedennet e vezent emichañs gant liv, ment ha stumm e fri.
Gallout a ra ivez nac'h sentiñ ouzh un urzh hag a seblant sot-nay dezhañ.
Lavaret a reas dezhañ e oa sot-nay, ha mont kuit.
Mots précédents
Mots suivants
Nazared