I.
H.g.
A.
1. Unan eus an eizh roud-avel, an hini a ya war-zu ar pennahel lec'hiet en hevelep hantervoul hag Europa.
En norzh da Naoned emañ Roazhon. Norzh douaroniel : a glot mui pe vui gant lec'hiadur ar Sterenn (Polaris).
&
Norzh gwarellek : norzh diskouezet gant biz an nadoz-vor, na glot ket rik gant an norzh douaroniel.
2. (en ur c'henstrollad laosk)
Norzh-kard-biz, norzh-biz : roudoù-avel lec'hiet etre an norzh hag ar biz-uhel.
&
Norzh-kard-gwalarn : roud-avel lec'hiet etre an norzh hag ar gwalarn-sterenn.
B. (gant ur bennlizherenn-dal)
1. Hollad ar broioù diorroet, pinvidik, zo lec'hiet evit ar braz anezho e norzh ar bed.
An Norzh hag ar Su.
2. Rann eus ur c'hevandir, ur vro, ur rannvro, h.a., zo lec'hiet en norzh.
Norzh Amerika. Norzh Afrika. Norzh Italia.
II.
Impl. da stn.
1. Lec'hiet en norzh.
2. (db. an avel)
O tont diouzh an norzh.
An avel norzh.
War e hent e kavas Saig Jelvest. — Petra ’ta, paotr ? Na te az poa kollet an nord ? — Ket, Saig ! — Petra ’ta ?…
War e hent e kavas Saïg Jelvest. — Petra ’ta, pôtr ? Na te a poa kollet an nord ? — Ket, Saïg ! — Petra ’ta ?…
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 46, p.1092 (Here 1924).
Met n’eo ket se eo se : kaozeomp nebeut met kaozeomp mat ha sklaer eeun en e nord !…
Met n’eo ket ze eo ze : kôzeomp nebeut met kôzeomp mat ha sklêr eeun en e nord !…
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 47, p.1125 (Miz Du 1924).
Ha setu ma ne welis e-pad ar pevar devezh-se nemet div vag war hon hent, div vag-pesketa oc'h ober gouel war-zu an Norzh, bagoù eus hor bro marteze a-walc'h, war hent an distro da Gameled pe da Zouarnenez, graet ganto o zroiad e Maoretania...