Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Obererezh neuñviñ. Me a oa troet d'an neuñv. 2. Tr. adv. War-neuñv : dre neuñviñ. Aet e oan war-neuñv betek ar vagig. & Chom war-neuñv : chom war-c'horre an dour. 3. Trl. skeud. Bezañ e galon war-neuñv : bezañ lakaet diaes gant e voued. Un tammig emañ ma c'halon war-neuñv, met gant ur pennadig bale e torro din.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

neuñv

1850
Daveenn : GON.II pg néañ, neû, neûñ

neuñv

1850
Daveenn : GON.II pg néañ, neû, neûñ

neuñv

1850
Daveenn : GON.II pg neû, neûñ

tremenet eo ar stêr gantañ diwar neuñv

1850
Daveenn : GON.II pg neû, neûñ

Aet evel-se d’un alarc’h gwenn-kann, e tiraeze an ene mor ar C’hornog hag e treuze anezhañ war-lerc’h an heol, gwech diwar-neuñv, gwech diwar nij.

1923
Daveenn : SKET p.70

Eno, war an traezh, edo un hanterzaouze[gad] a vagoù pilprennek ha kel lies all a vagoù kroc’hen. Derkeia a lakeas war neuñv unan eus ar re-mañ hag, o vezañ pignet enni gant he c’hoarezed, e stagas a-gevret ganto da roeñvat war-du ar mor.

1923
Daveenn : SKET p.108 (p.199, "Da reiz[h]a[ñ]". P. 108, 6vet dilinenna[ñ], lin. 6, e lec’h « hanter-zaouzek » lenn « hanter-zaouzegad » kentoc’h).

A-denn-askell e tizhjont aod kornôg enezenn Albio, an hini a sav rag-eeun d’an tir-Meur, hag eno, a-ziwar beg-douar Belerion en em strinkjont er c’hoummoù, kas mont diwar neuñv betek aodoù Aballo.

1923
Daveenn : SKET p.113 (p.199, "Da reiz[h]a[ñ]". P. 113, lin. 11 kent an dibenn, e lec’h « aod kornog » lenn « aod-kornok ».)

neuñv : lakaat war — (ur vag) ; ivez lakaat war vordo.

1923
Daveenn : SKET p.186, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "mettre à flot (une barque)".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial