1. Obererezh neuñviñ.
Me a oa troet d'an neuñv.
2. Tr. adv.
War-neuñv : dre neuñviñ.
Aet e oan war-neuñv betek ar vagig.
&
Chom war-neuñv : chom war-c'horre an dour.
3. Trl. skeud.
Bezañ e galon war-neuñv : bezañ lakaet diaes gant e voued.
Un tammig emañ ma c'halon war-neuñv, met gant ur pennadig bale e torro din.
Aet evel-se d’un alarc’h gwenn-kann, e tiraeze an ene mor ar C’hornog hag e treuze anezhañ war-lerc’h an heol, gwech diwar-neuñv, gwech diwar nij.
Aet evel-se d’eun alarc’h gwenn-kann, e tiraeze an ene mor ar C’hornog hag e treuze anezan war-lerc’h an heol, gwech diwar neunv, gwech diwar nij.
1923
Référence :
SKET
p.70
Eno, war an traezh, edo un hanterzaouze[gad] a vagoù pilprennek ha kel lies all a vagoù kroc’hen. Derkeia a lakeas war neuñv unan eus ar re-mañ hag, o vezañ pignet enni gant he c’hoarezed, e stagas a-gevret ganto da roeñvat war-du ar mor.
Eno, war an traez, edo eun hanter-zaouzek [hanter-zaouzegad] a vagou pilprennek ha kel lïes all a vagou kroc’hen. Derkeia a lakeas war neunv unan eus ar re-man hag, o veza pignet enni gant he c’hoarezed, e stagas a-gevret ganto da roenvat war-du ar mor.
A-denn-askell e tizhjont aod kornôg enezenn Albio, an hini a sav rag-eeun d’an tir-Meur, hag eno, a-ziwar beg-douar Belerion en em strinkjont er c’hoummoù, kas mont diwar neuñv betek aodoù Aballo.
A-denn askell e tizjont aod-kornok enezenn Albio, an hini a sav rag-eeun d’an tir-Meur (2), hag eno, a-ziwar beg-douar Belerion (3) en em strinkjont er c’hoummou, kas mont diwar neunv beteg aochou Aballo.
1923
Référence :
SKET
p.113 (p.199, "Da reiz[h]a[ñ]". P. 113, lin. 11 kent an dibenn, e lec’h « aod kornog » lenn « aod-kornok ».)
neuñv : lakaat war — (ur vag) ; ivez lakaat war vordo.
neunv : lakaat war — (eur vag) ; ivez lakaat war vordo.
1923
Référence :
SKET
p.186, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "mettre à flot (une barque)".