Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
4
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.g. 1. (db. an dud, al loened) En em embreger war-c'horre an dour pe en dour dre ober fiñvoù diouzh se gant e izili. Gouzout neuñviñ. & Trl. Poull-neuñviñ : poull-neuial. & Trl. kv. Neuñviñ evel ur c'hi plom : na c'houzout neuñviñ pe neuñviñ fall-tre. Neuñviñ evel ur pesk : gouzout neuñviñ mat-tre. & Trl. skeud. Bezañ etre beuziñ ha neuñviñ : bezañ en ur blegenn arvarus, etre div stad, etre mat ha divat, etre gwellaat ha fallaat. & Neuñviñ pe veuziñ : troienn a reer ganti p'en em gaver en ur blegenn ziaes ha ma ranker ober an dibab mat evit en em dennañ, evit dont a-benn. Alo, emeve, neuñviñ pe veuziñ, unan a zaou ! DHS. kouronkañ. 2. (db. an traoù) Chom brav war-c'horre an dour. Un dolzennad vezhin o neuñviñ. & Dre ast. Chom war-c'horre ne vern pe liñvenn. Boutailhoù o neuñviñ war ur poullad gwin. 3. Trl. (db. ar boued) Neuñviñ war ar galon : chom d'ober diaes d'ar stomog. Me a blij an traoù-mañ din met dont a reont da neuñviñ war ma c'halon. 4. Dre heveleb. Bezañ e-touez traoù dispis. Pa welit al loar, beuzet en un nivlenn, o neuñviñ er c'hogus. HS. neuial. II. V.k.e. Mont da neuñviñ kezeg : o c'has da neuñviñ.

Exemples historiques : 
29
Masquer la liste des exemples

neuñv

1499
Référence : LVBCA p150 (noer en eaue)

neuiñ

1659
Référence : LDJM.1 pg Nager

neuñv

1659
Référence : LDJM.1 pg neûn

Ar finesa ned eo na re vat na re zrouk, neuiñ a ra entre ar vis hag ar vertuz.

1732
Référence : GReg pg floter (La finesse n'est ni trop bonne, ni trop mauvaise, elle flote entre le vice & la vertu.)

neuiñ

1850
Référence : GON.II.HV pg néannein, neûi, neûni, neûñvi

neuiñ

1850
Référence : GON.II.HV pg neûi, neûni, neûñvi

neuñvi

1850
Référence : GON.II.HV pg neûi, neûni, neûñvi

neuñvet

1850
Référence : GON.II.HV pg neûi, neûni, neûñvi

neuet

1850
Référence : GON.II.HV pg neûi, neûni, neûñvi

neuñviñ

1850
Référence : GON.II.HV pg neûi, neûni, neûñvi

neuiñ a ra evel ur pesk

1850
Référence : GON.II.HV pg neûi, neûni, neûñvi

neuñviñ

1850
Référence : GON.II pg néannein

An houad hag ar c'hi-mañ, hep chom pell da c'hedal, 'ya war o fenn er stêr, hag a neuñv en tu all…

1867
Référence : MGK p3

« Ken alies gwech, emezi, m’her c’hleven oc’h anzav e feiz hag o krial : idolatriaj ! idolatriaj ! e kave din e neue va c’halon en ur mor a zudi, hag em boa c’hoant da vezañ bet en e gichen, krog en e vrec’h, hor bugale en-dro deomp.

1877
Référence : EKG.I. p.186

E-kreiz al leur-zi, el lec’h m’oa kleuzet gant an dud o vont hag o tont eus an eil penn d’egile d’an ti e oa boutailhoù o neuñv en ur poullad gwin ; paotred ar Republik, goude bezañ karget o c’hof ha sammet ganto kement a c’hellent da zougen, o doa diskarget ar boutailhoù leun ha didalet ar varrikenn evit miret n’en divije den banne war o lerc’h.

1878
Référence : EKG.II p.43

Pa gouezhas, an Arzh distourmus e argad, ez oa en-dro dezhañ ur c’helc’hiad bras a gorfoù enebourien ha kezeg en doa lazhet, ken e neue er gwad e gorf a-bezh.

1923
Référence : SKET p.19

Evn ebet o nijal en oabl, pesk o neuñvial en dour, loen o kerzhout pe o torc’hweniañ war donenn c’hlas Andelitana (1), na anavezjent o anv, o doareoù, o buhezegezh !

1923
Référence : SKET p.39

D’ar re-mañ o doa an evned a amheuilh redadeg ar gwagennoù, ar pesked a neuñv e dourioù ar mor, ar gwallvorviled a vev en donderioù anezhañ, toullet o daoulagad, krignet o diweuz hag o daouarn hag o c’hevrennoù mezhus.

1923
Référence : SKET p.117

Pa deuio ar mor war an araog, sellit oute o neuñv : emaint evel pesked en-dro d’ar [c'h]errigi, pe o vageal er bagoù bihan.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 46, p.1088 (Here 1924)

Eno, gwechall d'an nevez-hañv, a-gevret gant un toullad krennbaotred, e teuen da neuñv, da redek, da c'hoari pi, da neizhiata ha d'en em gannañ gant ar Gerneizon bihan [sic].

1929
Référence : SVBV p.15

mont da neuñv

1931
Référence : VALL pg baigner

c'hoari neuñv

1931
Référence : VALL pg (s')amuser

mont da neuñviñ

1931
Référence : VALL pg baigner

Mont da neuial : Stêr-Iêr a dremene tost da vourk Karnoed, er Peniti.

1944
Référence : EURW.1 p25

Eürusamant evitañ — rak Lom ne ouie ket neuiñ mat — e kavas ur garreg dindañ e dreid ha geot hir e-kichen da gemer peg enno. Ha setu savetaet Lom.

1944
Référence : ATST p.110

Kalz a zeske neuial o-unan.

1944
Référence : EURW.1 p25

Un tammig a-raok an noz e weler bouchadoù gwez o tiboukañ war an tu dehou : Kap Lopez, ha, war-dro c'hwec'h pe seizh lestr war eor, en o zouez pesketaerien grankaled eus Norvegia, aes da anaout en abeg d'ar c'hlud a zo e penn ar wern, evit ober ged ha klask ar ramzed a c'hell bezañ o neuiñ war ar mor bras.

1985
Référence : DGBD p23

Pa vez douar a-walc'h e vez ar c'hef o neuñv er poull, e vez freuzet ar stankell, hag ar c'hef a ya gant kas an dour keit ha ma vez red a-walc'h, ha pa vez sac'het ar c'hef e ranker adarre sevel ur poull all heñvel pelloc'h.

1985
Référence : DGBD p181

Ya, pesked a zo hag a vale war an dour, evel ma 'z eus pesked hag a neuñv !

1985
Référence : DGBD p59

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux