Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. Ag. pet. Anv-gwan a dalvez da verkañ ur renk, un niverenn urzhiañ a glot gant an niver nav. An navvet miz. An navvet lodenn. II. Rag. pet. 1. Raganv a dalvez da verkañ ur renk, un niverenn urzhiañ a glot gant an niver nav. 2. Tr. adv. D'an navvet, da navvet : er renk a glot gant an niver nav, hervez un urzh bnk. III. Termen a dalvez da aroueziñ sifr an unanennoù en niveroù petvediñ. An navvet bloavezh ha daou-ugent eus e oad. An navvet devezh warn-ugent.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

ar bloazioù navet ha daou-ugent, c'hwec'hvet hag hanter-kant, ha trede ha tri-ugent, a zo, hervez an astrolojianed, ar re dañjerusañ da dremen ; abalamour ma vezer neuze oajetoc'h

1732
Référence : GReg pg climacterique (les années 49. 56 & 63. sont les plus dangereuses ; selon les Astrologues ; parce que l'on est plus avancé en âge)

An dekretalennoù, dastumet gant S. Ramon de Penyafort, dre urzh ar Pab Gregor Navvet en anv.

1732
Référence : GReg pg decretale (les Décretales, second volume du Droit Canonique)

navvet

1850
Référence : GON.II pg naved

an navvet miz

1850
Référence : GON.II pg naved

Navet

1850
Référence : GON.II p.25, livre premier, "neuvième".

Na rit van ebet c’hoazh, eme ar sakrist, ken n’am bezo skoet an navet taol.

1877
Référence : EKG.I. p.117

— Mat, ni a yoa deuet pevar, ha n’eus lazhet nemet unan ac’hanomp. Mes eus ar barrez a-gichen avat e oant deuet nav ; eizh a zo bet lazhet ; an navet a yoa aet dec’h en un ti aze e-kichen, da esa digeriñ un armel, hag en deus bet un taol pal diwar e benn ken don, ma weler e empenn dre ar faout ; me 'gred eo graet gantañ ivez.

1878
Référence : EKG.II p.128

An navet nozvezh a viz Mediosamonios (1), d’ar sav-heol, an navet bloavezh goude din distreiñ eus broioù ar C’hreisteiz, Kissiambos (2) ha pennoù an Aulerked o vezañ klevet va dezo ha kavet mat anezhañ, em eus graet ar roadoù sakr ha sevenet al lidoù dleet, ha staget da skrivañ em domani Blatomagos, e bro an Aulerked (3).

1923
Référence : SKET p.23

navet miliad ul levr

1924
Référence : SKET.II p.135 « Geriadurig », (Le neuvième mille d’un ouvrage).

Hounnezh e voe al lazhadeg a-vagadoù a reas Litavis eus erevent kriz an draonienn betek an navet kan-dour.

1924
Référence : SKET.II p.56

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux