Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. [2012] En ul lec'h tost d'a lec'h m'emeur pe ma komzer diwar e benn. [2012] Da Sul, goude koaniañ, e oa boas da azezañ e korn an oaled, ul levr dizudi a zoueoniezh war al letrin, ken na sone daouzek taol an hanternoz gant horolaj an iliz a oa nepell. HS. damdost, e-kichen, e-kichenik, tost, tostik II. 1. [1923, 1943, 1944, 1949, 1985, 2015] NEPELL DIOUZH : war un hed bihan a-walc'h diouzh (ub., udb.). [1923] Eno, hon eus kleuzet poull e vez ha krugellet ar mein warnañ, nepell diouzh raosklegoù an aven a vez graet anezhi Tigris gant ar C’hresianed. [1943] Nepell diouzh an aod e kaver traezh pe lec'hid degaset gant ar stêrioù pe lamet diouzh an tornaodoù gant an donn. [1944] He zud a oa o terc'hel un ostaleri hag ur plas e Pont ar Gwin, nepell diouzh Lokrist. [1949] Harpañ a rejont dindan unan eus gwaregoù toull-didoull ar c'hloastr, nepell diouzh koloennoù ar gwenan. [1985] Bez e oa ivez ul letanant yaouank hag a oa o tont, eus kreizig-kreiz Afrika peogwir e teue eus Abeche, en Tchad, nepell diouzh ar Soudan. [2015] Un drovezh c'hoazh e oa bet skoachet ur c'hamera war vord ur wenodenn a gase d'al lec'h ma oa bodet disenterien, nepell diouzh un dachenn all miret strizh gant an arme. HS. damdost da, e-kichen, tost da 2. Trl. (dirak an ar. a) NEPELL AC'HANN : nepell diouzh al lec'h m'emeur. & [1924, 1944] NEPELL AC'HANO : nepell diouzh al lec'h meneget. [1924] [1944] Eñ a oa ganet e Keforc'h, parroz Skrignag ; hi nepell ac'hano, en Hellegoed, parroz Bolazeg.

Exemples historiques : 
12
Masquer la liste des exemples

Eno, hon eus kleuzet poull e vez ha krugellet ar mein warnañ, nepell diouzh raosklegoù an aven a vez graet anezhi Tigris gant ar C’hresianed.

1923
Référence : SKET p.19

nepell diouzh

1923
Référence : SKET p.186, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "non loin de".

Nepell ac’hano em eus anavezet Dêviata dre an dervennegoù anezhi uhel ha don, ha Vindomagos dre he c’hreñvlec’hioù gwenn gant ar vrezelourien heñvel ouzh doueed oc’h ober ged war ar mogerioù.

1924
Référence : SKET.II p.75

Nepell diouzh an aod e kaver traezh pe lec'hid degaset gant ar stêrioù pe lamet diouzh an tornaodoù gant an donn ; hag en donvor, kregin razek pe gailhastrek loenedigoù o vevañ er mor, pe c'hoazh lec'hid ruz -er Meurvor Habask dreist-holl- o tont diwar zanvezioù maenek ha n'eo ket diwar vuhezeged.

1943
Référence : TNKN p11

Eñ a oa ganet e Keforc'h, parroz Skrignag ; hi nepell ac'hano, en Hellegoed, parroz Bolazeg.

1944
Référence : EURW.1 p7

He zud a oa o terc'hel un ostaleri hag ur plas e Pont ar Gwin, nepell diouzh Lokrist.

1944
Référence : EURW.1 p45

Harpañ a rejont dindan unan eus gwaregoù toull-didoull ar c'hloastr, nepell diouzh koloennoù ar gwenan.

1949
Référence : SIZH p.53

Evit youc'hal e skrivomp, evit youc'hal hon dispi hag hon c'hounnar da vezañ bet beuzet, nepell eus aodoù Bro-Dreger, e gerioù flour ha luskellus ul lanv du all.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 2

Bez e oa ivez ul letanant yaouank hag a oa o tont, eus kreizig-kreiz Afrika peogwir e teue eus Abeche, en Tchad, nepell diouzh ar Soudan.

1985
Référence : DGBD p200

Da Sul, goude koaniañ, e oa boas da azezañ e korn an oaled, ul levr dizudi a zoueoniezh war al letrin, ken na sone daouzek taol an hanternoz gant horolaj an iliz a oa nepell.

2012
Référence : DJHMH p19

Nepell diouzh an emskiant-se hag a zo bet dielfennet amañ ganimp, hag e kreizig-kreiz ar stourm difeuls, emañ ar gredenn-se: gant an dud disent e vez servijet ar wirionez - komz a rae Gandhi deus ar Satyâgraha, da lâret eo hent ar wirionez - hag a vez-hi trec'h bepred.

2015
Référence : DISENT p47

Un drovezh c'hoazh e oa bet skoachet ur c'hamera war vord ur wenodenn a gase d'al lec'h ma oa bodet disenterien, nepell diouzh un dachenn all miret strizh gant an arme.

2015
Référence : DISENT p136

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux