(1) Medionemeton "an neved (santual) kreiz"
Al leurdi, e-lec’h douar-pri moustret, evel ma vez en tiez-annez hag en tiez-nevedoù peurliesañ, a oa ouzh hec’h ober klerennoù prenn kelenn kompezet ha lufret-skedus, hag i bet kenstoket ha kenklotet ker reizh ken na weled etrezo grem ebet, m’az tije touet n’edo oc’h ober al leurenn nemet ur pezh koad en e bezh.
Pedet e vez gant ar vrezelourien kent mont d’an emgann, gant ar varnerien kent diskuliañ o barnadenn, gant ar vicherourien kent deraouiñ o labour, gant an danevellourien, ar werzaouerien, an delennerien kent displegañ o ijin, gant ar vezeged dirak gwele ar glañvourien, gant ar veleien hag al lidlazhourien-sakr en nevedoù, gant an arerien o voulc’hañ irvi hag ar vederien o troc’hañ ed.
Bez' e voe anezhañ ur gwir reveulzi estetek ha teknek en doare da sevel an nevedoù kristen en Europa hag ar savadurezh-se a reno hep tra da geveziñ outi betek diwezh ar Grennamzer, da lavarout eo e-pad tri c'hantved hanter.
Mots précédents
Mots suivants
nevedenn