Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Arouez, anezhi ur sifr pe un heuliad sifroù, a stager ouzh udb. a-benn e anavezout diouzh traoù zo heñvel outañ pe evit reiñ ur renk dezhañ en ur rummad. Anvioù ar c'hêrioù n'int nemet niverennoù. Arabat eo ober niverennoù gant an dud. 2. (db. ar c'helaouennoù, ar rollennoù, h.a.) Niver skrivet war skouerennoù ur gasadenn a verk he renk hag a anver ar gasadenn-se gantañ. [1954] Tapit krog, mar plij, em skeudenn embannet e niverenn 36 « Al Liamm », ha sed aze dirazoc'h va zad heñvel-poch.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

"niverenn" gg.

1923
Daveenn : SKET p.187, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "numéro".

an eil niverenn ugent

1931
Daveenn : VALL pg (le numéro 20) bis

Ma fennad kentañ e brezhoneg a voe embannet e niverenn gentañ miz Du : un droidigezh e oa eus ur brezegenn graet gant an Eskob Dulong diwar-benn Sant Paol a Leon.

1944
Daveenn : EURW.1 p85

En niverenn La Croix des C. du N. ar Sul 16 a viz Eost 1896 e c'halled lenn kement-mañ : « LIZHER d'ar RENER. — Perak, aotrou rener, na gaver ket pep sizhun en ho kazetenn, keloùioù eus ar vro e brezhoneg ? »

1944
Daveenn : EURW.1 p57

War vali ar C'holombier, niverenn 10, e oa daou bried kozh hep bugale o chom hag o doa staget ur skritell "Kambr da feurmiñ" ouzh o dor.

1944
Daveenn : EURW.1 p.137

An eil da heul egile, an danvezioù-soudarded a c’hortoz o zro bremañ dirak ur burev. Ur serjant-major a verk o anoioù, hag a lavar niverenn ur gompagnunezh.

1944
Daveenn : EURW.1 p.192

Un enor bras a oa dimp kaout da gabiten-kelenner an aotrou Hayo du Tilly, a oa deuet ‘maez ar Skol a Vrezel gant an niverenn I.

1944
Daveenn : EURW.1 p.195

Tapit krog, mar plij, em skeudenn embannet e niverenn 36 « Al Liamm », ha sed aze dirazoc'h va zad heñvel-poch.

1954
Daveenn : VAZA p.18

Ntchandi a oa e anv ; daoust ma ne oa ket ur paotr brav, em boa taolet evezh e oa gouest da gompren buan an traoù ; komz a rae galleg madik a-walc'h ha barrek e oa zoken da lenn un niverenn pe ul lizherenn bennak.

1985
Daveenn : DGBD p70

Arguzennoù, fedoù, chomlec'hioù ha niverennoù pellgomz, eurioù digeriñ ha serriñ, deiziataerioù a-wechoù, skrivet enne pelec'h ha pegoulz e vo gwelet penn-bras-mañ-penn-bras peotramant pegoulz en em vodo kuzul embregerezh-mañ-embregerezh pe kuzul meur an aksionerien...

2015
Daveenn : DISENT p73

Eskemm postelioù ha niverennoù pellgomz a espern un amzer brizius, kentoc'h evit en em welet pe eskemm lizheroù.

2015
Daveenn : DISENT p87

Graet em boa ar pezh a ra an holl, graet em boa ha niverenn war ar pellgomzer ti.

2015
Daveenn : EHPEA p35

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial