Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. 1. Kempenn (udb.), lakaat (udb.) da vezañ evel nevez. Neveziñ toenn un ti. [1877] Hag ar merk eus an tennoù-se a zo c’hoazh e treust ar gambr kreiz, ma n'eo ket bet, n’eus ket pell, nevezet an ti m’edo ar person "intru" o chom ennañ. 2. Degas kemm (en udb.), reiñ un neuz nevesoc'h (d'udb.). Petra en deus nevezet doare ar vro ? 3. Reiñ talvoudegezh en-dro d'udb. zo war an echu. Neveziñ e goumanant d'ur gelaouenn. Neveziñ ur marc'had. 4. Ober (udb.) evit an eil gwech. Neveziñ ur goulenn. 5. Reiñ nerzh en-dro (d'udb.). Ar c'heloù-fall-se a nevezas e boan. 6. Dre ast. Kemmañ. Neveziñ ar c'holo dindan ar saout. HS. cheñch. II. V.g. 1. Dont da vezañ nevez en-dro, dont da vezañ evel diagent. Neveziñ a ra ar gouli. Neveziñ a ra ar c'hroc'hen war ar gouli. Neveziñ a ra brankoù ar c'hirvi bep bloaz. 2. (db. ar plant) Kreskiñ, ober struj en-dro. Dont a ra an avaloù-douar da neveziñ. Ur wrizienn o neveziñ. 3. Difetis [1898] Degas mennozhioù, gizioù nevez (en udb.). [1898] A-hend-all, mat eo neveziñ a-wecho[ù] : ar spered a skuizh abred o pleal gant ar memes tra, evel ar c'horf o c'hoiñ bemde[z] ar memes boed.

Exemples historiques : 
17
Masquer la liste des exemples

neveziñ

1850
Référence : GON.II pg dinévézi, néouéc'hein, névézadurez, névézi

neveziñ

1850
Référence : GON.II pg névézi

nevezet

1850
Référence : GON.II pg névézi

ha c'hwi a nevezo ho marc'had ?

1850
Référence : GON.II pg névézi

neveziñ a ra e c'houli

1850
Référence : GON.II pg névézi

neveziñ

1850
Référence : GON.II pg névézi

Tiez an dud, pa gouezhont, a-nevez vez savet ; / Ne c'heller neveziñ ar gened diskaret.

1867
Référence : MGK p57

An tieg zo war e dal an Neñv o lugerniñ / Hag a-zindan e dreid an douar o neveziñ ; / Evit an tieg hepken eo graet ar bed gant Doue, / Nerzh zo en e galon, saour zo en e ene, / D'ar re ra goap 'nezhañ[,] emañ o c'hounit boued ; / An tieg a zo un den, ha perak ne ve ket ?

1867
Référence : MGK p80

— « Setu neuze, avat, / Eme an desketañ, petra zo da ober : / O vezañ ma'z eo kozh, en deus ezhomm tommder / Da neveziñ e c'hwad, da zont kreñv ha seder. »

1867
Référence : MGK p105

Hag ar merk eus an tennoù-se a zo c’hoazh e treust ar gambr kreiz, ma n'eo ket bet, n’eus ket pell, nevezet an ti m’edo ar person "intru" o chom ennañ.

1877
Référence : EKG.I. p.120

C’hwi a neveza ar gloazioù / A Jezuz-Krist dre ho fazioù, / Kel lies ma sakramantit, / Ha ma rit karg beleg ebet.

1877
Référence : EKG.I. p.104-105

Holl e kave deomp e soñje en dud a yoa marvet e Kergidu, ha, mard oa gwir an dra-se, komz dezhañ a gement-se, e oa neveziñ e boan hag e c’hlac’har.

1878
Référence : EKG.II p.100

A-hend-all, mat eo neveziñ a-wecho[ù] : ar spered a skuizh abred o pleal gant ar memes tra, evel ar c'horf o c'hoiñ bemde[z] ar memes boed.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

neveziñ

1923
Référence : SKET p.186, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "renouveler".

Evelato, mard eo bet glac’haret ar Ouenn santel gant un niver eus he mibien vagol, eus he merc’hed kenedek o tiankañ hag o vont da goll dre ergerzhout an hentoù nevez, ur frealz e voe dezhi gwelout bagad gwenn ar re a gerzh difazi ha dilammoù, ar strollad galloudus hag oc’h en em neveziñ dalc'hmat eus ar baotred ha merc’hed kreñv, eus an eneoù kadarn a c’hourdrec’h en enkrezioù hag en emgannoù, a dreuz, gounidek, an aerva (maez-al-lazh), ha, d’an noz, a ziwestenn hag a zizibr o javed war glann ar mor-Bras.

1923
Référence : SKET p.80

Un tamm eus ar gorzenn, plantet en douar en un toull graet gant ur[sic] ibil koad, a grog da neveziñ buan, hag an eostad a vez mat da dennañ a-benn bloaz goude, ha dre-se ne vez ket ezhomm da zistrouezhañ pizh an tachennoù ma vez gounezet enno.

1985
Référence : DGBD p64

N'eus ket ur gwir preder anezhi e gwirionez, rak mirout a ra oute a gaout ijin, a neveziñ, a gaout douetañs, a soñjal hag a adsoñjal er pezh a reont. Kentoc'h ez eo ur preder otomatek ha ne soñj ket en dalvoudegezh ken.

2015
Référence : DISENT p21

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux