— Mat, ni a yoa deuet pevar, ha n’eus lazhet nemet unan ac’hanomp. Mes eus ar barrez a-gichen avat e oant deuet nav ; eizh a zo bet lazhet ; an navet a yoa aet dec’h en un ti aze e-kichen, da esa digeriñ un armel, hag en deus bet un taol pal diwar e benn ken don, ma weler e empenn dre ar faout ; me 'gred eo graet gantañ ivez.
An navet nozvezh a viz Mediosamonios (1), d’ar sav-heol, an navet bloavezh goude din distreiñ eus broioù ar C’hreisteiz, Kissiambos (2) ha pennoù an Aulerked o vezañ klevet va dezo ha kavet mat anezhañ, em eus graet ar roadoù sakr ha sevenet al lidoù dleet, ha staget da skrivañ em domani Blatomagos, e bro an Aulerked (3).
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
nay