Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Arouez a zezverker ganti un unanenn, ur stroll unanennoù pe ur stroll rannoù eus an unanenn. An niver anterin : a dalvez da aroueziñ un unanenn pe ur stroll unanennoù. Un niver kevrennek : a dalvez da aroueziñ ur gevrenn pe ur stroll kevrennoù eus un unanenn. Un niver par : un niver anterin a c'haller rannañ dre zaou. Un niver ampar : un niver anterin na c'haller ket rannañ dre zaou. & Niver pegementiñ : niver. 2. Niver petvediñ : termen a dalvez da verkañ renk un elfenn en ur rummad. Niveroù petvediñ eo "trivet" ha "teirvet". II. Termen a dalvez da lavaret pet elfenn a ya d'ober un teskad. Niver ar ganedigezhioù. & Un niver bras, un niver bihan a dud, a draoù : kalz, nebeut a dud, a draoù. & An niver bras : al lodenn vrasañ (eus an dud). Ar re-mañ zo an niver bras eus an dud. & Na c'houzout niver ebet d'udb. : na c'houzout pet elfenn a ya d'e ober, kement zo anezho. Ma fec'hedoù ! N'ouzon niver ebet dezho. 2. Dre ast. Kementad bras. Perc'hennañ a rejont an douar-se goude un niver emgannoù. Ne oa ket tu d'o c'hontañ gant an niver a oa anezho. Ne oar ket an niver eus e zanvez : ne oar ket pegen pinvidik eo, kement a zanvez en deus. & (db. an dud, an traoù) Un niver a dud, a draoù : un engroez, ur c'hementad bras a draoù. & Kalz. Niver a dud a nac'has neuze o feiz. Ober niver : na dalvezout nemet da greskiñ niver elfennoù ur rummad. An dud dister a ra niver ha netra ken. III. Yezhon. Rummennoù yezhadur diazezet war keal ar c'hementad, hervez ma talvez ar ger da aroueziñ un unanenn hepken pe meur a hini. An niver unan : rummenn an anvioù-kadarn a dalvez da aroueziñ un unanenn hepken. An niver daou : rummenn an anvioù-kadarn a dalvez da aroueziñ div rann koublet eus ar c'horf. An niver lies : rummenn an anvioù-kadarn a dalvez da aroueziñ meur a unanenn.

Skouerioù istorel : 
40
Kuzhat roll ar skouerioù

niver

1499
Daveenn : LVBCA p151 (nombre)

Ouzh harz ar groaz, gant habaster, / Grit din [Mari] ma vezin [en] ho niver, / Dre ar boan don, Itron deboner, / Ho poe, ha 'n anken digwener.

1622
Daveenn : Do. p62

niver

1659
Daveenn : LDJM.1 pg nombre

un niver bras a dud

1732
Daveenn : GReg pg force (Force poissons.)

niver bras

1732
Daveenn : GReg pg diversité (grand nombre)

Ar gresim hag al latin o deus flipet un niver bras a c'herioù eveus al langaj a brezeg ar Vretoned en Breizh-Arvorig hag en Breizh-Veur.

1732
Daveenn : GReg pg grec (La langue grecque, & la latine ont pris beaucoup de mots de la langue des anciens Celtes, lorsqu'ils s'appelloient encore Gomariens, & Titans, selon le Reverend Pere Dom Paul Pezron Bernardin, dans son livre, de l'antiquité de la nation & de la langue des Celtes, ou anciens Gaulois.)

niver

1850
Daveenn : GON.II.HV pg ri

dispar eo an niver-se

1850
Daveenn : GON.II pg dispar

niver

1850
Daveenn : GON.II pg niñouer, niver

niver

1850
Daveenn : GON.II pg niñouer, niver, rumm

niveroù

1850
Daveenn : GON.II pg niver

un niver bras a zo anezho

1850
Daveenn : GON.II pg niver

brezelidi hep niver am eus gwelet

1850
Daveenn : GON.II pg niver

D’al labour sevel e greñvlec’hioù e lakeas ar brizonidi kemeret gantañ diwar ar Skaled hag a save an niver anezho da veur a zek-kant.

1923
Daveenn : SKET p.127

Da heul ar gwallgolloù-se dezho, un niver Skaled ha Sitoned ha sevel en o bagoù ha treuziñ ar mor da vont da ziazezañ o annez en enez Albio.

1923
Daveenn : SKET p.123

War-dro ar mor hag ar stêrioù ez eus un niver geunioù, douaroù-taouarc’h ha pradoù krenegellek.

1923
Daveenn : SKET p.125

Hilliget e voe, eta, c’hoantegezhioù an divroidi gant niver bras ar maouezed yaouank e bagad an Alc’houeder ha gant ar c’haerder anezho.

1923
Daveenn : SKET p.101

Rannet ez oa ar Skaled en un niver bras a veuriadoù.

1923
Daveenn : SKET p.126

Dentet eo dre un niver oufoù, dre vaeoù hir, moan ha troidellek, dre blegioù-mor diwallet-mat gant enezennoù ha begoù-douar e-leizh, ma kav enno ar bigi gwasked diarvar.

1923
Daveenn : SKET p.94

A-walc’h din, eta, lavarout e timezjont, o devoe lies mab ha merc’h, e vevjont un niver a vloavezhioù, e teujont d’un hir-hoal hag e varvjont en hevelep deiz, en hevelep eur, en hevelep predig, dorn-ouzh-dorn, evel m’o doa bevet dalc’hmat.

1923
Daveenn : SKET p.44

Ar vro a zo diwallet gantañ a guitais, ur vro uhel ha santel dreist d’ar re-all, nesoc’h d’an neñv eget nep bro, leunoc’h eget nikun a vouezhioù doueel na davont nepred, o tassoniñ dalc’hmat gant hiboud an eienennoù, kroz ar froudoù hag al lammdourioù, sarac’h ar c’hoadoù, garm an evned ha blej an tropelloù ; douar geotus, edus, houarnus, perc’hennet dre ar c’hleze gant hor gourdadoù, goude un niver emgannoù, ha deut da hêrezh ar gouennoù illur a vez maget enno ar wazed hag ar maouezed brasañ, kaerañ, krenvañ ha gwellañ eus ar bed.

1923
Daveenn : SKET p.12

Dreist pep muzul niver ar salioù-tronañ, ar c’hambroù, ar grignolioù, ar banelloù, an dorioù, ar porzhioù, al leurennoù pavezet !

1923
Daveenn : SKET p.15

Un niver broioù, temzioù-hin disheñvel a-leizh ; broadoù, pobladoù, meuriadoù, tiadoù, kel lies ma n’oufed o jediñ.

1924
Daveenn : SKET.II p.61

— Seizh, aotrou person. — Mat sur, evelato, Lellig ! Niver anezho.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1022 (Gouere-Eost 1924)

En-dro da Roc’h-al-Laz e oa un niver bras a dud.

1925
Daveenn : BILZ2 p.128

Raktal ar rakzorioù a fiñvas en ur drouzal war o mudurunoù ha, dre[iz ?] an toulloù anezho ec'h en em silas un niver bras a veajourien ker sammet, ar c'halz anezho, hag ul [sic] toullad merien o tistreiñ d'o neizh. Ken niverus all eo war ar frankizenn, an dud a c'hortoz o zro da bignat en tren da gemerout al lec'hioù lezet goullo gant ar re a oa erruet e penn o beaj.

1929
Daveenn : SVBV p.8

niver glan

1931
Daveenn : VALL pg (nombre) abstrait

niver noazh

1931
Daveenn : VALL pg (nombre) abstrait

niver daou

1931
Daveenn : VALL pg binaire

niver traezoù

1931
Daveenn : VALL pg abstrait (nombre concret)

Da grediñ eo ez eo kresket gant ar moustradur ha derez an holenadur, ha bihanaet a-feur ma 'z a ar wrez war zigreskiñ ; n'ouzer ket avat peseurt niver resis kemer.

1943
Daveenn : TNKN p82

Piv a lavaro pet dek mil, pet kant mil tiegezh a guitaas Bro ar Franked evit dont da chom e-touez Breizhiz rouesaet ha bihanaet o niver ?

1944
Daveenn : EURW.1 p7

D'ar Sadorn, deiz ar marc'had, e kreske niver ma c'henseurted taol gant tri pe bevar charretour, deuet diouzh kostez Gwerleskin ha Kallag : neuze avat, e veze goloet heklev ar galleg gant huchadennoù sklintin ar vrezhonegerien.

1944
Daveenn : EURW.1 p83

Kavout a rejont, e kement kroazhent, bandennadoù tud o c’hortoz anezho ha deuet da greskiñ o niver : paotred Pennarvern, Kerinkuf, Penn-Aod, Park-ar-Vur, ha kalz re all, deredet eus ar menez, eus an draonienn ha zoken eus an tu all d’ar stêr vras.

1944
Daveenn : ATST p.115

Stummet e oa an aoter e-giz un iliz-veur gotek, gant un niver bras a dourioù beget-uhel, hag aour-wisket [aourwisket], traoñ ha laez, hervez giz Spagnoliz.

1949
Daveenn : SIZH p.64

Kendalc'het he deus niver ar boblañs da vont war gresk abaoe hag e miz Meurzh 1941 e nivered 454 300 den, 73 500 Europad en o zouez (e 1926 e oant 35 300 war 107 000).

1985
Daveenn : DGBD p14

E gwirionez, pell a vezañ heverk eus ar brasañ niver, ez eo kentoc'h penniliz Bro-Gernev ur savadur dioutañ e-unan, ur gwir gemberiad levezonioù liesseurt, gall evel-just da zigentañ, norman goude ha dreist-holl saoz evit echuiñ.

2013
Daveenn : LLMM niv. 399, p. 5

Deizioù hag eurioù digoradur al lec'h, deoc'h da c'houzout da bet eur e vez digoret ha serret an dorioù, pegoulz e vez diaesoc'h d'ar vijiled evezhiañ al lec'h abalamour d'an niver bras a dud a zo ennañ, pegoulz e c’hall an dud bezañ degemeret e-barzh al lec'h a fell deoc'h tizhout, hag all, hag all...

2015
Daveenn : DISENT p75

Ar wech-mañ n'eo ket termenet niver ar stourmerien a c'hall en em lakaat stag-ha-stag.

2015
Daveenn : DISENT p96

Er c'hontrol eo bet kendrec'het ar saotrerien industriezhioù lous, al labourvaoù a-du gante, al lobioù gwallus, ar soudarded kuzhet a-drek o sekredoù hag ar pennoù bras tapet e gwall pa'z aent a-enep interestoù ar brasañ niver e vefe bet gwashoc'h dezhe reiñ muioc'h a bouez d'an obererezhioù-se o reiñ astenn dezhe gant prosezioù.

2015
Daveenn : DISENT p156

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial