Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Zo bras o niver. Niverus eo ar razhed hag al logod. 2. Dre ast. Zo bras niver an elfennoù a ya d'e ober. Un tiegezh niverus : kalz a vugale ennañ. 3. [1954] Tr. adv. (en derez-uheloc'h dirak an ar. a heuliet gant un anv unan). [1954] N’eus forzh, seul belloc’h ma kerzhen war-raok gant ar studi, seul niverusoc’h a levr am beze da gas ganin deiz ar prizioù.

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

niverus

1850
Daveenn : GON.II.HV pg nivéruz (énumératif, qui énumère. numérique, qui appartient aux nombres).

Gobiri, biskinennoù, goueletinier, teir-gwernioù a zo niverus, stag a-hed ar c'haeoù.

1925
Daveenn : BILZ2 p.182

Pa veze bras ha niverus an taol-pesked, e veze kaset kannad da gokanierien Lannuon ha Montroulez da lavaret dezhe dont da brenañ ar pesked.

1925
Daveenn : BILZ2 p.122

Raktal ar rakzorioù a fiñvas en ur drouzal war o mudurunoù ha, dre[iz ?] an toulloù anezho ec'h en em silas un niver bras a veajourien ker sammet, ar c'halz anezho, hag ul [sic] toullad merien o tistreiñ d'o neizh. Ken niverus all eo war ar frankizenn, an dud a c'hortoz o zro da bignat en tren da gemerout al lec'hioù lezet goullo gant ar re a oa erruet e penn o beaj.

1929
Daveenn : SVBV p.8

O vezañ m' int niverus e Breizh eo [sic] bet ranket sevel tiez ispisial evito.

1943
Daveenn : TOAA p3

Ma tellez an anv a gompezenn dindanvor e lec'hioù a zo, er gevrenn skeudennet amañ da skouer, e spurmanter warni e lec'hioù all bazennoù, drailhet gant traoniennoù niverus ha ledan o devez betek 400 m. donder hag ouzhpenn.

1943
Daveenn : TNKN p46

Ar meuzioù a oa niverus ha puilh.

1944
Daveenn : EURW.1 p26

En Hellegoad e veze alies leinoù gras a veze pedet dezho ar perc'henned enorusañ eus a Volazeg, a Blourac'h, a Galanner, zoken a Gallag ; beleien a zaremprede niverus ti Fañch Roparzh en askont d'ar verc'h henañ Anna a oa desket-bras, hag a oa plac'h a relijion.

1944
Daveenn : EURW.1 p13

Setu perak e oa deut ken niverus, kozh ha yaouank, gwazed ha merc'hed, da selaou kannad ar vrezhonegerien a oa ac'hanon, an devezh-se.

1944
Daveenn : ARVR Niv. 165

En o lec’h, e weled pennoù nevez, niverusoc’h-niverusañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p.189

E-pad ar bloavezh 1905 e teuis a-benn da sevel e Landreger ur strollad c’hoarierien niverus a-walc’h, bourc’hizien ha micherourien, ha c’hoari a raemp alies, ur wech ar miz pe dost, bep tro e ti ar Frered, o vezañ ma ’z oa eno ur sal hag ul leur c’hoari [leur-c'hoari] eus ar c’hentañ, dismantret abaoe gant kanfarded Hitler ha goude gant un tangwall.

1954
Daveenn : VAZA p.75

N’eus forzh, seul belloc’h ma kerzhen war-raok gant ar studi, seul niverusoc’h a levr am beze da gas ganin deiz ar prizioù.

1954
Daveenn : VAZA p.61

Da greisteiz hanter e vez merenn, hogen ne bad ket pell ar predoù, servijet ma vezer buan gant mevelien akuit niverus.

1985
Daveenn : DGBD p11

Ar gweladenner a vremañ p'en devez bountet war an nor-dal ha pa ra e selladenn gentañ ouzh steudad an nev hag ar chantele a daol pled kentizh ouzh ar mell gwariadur a zo da bennahel an iliz met alies-kaer e tremen e evezh e-biou an diforc'hioù niverus a zo etre an daou brantad sevel.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 15

Diwar ma zammig enklask ez eo anat bremañ e oa Korasidis ur spered diaes a zen, boas da arvellat ouzh an dud, ha dre-se, niverus e enebourion.

2015
Daveenn : EHPEA p46

Gellout a ra an nen empentiñ neuze en devoa lakaet Homeros "e" Ilias dre skriv diwar an istorioù niverus a veze lavaret ha kanet en e raok gant Aeded bro-C'hres kozh.

2016
Daveenn : ILIAS p.5

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial