Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Arouez, anezhi ur sifr pe un heuliad sifroù, a stager ouzh udb. a-benn e anavezout diouzh traoù zo heñvel outañ pe evit reiñ ur renk dezhañ en ur rummad. Anvioù ar c'hêrioù n'int nemet niverennoù. Arabat eo ober niverennoù gant an dud. 2. (db. ar c'helaouennoù, ar rollennoù, h.a.) Niver skrivet war skouerennoù ur gasadenn a verk he renk hag a anver ar gasadenn-se gantañ. Pelec'h emañ niverenn 100 Al Liamm ?

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

"niverenn" gg.

1923
Référence : SKET p.187, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "numéro".

an eil niverenn ugent

1931
Référence : VALL pg (le numéro 20) bis

War vali ar C'holombier, niverenn 10, e oa daou bried kozh hep bugale o chom hag o doa staget ur skritell "Kambr da feurmiñ" ouzh o dor.

1944
Référence : EURW.1 p.137

Un enor bras a oa dimp kaout da gabiten-kelenner an aotrou Hayo du Tilly, a oa deuet ‘maez ar Skol a Vrezel gant an niverenn I.

1944
Référence : EURW.1 p.195

An eil da heul egile, an danvezioù-soudarded a c’hortoz o zro bremañ dirak ur burev. Ur serjant-major a verk o anoioù, hag a lavar niverenn ur gompagnunezh.

1944
Référence : EURW.1 p.192

En niverenn La Croix des C. du N. ar Sul 16 a viz Eost 1896 e c'halled lenn kement-mañ : « LIZHER d'ar RENER. — Perak, aotrou rener, na gaver ket pep sizhun en ho kazetenn, keloùioù eus ar vro e brezhoneg ? »

1944
Référence : EURW.1 p57

Ma fennad kentañ e brezhoneg a voe embannet e niverenn gentañ miz Du : un droidigezh e oa eus ur brezegenn graet gant an Eskob Dulong diwar-benn Sant Paol a Leon.

1944
Référence : EURW.1 p85

Ntchandi a oa e anv ; daoust ma ne oa ket ur paotr brav, em boa taolet evezh e oa gouest da gompren buan an traoù ; komz a rae galleg madik a-walc'h ha barrek e oa zoken da lenn un niverenn pe ul lizherenn bennak.

1985
Référence : DGBD p70

Eskemm postelioù ha niverennoù pellgomz a espern un amzer brizius, kentoc'h evit en em welet pe eskemm lizheroù.

2015
Référence : DISENT p87

Arguzennoù, fedoù, chomlec'hioù ha niverennoù pellgomz, eurioù digeriñ ha serriñ, deiziataerioù a-wechoù, skrivet enne pelec'h ha pegoulz e vo gwelet penn-bras-mañ-penn-bras peotramant pegoulz en em vodo kuzul embregerezh-mañ-embregerezh pe kuzul meur an aksionerien...

2015
Référence : DISENT p73

Graet em boa ar pezh a ra an holl, graet em boa ha niverenn war ar pellgomzer ti.

2015
Référence : EHPEA p35

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux