I.
V.g.
1. (db. an evned)
Dinodiñ.
Un evn bihan o nodiñ.
HS. diglorañ.
2. (db. al loened)
Genel.
Ar c'hizhier a ya da nodiñ el lec'hioù diaes da dizhout. Ul lec'h ma teu touseged da nodiñ.
&
(db. an taolioù-gwenan)
Diwanañ, en em vodañ.
Un taol-gwenan a oa nodet en-dro d'ar brank.
3. Dre skeud.
Dont da vezañ, dont war wel.
A bep seurt strolladoù a node er vro.
HS. diwanañ.
4. Dre skeud. (db. an traoù begek)
Dont war wel.
Emañ an tach o nodiñ, treuzet en deus ar plankenn.
5. [1732] Dont da faoutañ, da skarrañ.
II.
(Impl. dirak un av.)
Bezañ war-nes (ober udb.).
An amzer zo o nodiñ reiñ glav : seblant glav zo gant an amzer.
Emañ o nodiñ mont kuit.