Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Lec'h sakr. Evel en un neved e oa, sakr evel un iliz. Peulvanioù un neved burzhudus. HS. santual. 2. Dre skeud. Lec'h gwarezet ha kuzh pe damguzh ma vez kemeret divizoù a bouez. Nevedoù ar bed greantel.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

"neved" g. liester "-où"

1923
Daveenn : SKET p.186, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "sanctuaire (des anciens Celtes)".

(1) Medionemeton "an neved (santual) kreiz"

1923
Daveenn : SKET p.12

E-barzh neved Anvalos e vezo gorreet ar bugenoù, ha kinniget d'an doueed e vezint.

1923
Daveenn : SKET p.22-23

Al leurdi, e-lec’h douar-pri moustret, evel ma vez en tiez-annez hag en tiez-nevedoù peurliesañ, a oa ouzh hec’h ober klerennoù prenn kelenn kompezet ha lufret-skedus, hag i bet kenstoket ha kenklotet ker reizh ken na weled etrezo grem ebet, m’az tije touet n’edo oc’h ober al leurenn nemet ur pezh koad en e bezh.

1923
Daveenn : SKET p.64 (p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 64, lin. 16 eil dilinenna[ñ], e lec'h « m’az tije » kentoc’h « m’az pije»".

Penn Turos ha pennoù ar renerien all a voe graet gant Nemetos o balzamiñ hag o ispilhañ dre nac’hennoù hir o blev du e kentañ neved ar vroad, e Mediolanon.

1923
Daveenn : SKET p.127

"neved", g. "nevedenn" gg. [...], liester "nevedoù", "nevedennoù"

1924
Daveenn : SKET.II p.136 « Geriadurig », "Sanctuaire".

Pedet e vez gant ar vrezelourien kent mont d’an emgann, gant ar varnerien kent diskuliañ o barnadenn, gant ar vicherourien kent deraouiñ o labour, gant an danevellourien, ar werzaouerien, an delennerien kent displegañ o ijin, gant ar vezeged dirak gwele ar glañvourien, gant ar veleien hag al lidlazhourien-sakr en nevedoù, gant an arerien o voulc’hañ irvi hag ar vederien o troc’hañ ed.

1924
Daveenn : SKET.II p.5 (+ p. 147 "Da reiz[h]a[ñ]" : P. 5, lin. 4, lemel ar virgulenn goude « (ar) vrezelourien »").

Bez' e voe anezhañ ur gwir reveulzi estetek ha teknek en doare da sevel an nevedoù kristen en Europa hag ar savadurezh-se a reno hep tra da geveziñ outi betek diwezh ar Grennamzer, da lavarout eo e-pad tri c'hantved hanter.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 8

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial