nemeur
a-oude nemeur
ne deus nemeur
ne deus nemeur
nemeur
N'en deus nemeur dra.
N'en deus nemeur a dra.
Distreiñ rin hepdale, ha neuze hed-da-hed c'hwi a glevo ganin kement vo c'hoarvezet. An displeg a vo kaer; neb ne wel nemeur a dra, n'en deus nemeur ivez da lavaret da zen. O klevet va zroioù, c'hwi a drido laouen; ne vezo ket avat, ne vezo 'vit netra, rak emeve deoc'h-hu, setu a c'hoarvezas, p'edon el lec'h-mañ-lec'h; eno c'hwi hoc'h-unan, c'hwi gavo deoc'h bezañ, c'hwi ganin ken unvan !
"Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv; ar-re-se kalonek ne vezent diwezhat, da herzel ouzh pep droug ha da ober pep mad; marv int pell a zo, hag e-kreiz o bezioù, ouzh ho kwelet diskiant, poultrenn o relegoù, o eskern o stekiñ dindanoc'h a lavar; ez oc'h tud digalon, tud dall ha tud bouzar. Evel ur reverzhi, droug ar bed o sevel a ya en ho kwazied, ho laka da vervel; ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dishegar, savet da gontammiñ pep mad zo war an douar; genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro; ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh. Hama, a-barzh nemeur, e vo bec'h hag enkrez : ha penaos ne ve ket ? Pep droug a zo meulet; hiriv an den fallakr zo ar gwellañ deuet. An nebeudig re vat, flastret gant ar re fall, a rank mont da guzhet evit en em ziwall."
Petra zo da ober ? Nemeur a dra.
a-benn nemeur
nemeur
Ha tro-dro da Vreizh, ne gaver ket nemeur a draoù a rofe da grediñ en ur giladenn kalz brasoc'h eus ar mor.
A ! ne vin ket kozh ken e Karreg-al-Louarn ; a-raok nemeur amañ e teuio va zro da vont gant an Ankoù.
D'ar pec'hedoù-se, avat, Doue a vo bet trugarezus, dre ma oac'h bihan-kenañ, ha ne ouiec'h ket nemeur petra a raec'h.
Ober a reas egile un hej d'e skoaz. Ne gare ket nemeur e genvreur, abalamour d'e spered risigner.
Izeloc'h en diaz, a-us d'ur menestin foenneg, e disheol ur bochad gwez elv, e klouare ul lenn-kouronkañ, ma c'helled ebatiñ, goude bezañ pigellet pe douget boutegadoù atredoù, e-pad eurioù an deiz ; rak, - ar Reolenn a oa, - ne veze ket lezet nemeur ar baotred yaouank hep ober tra pe dra.
Evel m'am eus lavaret dija, va mamm, ma ne ouie nemeur lenn galleg, a zo bet deuet a-benn, drezi he-unan, da houzoud lenn brao ar brezoneg : brezoneg ar hatekiz, da genta, ha goude, brezoneg "Buhez ar Zent". (Evel ma'm eus lavaret dija, va mamm, ma ne ouie nemeur lenn galleg, a zo bet deuet a-benn, drezi hec'h-unan, da c'houzout lenn brav ar brezhoneg : brezhoneg ar c'hatekiz, da gentañ, ha goude, brezhoneg "Buhez ar Sent".)
Dizonet gant troiad Dakar, n'em boa ket nemeur a c'hoant da vont da straniñ da glask lakaat va zreid en douar.
Ne oa bet va mamm nemeur er skol : daou vloaz bennag, a gredan, a-veh ma ouie lenn galleg, med dond a reas da houzoud lenn mad ar brezoneg. ( Ne oa bet va mamm nemeur er skol : daou vloaz bennak, a gredan, a-vec'h ma ouie lenn galleg, met dont a reas da c'houzout lenn mat brezhoneg.)
tresoù e zremm a fiñve c'hoazh gant un azvan a vuhez, met a vuhez ne chome nemeur
Mots précédents
Mots suivants
nemorant